Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/417

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
415
hervez san̄t vark.

4. Hag hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é kafemp-ni el léac’h-distrô-man̄ a-walc’h a vara évid hô gwalc’ha ?

5. Hag hén̄ a c’houlennaz digan̄t-hô : Péd bara hoc’h eûs-hu ? Hag hi a lavaraz : Seiz.

6. Ha Jézuz a c’hourc’hémennaz d’ar bobl azéza war ann douar. Hag ô kéméroud ar seiz bara, é réaz hé drugarez, hô zorraz, hag hô rôaz d’hé ziskibled évid hô lakaad dirâg ar bobl ; hag ar ré-man̄ hô lékéaz dirâg ar bobl.

7. Béz’ hô doa ivé eunn nébeût peskédigou : hô binniga a réaz, hag é c’hourc’hémennaz hô rei d’ézhô.

8. Hag é tebrjon̄t, hag hô doé a-walc’h, hag é kaschon̄t seiz kést leûn gan̄d ann tammou a ioa choumed enn hô dilerc’h.

9. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa war-drô pevar mil dén : ha Jézuz hô c’hasaz-kuît.

10. Ha râk-tâl ô piña enn eur vag gan̄d hé ziskibled, é teûaz é bro Dalmanuta.

11. Hag ar Farizianed a zeûaz d’hé gavout, hag é téraoujon̄t ren̄daéla gan̄t-han̄ ; hag é c’houlenjon̄d digan̄t-han̄ évid hé dempti, da ziskouéza d’ézhô eunn arouéz-bennâg enn én̄v.

12. Hag hén̄ oc’h huanadi a greiz hé galoun, a lavaraz : Pérag ann dûd-zé a c’houlenn eunn arouéz ? É-gwirionez hé lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na vézô két rôed a arouéz d’ann dûd-zé.

13. Hag ô véza ho lézet, é piñaz adarré enn eur vag, hag é tréménaz enn tu all d’al lagen.

14. Hôgen ann diskibled hô doa an̄kounac’héet kémérout bara : ha n’ho doa néméd eur bara hép-kén er vâg.

15. Ha Jézuz a réaz ar c’hélen-ma d’ézhô, ô lavarout : Likid évez, hag en em ziwallid out goell ar Farizianed, hag out Hérodez.

16. Hag hî a venné hag a lavaré enn-hô ho-unan : Dré n’hon eûz két kéméred a vara eo.

17. Hôgen Jézuz oc’h anaout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhô : Pérâg é vennit-hu étré-z-hoc’h dré n’hoc’h eûz kéd a vara ? Ha na anavézit-hu, ha na boellit-hu nétrâ ? Hag éma c’hoaz hô kaloun enn dallen̄tez ?

18. Ha daoulagad hoc’h eûs-hu hép gwélout ? Ha diskouarn hoc’h eûs-hu hep klevout ? Ha kolled eo ann évor gan-é-hoc’h ?

19. Pa dorriz pemp bara évit pemp mil dén ; pét panerad dilerc’hiou hoc’h eûs-hu kaset gan-é-hoc’h ? Daouzég, émé-z-hô.

23. Ha pa dorriz ar seiz bara évit pévar mil dén ; pét késtad dilerc’hiou hoc’h eûs-hu kaset gan-é-hoc’h ? Seiz, émé-z-hô.

21. Hag hén̄ a lavaraz dézhô : Pénaoz éta na boellit-hu kéd ar péz a lavarann d’é-hoc’h ?

22. Hag ô véza deûet é Belsaida, é oé kased d’ézhan̄ eunn dén dall, hag é pédjon̄d anézhan̄ da steki out-han̄.

23. Hag ô véza kéméred dourn ann dén dall, é kasaz anézhan̄ er-méaz eûz ar vourc’h : hag ô véza tufet war hé zaoulagad, é savaz hé zaouarn war-n-ézhan̄, hag é c’houlennaz out-han̄ hag hen a wélé eunn dra-bennâg.

24. Hag hé-man̄ a zellaz hag a lavaraz : Gwéloud a rann tûd hén̄vel out gwéz hag a valé.

25. Neûzé Jézuz a lékéaz eur wéach all hé zaouarn war zaoulagad ann dén-zé ; hag é téraouaz gwélout, hag é oé paré, enn hévélep doaré ma wélaz splann pép-trâ.

26. Neûzé é kasaz anézhan d’hé dî, ô lavarout : Kéa d’az tî : ha ma’z éz er vourc’h, na lavar ann dra-man̄ da zén.

27. Ha Jézuz a iéaz ac’hanô gan̄d hé ziskibled, hag é teûaz er c’heriou war-drô Kézaréa-Filip : hag é-pâd é kerzen̄t é komzé oud hé ziskibled, ô lavarout : Piou a lavar ann dûd ounn-mé ?

28. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz dézhan̄ : Lôd a lavar oud Iann Vadézour, lôd all Éliaz, ha lôd all pénaoz oud hén̄vel ouc’h unan eûz ar broféded.

29. Hôgen c’houi, émé-z-han̄, piou é livirit-hu ounn-mé ? Per a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Té eo ar C’hrist.