Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/437

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
435
hervez san̄t lukaz.

32. Ével ar goulou a dlé goulaoui ar vrôadou, ha gloar da bobl.

33. Ann tâd hag ar vamm eûz a Jézuz a oé souézet-brâz eûz ar péz a gleven̄t lavaroud diwar hé benn.

34. Ha Siméon a vennigaz anézhô, hag a lavaraz da Vari hé vamm : Chétu eo lékéad hé-man̄ évid ar c’holl hag ann dazorc’hidigez eûz a veûr a hini é Israel ; hag évit béza enn arouéz da énébiez ann dûd.

35. Ha da éné da-unan a vézô treûzet gan̄d eur c’hlézé. Évit ma vézô diskleriet ar ménosiou kuzet é kaloun meûr a hini.

36. Béz’ éz oa ivé eur brofédez han̄vet Anna, merc’h da Fanuel, eûz a vreûriez Azer, péhini a ioa hîr-hoalet, ha né d-oa bévet gan̄t hé goâz némét seiz bloaz, hag hî gwerc’hez pa oé dimézet.

37. In̄tan̄vez é oa neûzé, hag é doa pevar bloaz ha pevar-ugen̄t ; hag é choumé bépréd enn templ, ô servicha Doué dré ar pédennou nôz-deiz.

38. Hag hou-man̄ ô véza en em gaved énô enn heur-zé, a veûlaz ivé ann Aotrou, hag a gomzaz diwar-benn Jézuz, da gémen̄d hini a c’hortozé dasprénadurez Israel.

39. Ha goudé m’hô doé sévénet kémen̄d a ioa gourc’hémennet gan̄t lézen ann Aotrou, é tistrôjon̄t é Galiléa, da Nazaret hô c’héar.

40. Hôgen ar bugel a greské, hag a grévaé leûn a furnez : ha trugarez Doué a ioa enn-han̄.

41. Hé dûd a iéa bép ploaz da Jéruzalem, da c’houél Bask.

42. Ha pa en doé Jézuz daouzék vloaz, éz éjon̄d da Jéruzalem, diouc’h hô boaz, da zeiz ar gouél.

43. Goudé ma oé tréménet deisiou ar gouél, pa zistrôen̄t, ar bugel Jézuz a ioa choumed é Jéruzalem, hag hé dûd na anavézchon̄t két kémen̄t-sé.

44. Hag ô venna pénaoz édo enn hô zouez, é valéjon̄t héd eunn dervez : hag é klaskchon̄t anézhan̄ é-touez hô zûd hag ar ré eûz hô anaoudégez.

45. Hag ô véza na gafchon̄t kéd anézhan̄, é tistrôjon̄d da Jéruzalem évid hé glaskout.

46. Ha tri dervez goudé é kafchon̄d anézhan̄ enn templ azézet é kreiz ann doktored, ô sélaoui, hag ô kélenna anézhô.

47. Hôgen ar ré a zélaoué anézhan̄ a ioa souézet-brâz eûz hé furnez hag eûz hé respoun̄chou.

48. Hag hé dûd ô wélout kémen̄t-sé a oé souezet-brâz : hag hé vamm a lavaraz d’ézhan̄ : Va mâb, pérâg éc’h eûs-té gréat kémen̄t-sé dé-omp ? Chétu da dâd ha mé a glaské ac’hanod gan̄t glac’har.

49. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâg é klaskac’h-hu ac’hanoun : ha na wiac’h-hu két pénaoz eo réd d’in en em rei d’ar péz a zell ouc’h va Zâd ?

50. Hôgen hî na boellen̄t két ar ger a lavaré d’ézhô.

51. Hag hén̄ a iéaz-kuît gan̄t-hô, hag a zeûaz da Nazaret ; hag é toujé d’ézhô. Hag hé vamm a viré ann holl c’hériou-zé enn hé c’haloun.

52. Ha Jézuz a greské é furnez, é oad, hag é neûz-vâd dirâk Doué ha dirag ann dûd.


————


III. PENNAD.


1. Er pemzékved bloaz eûz a impalaerded Tibériuz Sézar, pa édo Pon̄s-Pilat mérer é Judéa, Hérodez tétrark é Galiiéa, Filip hé vreûr é Ituréa hag é brô Trakonitiz, ha Lisanias é Abiléné,

2. Pa édo Annaz ha Kaifaz Prin̄sed ar véleien, ann Aotrou a lékéaz Iann, mâp Zakariaz, da glevoud hé c’hér el léac’h distrô.

3. Hag é teûaz enn holl vrô enn-drô d’ar Jourdan, ô prézégi badisian̄t ar binijen évid distol ar péc’héjou,

4. Ével ma eo skrivet é Levr lavariou ar Profed Izaiaz : Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : Aozid hen̄d ann Aotrou : grît ma vézô éeun hé wénodennou :

5. Pép traon̄ien a vézô leûniet : ha pép ménez ha krec’hien a vézô izéléet : ann hen̄chou gwâr a vézô éeunet, hag ar ré dorgennek a vézô kompézet.

6. Ha pép kig a wélô silvidigez Doué.