Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
396
aviel san̄tel jézuz-krist

deiz na c’hortozô két, ha d’ann heur na wézo két.

51. Hag é rannô anézhan̄, hag é lakai eur gévren anézhan̄ gan̄d ar bildouzed. Énô é vezô gwélvan ha skriñ den̄t.


————


XXV. PENNAD.


1. Neûzé rouan̄télez ann én̄vou a vézô hén̄vel oud dég gwerc’hez, péré ô véza kéméred hô c’hleûzeuriou, a iéaz da ziambrouga ar priédou.

2. Pemp anézhô a ioa diboell, ha pemp a ioa fur.

3. Ar ré ziboell a géméraz hô c’hleûzeûriou, ha na géméraz kéd a éôl gan̄t-hô.

4. Ar ré fûr a géméraz éôl enn hô listri gan̄d hô c’hleûzeûriou.

5. Hôgen ével ma taléé ar pried da zon̄t, é vôrédjon̄t holl hag é kouskjon̄t.

6. Hag é-trô ann han̄ter-noz é oé klevet eur garm : Chétu ar pried a zeû, îd d’hé ambrouga.

7. Neûzé ann holl verc’hézed-zé a zavaz, hag a aozaz hô c’hleûzeuriou.

8. Hôgen ar ré ziboell a lavaraz d’ar ré fûr : Rôid d’é-omp euz hoc’h éôl ; rak hor c’hleûzeûriou a zô daré da vouga.

9. Ar ré fûr a respoun̄taz hag a lavaraz : Gan̄d aoun n’hor bé kéd a-walc’h évid-omp hag évid-hoc’h, îd évid ar gwella da gavoud ar ré a werz, ha prénid évid-hoc’h.

10. Hôgen é-pâd m’az éen̄d da bréna, é teuaz ar pried : hag ar ré a ioa daré a iéaz gan̄t-han̄ d’ann eûreûd, hag é oé serred ann ôr.

ll. Enn-divez ar gwerc’hézez all a zeûaz ivé, hag a lavaraz : Aotrou, Aotrou, digor d’é-omp.

12. Hôgen hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : É gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’hoc’h anvézann két.

13. Choumid dihun éta, râk na ouzoc’h nag ann deiz nag ann heur.

14. Râk hén̄vel eo oud eunn dén péhini a iéa enn eur vrô bell, hag a c’halvaz hé vévellou, hag a roaz hé vadou d’ézhô.

15. Ha goudé béza rôet pemp talan̄t da unan, daou da eunn all, unan da eunn all, da bép-hini hervez hé c’halloud, é iéaz enn hen̄t râk-tâl.

16. Hôgen ann hini en doa bét pemp talan̄t, a iéaz, hag hô lékéaz é marc’hadourez, hag a c’hounézaz pemp talan̄d all.

17. Enn hévélep doaré, ann hini en doa bét daou dalan̄t, a c’hounézaz daou all.

18. Hôgen ann hini en doa béd unan, a iéaz da ôber eunn toull enn douar, hag a guzaz arc’han̄t hé aotrou.

19. Goudé kalz a amzer é teûaz aotrou ar mévellou-zé, hag é réaz hô c’hount d’ézhô.

20. Hag ann hini en doa bét pemp talan̄t a zeûaz, hag a zigasaz d’ézhan̄ pemp talan̄d all, ô lavarout : Aotrou, pemp talan̄t éc’h euz rôed d’in, chétu pemp talan̄d all em eûz gounézet ouc’h-penn.

21. Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Braô, mével mâd ha léal : dré ma’z oud bét léal war nébeûd a drâ, é likinn ac’hanôd da benn da galz traou : kéa é laouénidigez da aotrou.

22. Ann hini en doa bét daou dalan̄t, a zeuaz ivé, hag a lavaraz : Aotrou, daou dalan̄t éc’h euz rôed d’in, chétu daou dalan̄d all em euz gounézet.

23. Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Braô, mével mâd ha léal ; dré m’az oud bét léal war nébeûd a drâ, é likinn ac’hanôd da benn da galz traou : kéa é laouénidigez da aotrou.

24. Hôgen ann hini n’en doa bét néméd eunn talan̄t a zeûaz ivé, hag a lavaraz : Aotrou, gouzoud a rann pénaoz oud eunn den didruez, pénaoz é védez el léac’h n’éc’h eûz kéd hadet, pénaoz é tastumez el léac’h n’éc’h eûz két skiñet.

25. Ha gan̄d aoun ra-z-od ounn éat, hag em eûz kuzet da dalan̄t enn douar : chétu é rôann d’îd ar péz a zô d’îd.

26. Hôgen hé aotrou a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mével fall ha diek, té a wié pénaoz é védann el leac’h n’em eûz kéd hadet, ha pénaoz é tastumann el léac’h n’em eûz két skiñet :