Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/422

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
420
aviel san̄tel jézuz-krist

dég all, é savaz droug enn-hô out Jakez ha Iann.

42. Hôgen Jézuz ô véza hô galvet, a lavaraz d’ézhô : Gouzoud a rit pénaoz pennou ann dudou a aotrouni anézhô ; ha pénaoz hô frin̄sed a ziskouéz hô galloud war-n-ézhô.

43. Hôgen na dlé két béza ével-sé étré-z-hoc’h : râg ann hini a fellô d’ézhan̄ béza brasoc’h, a vézô gwâz d’é-hoc’h :

44. Hag ann hini a fellô d’ézhan̄ béza ar c’hen̄ta ac’hanoc’h, a vézô mével ann holl.

45. Râk Mâb ann dén hé-unan né kéd deûet évit béza servichet, hôgen évit servicha, hag évit rei hé vuez évit dasprénadurez kalz a dûd.

46. Neuzé é teûjon̄d da Jérikô, ha pa’z éaz-kuîd eûz a Jérikô, gan̄d hé ziskibled, ha kalz a dûd war hé lerc’h, eunn dén dall hanvet Bartimé, mâb da Dimé, péhini a ioa azézet war ann hen̄t évit goulenn ann aluzen,

47. O véza klevet pénaoz é oa Jézuz a Nazaret, en em lékéaz da c’harmi, ha da lavarout : Jézuz, mâb David, az péz truez ouz-in.

48. Ha meûr a hini a grôzé anézhan̄ évid hé lakaad da dével. Hôgen hén̄ a c’harmé c’hoaz kréoc’h, ô lavarout : Mâb David, az péz truez ouz-in.

49. Ha Jézuz ô véza arzaouet a c’hourc’hémennaz hé c’hervel. Hag é c’halvjon̄d ann dén dall, ô lavaroud d’ézhan̄ : Kalounéka : saô, da c’hervel a râ.

50. Hag hé-man̄ ô véza taoled hé zaé, a zilammaz hag a zeûaz da gavout Jézuz.

51. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a fell d’îd é rajenn évid-od ? Hag ann dén dall a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, grâ ma wélinn.

52. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, da feiz en deûz da zavétéet : ha râk-tâl é wélaz, hag éz éaz war-lerc’h Jézuz enn hen̄t.


————


XI. PENNAD.



1. Ha pa dôstajen̄d out Jéruzalem hag out Bétani, war-drô Ménez Olived, Jézuz a gasaz daou eûz hé ziskibled,

2. Hag a lavaraz d’ézhô : Id d’ar vourc’h a zô râg-énep d’é-hoc’h ha kerken̄t ha ma viod éad enn-hi, é kéfot eunn azen iaouan̄k stâg, war béhini n’eo c’hoas piñed dén : distagit-hén̄, ha digasit-hén̄ d’in.

3. Ha ma lavar eur ré d’é-hoc’h : Pérâg é rît-hu ann dra-zé ? Livirit pénaoz ann Aotrou en deûz ézomm anézhan̄ : ha râk-tâl é lézô hé gâs aman̄.

4. Hag ô von̄t-kuît é kafchon̄t eunn azen iaouan̄k stâg é-tâl eunn ôr er-méaz enn eur c’hroas-hen̄t : hag é tistagchon̄d anézhan̄.

5. Hag hiniennou eûz ar ré a ioa énô a lavaraz d’ézhô : Pérâg é tistagit-hu ann azen iaouan̄k-zé ?

6. Ar ré-man̄ a lavaraz ével m’en doa gourc’hémennet Jézuz d’ézhô, hag hô lézchon̄t d’hé c’hâs gan̄t-hô.

7. Hag é tigaschon̄d ann azen iaouan̄k da Jézuz ; hag é lékéjon̄d hô diḻad war-n-ézhan̄, ha Jézuz a biñaz war-n-ézhan̄.

8. Hôgen eul lôd brâz a dûd a skiñaz ivé hô diḻad war ann hen̄t : ha lôd all a drouc’hé skourrou gwéz, hag hô skiñé war ann hen̄t.

9. Ha ken ar ré a ioa a-raok, ken ar ré a ioa adrén̄, a grié, ô lavarout : Hosanna.

10. Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou : Benniget ra vezô rouan̄télez hon tad David a zô tôst : Hosanna enn uc’héla eûz ann én̄vou.

11. Hag ô véza éad é Jéruzalem, éz éaz d’ann templ : hag ô véza selled out pép-trâ, ével ma oa divézad, éz éaz da Vétani gan̄d ann daouzég abostol.

12. Hag an̄trônôz pa zistrôen̄t eûz a Vétani, en doé naoun.

13. Hag ô wéloud a bell eur wézen-fiez gôlôed a zeliou, é teûaz da wélout ma na gavché kéd eunn dra-bennâg enn-hi : ha pa oé tôst d’ézhi na gavaz nétrâ néméd deliou hep-kén : râk né oa kéd amzer ar fiez.

14. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ar wé-