Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408
aviel san̄tel jézuz-krist

gen̄ta en défé éréed ann dén kré, ha neuzé é preizô hé dî.

28. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz pép péc’hed ha pép lé-douet hô dévézô gréat mipien ann dûd a vézô distaoled d’ézhô.

29. Hôgen piou-pennâg en dévézo komzed a-éneb ar Spéred-glân̄, na vézô bikenn distaoled d’ézhan̄, hôgen kabluz é vézô euz a eur gwall peûr-baduz.

30. Dré ma lavaren̄d : Éma ar spéred louz gan̄t-han̄.

31. Koulskoudé hé vamm hag hé vreûdeûr a zeuaz : hag ô véza choumed er méaz é kaschon̄d d’hé c’hervel.

32. Ar bobl a ioa azézet enn-drô d’ézhan̄. Chétu da vamm ha da vreûdeûr a zô er-méaz hag a glask ac’hanod.

33. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Piou eo va mamm, ha piou eo va breûdeûr ?

34. Hag ô selloud oud ar ré a ioa azézet enn-drô d’ézhan̄, é lavaraz : Chétu va mamm ha va breûdeur.

35. Rak piou-bennâg a ra ioul Doué, hen-nez a zô va breûr, va c’hoar ha va mamm.


————


IV. PENNAD.


1. Hac é téraouaz adarré kélenna é-harz ar môr : hag eul lôd brâz a dûd en em zastumaz war hé drô, enn hévélep doaré ma piñaz war eur vâg ha ma azézaz a-ziouc’h ar môr ; hag ann holl bobl a ioa war ann douar é aot ar môr.

2. Hag hén̄ a zeské d’ézhô kalz a draou gan̄t parabolennou, hag é lavaré d’ézhô enn hé zeskadurez :

3. Sélouit : Chétu ann hader a iéaz da hada.

4. Hag é-pâd é hadé, lôd eûz ann hâd a gouezaz a-héd ann hen̄t, ha laboused ann én̄v a zeûaz, hag hé zebraz.

5. Lôd all a gouézaz enn eul léac’h meinek é péléac’h n’en doé két kalz a zouar : hag é savaz kerken̄t dré né oa két kalz a zounder douar :

6. Ha pa oé saved ann héol, é lôskaz : hag ô véza n’en doa kéd a c’hrisien, é sec’haz.

7. Ha lôd all a gouézaz é-touez ann drein, hag ann drein a zavaz, hag a vougaz anézhan̄, ha na rôaz kéd a frouez.

8. Ha lôd a gouézaz é douar mad : hag a rôaz frouez péhini a zavaz, hag a greskaz, hag a rôaz unan trégon̄t, unan tri-ugen̄t, unan kan̄t kémen̄d all.

9. Hag é lavaré : Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.

10. Ha pa édo hé-unan, ann daouzég a ioa gan̄t-han̄ a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ é oa ar barabolen-zé.

11. Hag é lavaraz d’ézhô : Rôed eo d’é-hoc’h da anaout traou kuzet rouan̄télez Doué : hôgen d’ar ré a zô er-méaz, pép trâ a c’hoarvez gan̄t parabolennou.

12. Évit pa wélin̄t é wélin̄t, ha na wélin̄t két, hag ô klevout é klevin̄t, ha na boellin̄t két : gand aoun na zeûfen̄t da gemma a vuez, ha na vé distaoled d’ézhô hô féc’héjou.

13. Hag é lavaraz d’ézhô : Ha na boellit-hu kéd ar barabolen-zé ? Pénaoz éta é poellot-hu ann holl barabolennou ?

14. Néb a hâd, a hâd ar gér.

15. Hôgen ar ré a zô a-héd ann hen̄t, eo ar ré é péré eo bét haded ar gér, ha pa hô deûz hé glevet, kerken̄t é teû Satan ; hag é lamm ar gér a ioa béd hadet enn hô c’halounou.

16. Ével-sé ar ré a zô béd hadet é lec’hiou meinek, eo ar ré péré a glev ar gér, hag a gémer anézhan̄ râk-tâl gan̄t laouénidigez :

17. Hag ô véza n’hô deûz kéd a c’hrisien enn-hô hô-unan, n’émin̄t néméd évid eunn amzer : ha pa zeû eunn enkrez pé eunn heskin-bennâg enn abek d’ar gér, kerken̄t é kéméron̄t gwall skouér.

18. Hag ar ré a zô béd hadet é-touez ann dréz, eo ar ré a zélaou ar gér ;

19. Ha préderiou ar béd-man̄, touellérez ar madou, hag ann holl droug-ôberiou all ô véza éad enn-han̄, a voug ar gér, hag hel laka da véza difrouez (G).

20. Hag ar ré a zô béd hadet é