Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/433

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST,


HERVEZ


SANT LUKAZ.


————


I. PENNAD.


1. Kalz a dûd ô véza arnodet lakaad é reiz ann traou a zô bét sévénet gan-é-omp :

2. Hervez ma hô deûz hô danévelled d’é-omp, ar ré hô deûz hô gwélet adalek ar penn-ken̄ta, hag a zô bét sevénerien ar gér :

3. Menned em eûz, Téofil, va miñoun kér, pénaoz pa, em eûz heûliet ann holl draou-ze adalek ar penn-ken̄ta, é tlienn hô-skriva d’îd dioud hô reiz.

4. Évid ma anavézi ar wirionez eûz ar péz a zô bét desket d’îd.

5. Béz’ é oé, é amzer Hérodez, roué Judéa, eur bélek hanvet Zakariaz, eûz a wenn Abia, péhini en doa évit grég eur vaouez eûz a wenn Aaron, hanvet Élizabet.

6. Gwirion é oan̄t hô-daou dirak Doué, ha kerzoud a réan̄t é gourc’hémennou hag é lézennou ann Aotrou gan̄d dinamded.

7. Ha n’hô doa kéd a vâb, dré ma’z oa eur zec’hen Élizabet, ha ma’z oan̄d hô daou hîr-hoalet.

8. Hôgen Zakariaz a réa hé garg a vélek dirak Doué é reiz hé dûd.

9. Hag é c’hoarvézaz pénaoz, dioûc’h boaz ar véleien, é oa kouézed ann darvoud d’ézhan̄ mon̄d é diabarz templ Doué, évit kenniga ann ézan̄s.

10. Hag ann holl en̄groez eûz ar bobl a ioa er-méaz ô pidi é-pâd ma édod ô kenniga ann ézan̄s.

11. Hôgen eunn Éal eûz ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄, hag a joumaz enn hé zâ enn tu déou eûz a aoter ann ézan̄s.

12. Zakariaz oc’h hé wélout a oé saouzanet-braz, hag é krogaz eur spoun̄t brâz enn-han̄.

13. Hôgen ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : N’az péz kéd a aoun, Zakariaz, râk da béden a zô bét sélaouet : hag Élizabet da c’hrég a c’hanô d’id eur mâb, péhini a c’halvi lann.

14. Ann dra-zé az kargô a lévénez hag a estlamm ; ha kalz a dûd en em laouénai eûz hé c’hanédigez.

15. Râk braz é vézô dirâg ann Aotrou : ha na évô na gwîn na bier ; hag é vézô leûn eus ar Spéred-San̄tel adelek kôv hé vamm.

16. Kalz eûz a vugalé Israel a zistrôi ouc’h ann Aotrou hô Doué.

17. Hag é valéô enn hé raok é spéred hag é ners Éliaz : évit ma unvanô kalounou ann tadou gan̄t kalounou ar vugalé ; ha ma tigasô ar ré ziskrédik da furnez ar ré wirion, évid aoza d’ann Aotrou eur bobl dinam.