Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/401

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399
hervez san̄t vazé.

vé réd d’in mervel gan̄-éz, n’az dinac’hinn két. Hag ann holl ziskibled a lavaraz ével-t-han̄.

36. Neûzé Jézuz a zeûaz gan̄t-hô enn eul léac’h a c’halved Jetsémani, hag é lavaraz d’hé ziskibled : Azézid aman̄, en̄dra ma’z inn da bidi a-hon̄t.

37. Hag é kéméraz Per, ha daou vab Zébédé, hag é téraouaz tristaat hag en em c’hlac’hari.

38. Neûzé é lavaraz d’ézhô : Trist eo va éné bétég ar marô : choumid aman̄, ha béḻit gan-én̄.

39. Hâg ô von̄d eunn nébeût pelloc’h, en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar, hag é pédaz, ô lavarout : Va Zâd, mar d-eo galluz, ra’z ai ar c’halir-zé é-biou d’in ; hôgen koulskoudé na vézet két gréat hervez va ioul, hôgen hervez da hini.

40. Hag é teûaz da gavoud hé ziskibled, péré a gavaz kousket, hag é lavaraz da Ber : Pétrâ ha n’hoc’h eûz két gellet beḻa eunn heur gan-én̄ ?

41. Béḻit, ha pédit évit na viot két temptet. Râg ar spéred a zô téar, hôgen ar c’hîg a zô gwan.

42. Mon̄d a réaz adarré eunn eil gwéach, hag é pédaz, ô lavarout : Va Zâd, ma na hell ar c’halir-zé mon̄d é-biou d’in héb éva anézhan̄, ra vézô gréad da ioul.

43. Hag é teûaz adarré, hag hô c’havaz kousket : râg hô daou-lagad a ioa bec’hiet gan̄d ar môrgousk.

44. Hag ô véza hô c’huitéet, éz éaz adarré, hag é pédaz évid ann trédé gwéach, ô lavaroud ann hévélep geriou.

45. Neûzé é teûaz da gavoud hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô : Kouskit bréma hag arzaôit : chétu é tôsta ann heur é péhini Mâb ann dén a vézô lékéad étré daouarn ar béc’herien.

46. Savid, ha déomp : chétu é tôsta ann hini am gwerzô (G).

47. Komza a réa c’hoaz, ha chétu Iuzaz unan eûz ann daouzék a zeuaz, ha gan̄t-han̄ eul lôd brâz a dûd gan̄t klézeier ha bisier, péré a ioa kaset gan̄t pennou ar véleien, hag hénaoured ar bobl.

48. Hôgen ann hini a werzaz anézhan̄, en doa rôed d’ézhô eunn arouéz, ô lavarout : Ann hini a bokinn d’ézhan̄, hen-nez eo, dalc’hit-hén̄.

49. Ha râk-tal é tôstaaz ouc’h Jézuz, hag é lavaraz : Béz iac’h, Mestr. Hag é pokaz d’ézhan̄.

50. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Va miñoun, da bétrâ oud-dé deûet ? Neuzé é tôstajon̄t, é lékéjon̄d hô daouarn war Jezuz, hag é talc’hjon̄d anézhan̄.

51. Ha chétu unan eûz ar ré a ioa gan̄t Jézuz, a astennaz hé zourn, a dennaz hé glézé, a skôaz gan̄t mével prin̄s ar véleien hag a drouc’haz hé skouarn d’ézhan̄.

52. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Laka da glézé enn hé léac’h : râk piou-bennâg a gémérô ar c’hlézé, a varvô gan̄d ar c’hlézé.

53. Ha menna a réz, pénaoz na hellfenn két pidi va Zâd, ha pénaoz na gasfé kéd d’in râk-tâl ouc’h-penn daouzék van̄den élez ?

54. Pénaoz éta é vézô-hî sévéned ar Skrituriou, pa eo réd é vé ével-sé ?

55. Enn heur-zé Jézuz a lavaraz d’ar van̄den-zé : Deûd oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier évit kregi enn-oun, ével enn eur laer : bemdéz é oann azézet enn hô touez ô teski enn templ, ha n’hoc’h eûz két va c’héméret.

56. Hôgen kémen̄t-sé a zô c’hoarvézet, évit ma vijé sévénet ar péz a zô bét skrivet gan̄d ar broféded. Neûzé ann diskibled holl, ô véza hé lézet, a dec’haz-kûit.

57. Ha p’hô dévoé ar ré-man̄ kéméret Jézuz, é kaschon̄d anézhan̄ da dî Kaifaz prin̄s ar véleien, é péléac’h é oa strollet ar Skribed hag ann Hénaoured.

58. Hôgen Per a heûliaz anézhan̄ a-bell, bété léz prin̄s ar véleien. Hag ô véza éad ébarz, éc’h azézaz é-touez ar mévellou, évit gwélout ann divez.

59. Koulskoudé Prin̄sed ar véleien, hag ann holl alierien a glaské eunn desténi faoz a-énep Jézuz, évit ma hen lakajen̄t d’ar marô :

60. Ha na kavchon̄t két, pétrâ-bennâg ma teuaz kalz a fals destou. Hôgen enn-divez é teûaz daou fals-dest,