Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
419
hervez san̄t vark.

Pérâg am galvez-té mâd ? Doué hép-kén a zô mâd.

19. Anaoud a réz ar c’hourc’hémennou : Na avoultri két : Na lazi két : Na laéri két : Na zougi kéd a falz testeni : Na rî gaou ouc’h dén. Énor da dâd ha da vamm.

20. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz dézhan̄ : Mestr, mired em eûz ann holl draou-zé adalek va iaouan̄kiz.

21. Hogen Jézuz ô véza selled out-han̄, hen karaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber ; kéa, gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô-hen̄ d’ar béorien, hag éz pézô eunn ten̄zor enn én̄v : ha deûz war va lerc’h.

22. Hé-man̄ glac’haret ô klevout kémen̄t-sé, a iéaz-kuît gwall drist : râk madou brâz en doa.

23. Ha Jézuz ô sellout war hé dro, a lavaraz d’hé ziskibled : Pégen diez eo da eunn dén pinvidik, mon̄d é rouan̄télez Doué.

24. Hôgen ann diskibled a oé souézet ô klevout kémen̄t-sé. Hôgen Jézuz a lavaraz c’hoaz : Va bugaligou, pégen diez eo d’ar ré a laka hô fisian̄s er madou, mon̄d é rouan̄télez Doué.

25. Éasoc’h eo da eur c’han̄val tréménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué.

26. Ar ré-man̄ a oé c’hoaz souézet brasoc’h, hag é lavaren̄d ann eil d’égilé : Piou éta a hell béza salvet ?

27. Hôgen Jézuz ô selloud out-hô, a lavaraz : Kémen̄t-sé a zô dic’halluz d’ann dûd, ha né kéd dic’halluz da Zoué ; rak pép tra a zô galluz da Zoué.

28. Neûzé Per a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu nî hon eûz dilézet pép trâ, hag hon eûz da heûliet.

29. Jézus a respoun̄taz, hag a lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz n’euz dén a gémen̄d a zilezô hé dî, pé hé vreûdeûr, pé hé c’hoarézed, pé hé dâd, pe hé vamm, pé hé vipien, pé hé barkou, enn abek d’in, ha d’ann aviel,

30. Ha n’en dévézô, a vréman̄ hag enn amzer-man̄, kan̄t kémen̄d all a diez, a vreûdeûr, a c’hoarézed, a vammou, a vipien, a barkou, hag ivé heskinou, hag enn amzer da zon̄t ar vuez peûr-baduz.

31. Hôgen kalz eûz ar ré gen̄ta a vézô ar re zivéza, ha kalz eûz ar ré zivéza a vézô ar ré-gen̄ta.

32. Pa édon̄t enn hen̄t évit mon̄d da Jéruzalem ; Jézuz a valéé enn hô raok, hag é oan̄t souézet-braz ; hag éz éan̄t gan̄t spoun̄t war hé lerc’h. Hag ô kéméroud adarré a dû ann daouzék, é téraouaz lavaroud d’ézhô ar péz a dlié c’hoarvézout gan̄t-han̄.

33. Chétu éz éomp da Jéruzalem, ha Mâb ann dén a vézô lékéad étré douarn Prin̄sed ar véléien, hag ar Skribed, hag ann Hénaoured, pére hé varnô d’ar marô, hag a lakai anézhan̄ étré daouarn ar Jen̄tiled.

34. Hag é rain̄t goab anézhan̄, hag é skôpin̄t-war-n-ézhan̄, hag é skourjézin̄d anézhan̄, hag é lazin̄d anézhan̄ : hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

35. Neûzé Jakez ha Iann, mipien Zébédé, a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaras d’ézhan̄ : Mestr, nî a garfé é rafez évid-omp ar péz a c’houlennimp digan-éz.

36. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a fell d’é-hoc’h é rajenn évid-hoc’h ?

37. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotré d’é-omp ma vézimp azézet, unan war da zourn déou, égilé war da zourn kleiz, enn da rouan̄télez.

38. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Na ouzoc’h két pétrâ a c’houlennit. Ha c’houi a hell éva ar c’halir a dléann da éva, ha béza badézet gan̄d ar vadisian̄t gan̄t péhini é tléann béza badézet ?

39. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Nî a hell. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Éva a réot évit-gwîr ar c’halir a dléann da éva ; ha badézed é viot gan̄d ar vadisian̄t gan̄t péhini é tléann béza badézet :

40. Hôgen é-kén̄ver béza azézet war va dourn déou pé war va dourn kleiz, né két mé a dlé rei ann dra-zé d’é-hoc’h, hôgen d’ar ré évit péré eo bét aozet.

41. Ha pa glevaz kémen̄t-man̄ ann