Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/432

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
430
aviel san̄tel jézuz-krist

17. Hogen ann arwésiou-man̄ a heuliô ar ré a grédô : em hanô é kasin̄t-kuîd ann diaoulou ; iézou nevez a gomzin̄t :

18. Ann aéred a gémérin̄t ; ha mar évon̄t eunn dra-bennâg a varvel, na rai kéd a zrouk d’ézhô : astenna a rain̄d hô daouarn war ar ré glan̄v, hag ar ré-man̄ a vézô paré.

19. Goudé m’en doé ann Aotrou Jézuz lavaret kémen̄t-sé d’ézhô, é piñaz enn én̄v, é péléac’h éma azezet enn tu déou da Zoué.

20. Hag hî a iéaz-kuîd ac’hanô hag a brézégaz dré-holl, ann Aotrou ô ken-ôber gan̄t-hô hag ô sévéni d’hé c’hér gan̄d ann arwésiou a heûlié anézhan̄.



————