Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
aviel san̄tel jézuz-krist

18. Zakariaz a lavaraz d’ann Éal : A bétrâ é wézinn-mé kémen̄t-sé ? Râk galvet kôz ounn, ha va grég a zô hîr-hoalet.

19. Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo Gabriel, péhini a zô dirâk Doué : ha kased ounn da gomza ouz-id, ha da zigas d’îd ar c’helou-man̄.

20. Ha chétu é vézi dilavar, ha na helli két komza, bétég ann deiz é péhini é c’hoarvézô kémen̄t-sé, dré n’éc’h eûz két krédet d’am geriou, péré a zévénô enn hô amzer.

21. Koulskoudé ar bobl a ioa ô c’hortozi Zakariaz, hag a ioa souézet oc’h hé wéloud ô choum ker pell enn templ.

22. Hôgen pa oé deûed er-méaz na hellé két komza out-hô ; hag éc’h anavézchon̄t pénaoz en doa béd eur wélédigez enn templ. Hag hén̄ a réa dispac’hiou dira-z-hô, hag é choumaz mûd.

23. Ha goudé ma oé peûr-c’hréat deisiou hé garg, é tistrôaz d’hé dî.

24. Hôgen nebeût goudé Élizabet hé c’hrég a en̄géhen̄taz, hag en em guzaz é-pâd pemp miz, o lavarout :

25. Ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-man̄ d’in enn deisiou-man̄, é péré en deûz selled ouz-in évit va zenna eûz ann dismégan̄s é péhini édoun dirâg ann dûd.

26. Hôgen er c’houec’hved miz, ann Éal Gabriel a oé kaset gan̄d Doué enn eur géar eûz a C’haliléa, hanvet Nazaret,

27. Da eur werc’hez péhini a ioa dimézet gan̄d eur goaz eûz a dî David, hanvet Jozef : hag ar werc’hez-zé a ioa hanvet Mari.

28. Hag ann Éal ô véza éat el léac’h ma édo-hi, é lavaraz d’ézhi : Dématîd, leûn a c’hrâs : Éma ann Aotrou gan-éz : Benniged oud é-touez ann holl gragez.

29. Hôgen hi pa glevaz kémen̄t-sé, a oé saouzanet gan̄d ar geriou-zé, hag é menné pétrâ é oa ar salud-zé.

30. Hag an Éal a lavaraz d’ézhi : N’az péz kéd a aoun, Mari, râk kaved éc’h eûz trugarez dirâk Doué.

31. Té a en̄géhen̄tô enn da gôf, hag é c’hani eur mab, hag é rôi dézhan̄ ann hanô a JÉZUZ.

32. Hé-man̄ a vézô brâz, hag a vézô galvet Mâb ann Uc’héla ; hag ann Aotrou Doué a rôi dézhan̄ trôn hé dâd David : hag é rénô war dî Jakob da-vikenn.

33. Hag hé rén n’en dévézô kéd a zivez.

34. Hôgen Mari a lavaraz d’ann Éal : Pénaoz é c’hoarvézô kément-sé, pa né anavézann goâz é-béd ?

35. Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Ar Spéred-San̄tel a zeûi enn-od, ha ners ann Uc’héla a c’hôlôi ac’hanôd eûz hé skeûd. Dré-zé ar péz San̄tel a vézô ganet gan-éz, a vézô galvet MAP DOUÉ.

36. Ha chétu Élizabet da géniterv, é deûz ivé en̄géhen̄tet eur mab enn hé c’hôzni, hag hé-man̄ eo ar c’houec’hved miz d’ann hini a zô galvet sec’hen :

37. Râk n’eûz nétrâ dic’halluz da Zoué.

38. Neûzé Mari a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu matez ann Aotrou ; ra vézô gréad d’in hervez da c’hér. Hag ann Éal a bellaaz diout-hi.

39. Hôgen enn deisiou-zé Mari a zavaz hag a iéaz buan étrézég ar ménésiou, enn eur géar eûz a Juda :

40. Hag éz éaz é ti Zakariaz, hag é lavaraz dématîd da Élizabet.

41. Hag é c’hoarvézaz pénaoz pa glevaz Élizabet mouéz Mari a lavaré dématîd d’ézhi, hé bugel a dridaz enn hé c’hôv : Élizabet a oé leûniet gan̄t ar Spéred-San̄tel :

42. Hag é c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Benniged oud é-touez ann holll c’hragez, ha benniged eo ar frouez eûz da gôv.

43. Hag a béléac’h é teû kémen̄t-man̄ d’in, ma teû mamm va Aotrou étrézég enn-oun ?

44. Râk ken̄ta ma éc’h eûz lavared d’in dématîd, va bugel en deûz tridet gan̄t lévénez em c’hôv.

45. Ha gwenvidik oud pa éc’h eûz krédet ; râk sévéned eo kemen̄d a zô bét lavared d’îd eûz a berz ann Aotrou.

46. Ha Mari a lavaraz : Va éné a veûl ann Aotrou ;

47. Ha va spéred a drîd gan̄t lévénez é Doué va Zalver.