Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/438

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
aviel san̄tel jézuz-krist

7. Hôgen Iann a lavaré d’al lod tûd a zeûé évit béza badézet gan̄t han̄ : Gwenn ann aéred-viber, piou en deûz desket d’é-hoc’h tec’houd diouc’h ar vuanégez a dlé kouéza war-n-hoc’h ?

8. Grîd éta eur binijen frouézuz, ha na zéraouit kéd da lavarout : Abraham hon eûz da dâd. Râk lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Doué a hell lakaad da zével eûz ar vein-zé mipien da Abraham.

9. Râg ar vouc’hal a zô a-vréma out grisien ar gwéz. Pép gwézen éta ha na rôiô kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het ha taoled enn tân.

10. Hag ar bobl a c’houlenné digan̄t-han̄ : Pétrâ éta a dléomp-ni da ôber ?

11. Hag hé a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Néb en deûz diou zaé, ra rôi unan da néb n’en deûz kéd unan ; ha néb en deûz boéd, ra rai enn hévélep trâ.

12. Don̄d a réaz ivé Publikaned évil béza badézet, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ ? Mestr, pétrâ a dléomp-ni da ôber ?

13. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Na rît nétra enn tû all d’ar péz a zô bét gourc’hémennet d’é-hoc’h.

14. Ar vrézélidi a c’houlennaz ivé digan̄t-han̄ : Ha ni, pétrâ a dleomp-ni da ôber ? Hag hén a lavaraz d’ézhô : Na vac’hid dén, ha na damallid dén é-gaou : ha na c’houlennit két enn tû all d’hô kôbr.

15. Hôgen ar bobl a gouné, ha pép-hini anézhô a grédé enn-han̄ hé-unan pénaoz Iann a hellé béza ar C’hrist :

16. Iann a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ann holl : Mé hô padez enn dour : hôgen don̄d a rai eunn all kréoc’h égéd-oun, ha na zellézann két diéréa liamm hé voutou : hen-nez hô padézô er Spéred-San̄tel, hag enn tân.

17. Eur c’han̄t a zô enn hé zourn, hag é nétai hé leûr : hag é c’hrounnô hé éd er zolier : hôgen ar c’hôlô a zévô enn eunn tan divouguz.

18. Kalz traou all a lavaré d’ar bobl ô prézégi d’ézhan̄.

19. Hôgen Hérodez ann tétrark pa oé tamallet gan̄t-han̄ diwar-benn Hérodiaz grég hé vreûr, ha diwar-benn ann holl zrougou all en doa gréat Hérodez,

20. Ha goudé hé holl wallou, é réaz c’hoaz lakaad Iann er vâc’h.

21. Hôgen pa oé badézet ann holl bobl, ha pa oé ivé badézet Jézuz, hag é-pâd ma réa hé béden, ann én̄v a zigoraz :

22. Hag ar Spéred-San̄tel a ziskennaz war-n-ézhan̄ ô kéméroud eur c’horf hen̄vel oud hini eur goulm : ha chétu eur vouéz eûz ann én̄v a lavaraz : Té eo va Mâb kér ; enn-od em euz lékéat va c’haran̄tez.

23. Ha Jézuz hé-unan en doa war-drô trégon̄t vloaz pa zéraouaz prézégi, ; hag hén̄, war a gréded, mâb Jozef, pehini a oé mâb da Héli, péhini a oé mâb da Vatat,

24. Pébini a oé mâb da Lévi, péhini a oé mâb da Velki, péhini a oé mâb da Janna, péhini a oé mâb da Jozef,

25. Péhini a oé mâb da Vatatiaz, pehini a oé mâb da Amos, péhini a oé mâb da Nahum, péhini a oé mâb da HesIi, péhini a oé mâb da Naggé,

25. Péhini a oé mâb da Vahat, péhini a oé mâb da Vataliaz, péhini a oé mâb da Sémei, péhini a oé mâb da Jozef, péhini a oé mâb da Juda,

27. Péhini a oé mâb da Joanna, péhini a oé mâb da Résa, péhini a oé mâb da Zorobabel, péhini a oé mâb da Salatiel, péhini a oé mâb da Néri,

28. Péhini a oé mâb da Velki, péhini a oé mâb da Addi, pehini a oé mâb da Gosan, péhini a oé mâb da Elmadan, péhini a oé mâb da Hor.

29. Péhini a oé mâb da Jézuz, péhini a oé mâb da Éliézer, péhini a oé mâb da Jorim, péhini a oé mâb da Vatat, péhini a oé mâb da Lévi.

30. Péhini a oé mâb da Siméon. péhini a oé mâb da Juda, péhini a oé mâb da Jozef, péhini a oé mâb da Jona, péhini a oé mâb da Éliakim,

31. Péhini a oé mâb da Véléa, péhini a oé mâb da Venna, péhini a oé mâb da Vatata, péhini a oé mâb da Zavid.

32. Péhini a oé mâb da Jesé, péhini a oé mâb da Obed, pehini a oé mâb