Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/409

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
407
hervez san̄t vark.

aotréed hô dibri néméd d’ar véleien hép-kén, hag é rôaz Iôd d’ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?

27. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô : Ar sabbat a zô gréad évid ann dén, ha né kéd ann dén a zô gréad évid ar sabbat.

28. Dré-zé Mâb ann dén a zô ann Aotrou eûz ar sabbat hé-unan.


————


III. PENNAD.


1. Ha Jézuz a iéaz adarré er sinagog ; hag énô éz oa eunn dén péhini en doa eunn dourn dizec’het.

2. Hag éc’h évésaen̄t out-han̄, da wélout hag hen a iac’hajé ann den-zé da zeiz ar sabbat, évit ma tamaljen̄d anézhan̄.

3. Hag é lavaraz d’ann dén péhini en doa eunn dourn dizec’het : Saô é kreiz.

4. Hag é lavaraz d’ézhô : Ha berzed eo da zeiz ar sabbat ôber ar mâd, pé ann drouk ? Savétei ar vuez, pé hé lémel ? Hôgen hî a davaz.

5. Hag ô selloud out-hô gan̄t buanégez, hag ô véza glac’haret eûz a zallen̄tez hô c’haloun, é lavaraz d’ann dén-zé : Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag é teûaz iac’h.

6. Hôgen ar Farizianed ô véza éat-kuît, en em guzuliaz gan̄d ann Hérodianed pénaoz hén koljen̄t.

7. Hôgen Jézuz en em dennaz gan̄d hé ziskibled étrézég ar môr : hag eul lôd brâz a dûd eûz a C’haliléa hag eûz a Judéa a iéaz war hé lerc’h.

8. Hag eûz a Jéruzalem, hag eûz a Iduméa, hag eûz a enn tu all d’ar Jourdan ; hag eûz ar vrôiou enn-drô da Dîr ha da Zidon, eul lôd brâz a dûd, ô klevout ar péz a réa, a zeûaz d’hé gavout.

9. Hag é lavaraz d’hé ziskibled derc’hel daré d’ézhan̄ eur vag, enn abek d’ann en̄groéz, gan̄d aoun na vijé gwasket gan̄t-hô.

10. Râk kalz a iac’héé, enn hévélep doaré ma en em daolé war-n-ézhan̄ évit gellout steki out-han̄, kémen̄d hini en doa eur gouli-bennâg.

11. Hag ar spérédou louz, pa her gwélen̄t, a stoué dira-z-han̄, hag a grié, ô lavarout :

12. Té eo Mâb Doué. Hôgen hén̄ a c’hourc’hémennaz stard d’ézhô na zisklerjen̄t kéd anézhan̄.

13. Hag hén̄ ô véza piñet war eur ménez a c’halvaz davet-han̄ ar ré ma fellaz d’ézhan̄ : hag é teujon̄t d’hé gavout.

14. Daouzég a hanvaz anézhô évit béza gan̄t-han̄, hag évid hô c’hâs da brézégi.

15. Hag é rôaz d’ézhô ar galloud da iac’haad ar ré glân̄v, ha da gâs-kuîd ann diaoulou.

16. Simon, da béhini é rôaz ann hanô a Ber :

17. Ha Jakez mâb Zébédé, ha Iann breûr Jakez ; péré a hanvaz Boanergez, da lavaroud eo, mipien ar gurun :

18 Hag An̄dré, ha Filip, ha Bertélé, ha Mazé, ha Tomaz, ha Jakez mâb Alfé, ha Tadé, ha Simon ar C’hananéad.

19. Ha Iuzaz Iskariot, péhini hen gwerzaz.

20. Hag é teujon̄d enn tî, hag ar bobl en em strollaz a nevez, enn hévélep doaré na hellen̄t két dibri bara.

21. Ha pa glevaz hé dûd kémen̄t-sé, éz éjon̄d évit krégi enn-han̄ : râk lavaroud a réan̄t pénaoz é oa kolled hé skian̄t gan̄t-han̄.

22. Hag ar Skribed, péré a ioa deûed euz a Jéruzalem, a lavaré pénaoz é oa trec’het gan̄t Béelzébub, ha pénaoz é kasé-kuîd ann diaoulou gan̄t penn ann diaoulou.

23. Hag ô véza strolled anézhô, é lavaraz d’ézhô gant parabolen : Pénaoz é hell Satan kâs Satan kuît ?

24. Mar béz eur rouan̄télez dizunvan enn-hi hé-unan, na hell kéd ar rouan̄tétez-zé choum enn hé zâ.

25. Ha mar béz eunn ti dizunvan enn-han̄ hé-unan, na hell kéd ann tî-zé choum enn hé zâ.

26. Ha mar teû Satan da zispac’ha out-han̄ hé-unan, dizunvaned eo, ha na hell két choum enn hé zâ, hôgen ann divez a gâv.

27. Dén na hell mon̄d é ti ann dén kré ha preiza hé listri, néméd da