Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/444

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
442
aviel san̄tel jézuz-krist

eur blouzen eûz da lagad, pa na wélez két eunn treûst enn da lagad da-unan ? Pilpouz, tenn da-gen̄ta ann treûst eûz da lagad. ha neûzé é wéli pénaoz tenna ar blouzen eûz a lagad da vreûr.

43. Râg ar wézen a rô frouez fall, né két mad ; hag ar wézen a rô frouez mâd, né két fall.

44. Râk pép gwézen a anavézeur dioud hé frouez. Na gutuḻeur kéd a fiez war ar spern, nag a rézin war ann dréz.

45. Eunn dén mâd a denn traou mâd eûz a den̄zor mâd hé galoun ; hag eunn dén fall a denn traou fall euz hé denzor fall. Râk diouc’h leûnder ar galoun é komz ar génou.

46. Hôgen pérâg é c’halvit-hu ac’hanoun, Aotrou, Aotrou, ha na rit-hu kéd ar péz a lavarann ?

47. Kémen̄d hini a zeû d’am c’havout, a zélaou va geriou, hag a ra diout-hô, éz ann da ziskouéza d’é-hoc’h out pétrâ eo hén̄vel :

48. Hén̄vel eo oud eunn dén péhini a zâv eunn ti, a doull doun, hag a laka ann diazez war ar méan : eunn dic’hlann dour a zô deûet, eur ster a zô deued d’en em voun̄ta war ann tî-zé, ha n’é deûz két gellet hé ziskara, râk diazézed é oa war ar méan.

49. Hôgen ann hini a zélaou, ha na ra két, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zâv hé dî war ann douar hép diazez : eur ster a zô deûed d’en em voun̄ta war ann tî, ha râk-tâl eo béd diskaret ; ha brâz eo bét disman̄tr ann tî-zé.


————


VII. PENNAD.


1. Pa en doé Jézus peûr-lavaret ar geriou-zé dirâg ar bobl a zélaoué anézhan̄, éz éaz da Gafarnaom.

2. Paotr eur C’han̄téner a ioa gwall glan̄v, ha daré da vervel ; hag hen̄ a garé kalz hé baotr.

3. Hag ô véza klevet komza eûz a Jézuz, é kasaz d’ézhan̄ hénaoured Iuzevien, évid hé bidi da zon̄d, ha da baréa hé baotr.

4. Ar ré-man̄ pa oen̄d deûet dirâk Jézuz, a bédé stard anézhan̄, ô lavarout : Dellézoud a ra ma aotréfez ann dra-zé d’ézhan̄.

5. Râk karoud a ra hor brôiz, hag eur sinagog en deûz saved d’é-omp.

6. Jézuz éta a iéaz gan̄t-hô. Ha pa né oa mui pell eûz ann tî, ar C’han̄téner a gasaz euz hé viñouned étrézég enn-han̄, da lavaroud d’ézhan̄ : Aotrou, na gémer két kémen̄d a boan ; râk na zellézann kéd é teûfez em zî.

7. Dré-zé eo n’ounn kéd en em gavet dellézek va-unan da zon̄d d’az kavout ; hôgen lavar eur gér, ha va faotr a vézô iac’héet.

8. Râk mé a zô eunn dén lékéad din̄dân béli, hag em eûz soudarded din̄dân-oun : hag é lavarann da unan : kéa, hag éz a ; ha da eunn all : deûz, hag é teu ; ha d’am paotr : gra ann dra-man̄, hag é ra.

9. Pa glevaz Jézuz kémen̄t-sé é oé souézet ; hag ô véza distrôed oud ar bobl a ioa war hé lerc’h, é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’em eûz két kavet eur feiz ker braz enn Israel.

10. Hag ar ré a ioa bét kaset, ô véza distrôed d’ar géar, a gavaz iac’h ar paotr a oa klan̄v.

11. Hag an̄trônôz éz éa enn eur géar hanvet Naim, ha gan̄t-han̄ hé ziskibled, hag eul lôd brâz a bobl.

12. Hôgen pa dôstéé ouc’h dôr kéar, chétu é touged eunn dén marô, péhini a oa mâb penn-her d’hé vamm : hag hou-man̄ a oa in̄tan̄vez : hag eul lôd brâz a dûd eûz a géar a oa gan̄t-hi.

13. Ann Aotrou pa wélaz anézhi, en doé truez out-hi, hag a lavaraz d’ézhi : Na wél két.

14. Hag hén̄ a dôstaaz hag a lékéaz hé zourn war ann arched (ar ré hé dougé a arzaôaz) hag é lavaraz : Dén-iaouan̄k, mé hel lavâr d’îd, saô.

15. Hag ann dén marô a zavaz enn hé goan̄zez, hag a zéraouaz komza. Ha Jézuz hé rôaz d’hé vamm.

16. Hôgen ar ré holl a oé énô é krogaz spoun̄t enn-hô ; hag é veûlen̄t Doué, ô lavarout : Eur profed brâz a zô savet enn hon touez, ha Doué a zô deued da wéloud hé bobl.

17. Ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a ré-