Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/394

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
aviel san̄tel jézuz-krist

17. Lavar éta d’é-omp pétrâ a vennez ; ha nî a dle rei ar gwîr da Gézar, pé na dléomp két ?

18. Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô drougiez, a lavaraz : Pérâg é temptit-hu ac’hanoun, pilpouzed ?

19. Diskouézid d’in ar péz-arc’han̄t a rôeur évid ar gwîr. Hag hî a zigasaz d’ézhan̄ eunn diner.

20. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhè : Eûz a biou eo ann hévélédigez-man̄ hag ar skrîd-man̄ ?

21. Hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a Zézar. Neûzé é lavaraz dézhô : Distaolit éta da Zézar ar péz a zô da Zézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué.

22. Ha pa glevchon̄t kémen̄t-sé é oen̄t souézet brâz, hag ô véza hé lézet éz éjon̄t-kuît.

23. Enn deiz-zé ar Saduséed, péré a lavar na zavô kéd ann dûd a varo da véô, a zeûaz d’hé gavout : hag é réjon̄d eur goulenn out-han̄.

24. O lavarout : Mestr, Moizez en deûz lavaret : Mar marv unan-bennâg héb bugel, ra zimézô hé vreûr d’he c’hrég, évid digas hâd d’he vreûr.

25. Bez’ éz oa seiz breûr gan-é-omp : hag ar c’hen̄ta, goudé beza béd dimezed da eur c’hrég, a varvaz : hag ô véza n’en doa kéd a hâd, é lézaz he c’hrég d’hé vreûr.

26. Enn hevélep doaré é c’hoarvézaz d’ann eil, d’ann trédé, bétég ar seizved.

27. Enn-divéz holl ar c’hrég a varvaz ivé.

28. Hôgen pa zavô ann dûd eûz a varô da véo, eûz a béhini euz ar seiz-zè é vézô grég ? Râg hî holl hô deûz béd anézhi.

29. Hôgen Jézuz a respountaz hag a lavaraz dézhô : Fazia a rît, ô véza na anavézit kit ar Skrituriou, na galloud Doué.

30. Râk pa zavô ann dûd eûz a varô da véô, ar wazed n’hô dévézo kéd a c’hragez, nag ar gragez a wazed : Hôgen béz’ é vézin̄d ével élez Doué enn en̄v.

31. Hogen diwar-benn ann assav eûz ar ré varô, ha n’hoc’h eûs-hu két lennet ar péz a zô bét lavaret gan̄d Doué d’é-hoc’h ével-benn :

32. Mé eo Doue Abraham, ha Doué Izaak, ha Doué Jakob ? Doué né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô.

33. Ha pa glevaz ar bobl kémen̄t-man̄, é oen̄t souézed eûz hé gélen.

34. Hôgen ar Farizianed ô véza klevet pénaoz en doa lékéad da dével ar Saduséed, en em strollaz.

35. Hag unan anézhô, péhini a ioa eunn dén gwiziek el lézen, a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, évid hé dempti :

36. Mestr, péhini eo ar brasa gourc’hémenn eus al lézen ?

37. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Karoud a rî ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, hag a greiz da éné, hag a greiz da spéred.

38. Hen-nez eo ar brasa, hag ar c’hen̄ta gourc’hémenn.

39. Hôgen ann eil a zô hén̄vel oud égilé : Karoud a rî da nesa, ével-d-oud da-unan.

40. Al lézen holl, hag ar Broféded a zô dalc’het enn daou c’hourc’hémenn-zé.

41. Hôgen ar Farizianed ô véza strollet, Jezuz a réaz ar goulenn-man̄ d’ezhe.

42. O lavarout : Pétrâ a vennit-hu eûz ar C’hrist ? Eûz a biou ef-hén̄ mâb ? Hag hî a lavaraz : Eûz a Zavid.

43. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pénaoz éta David é c’halv-hén̄ anezhan̄ enn hé spéred hé Aotrou, ô lavarout :

44. Ann Aotrou en deûz lavared d’ann Aotrou : Azez war va dourn déou, bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid ?

45. Mar galv éta David anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb ?

46. Ha dén na hellaz respoun̄ta eur gér d’ézhan̄ : hag abaoé ann deiz-zé éo na gredaz mui ôber goulenn é-béd out-han̄.


————


XXIII. PENNAD.


1. Neûzé Jézuz a gomzaz oud ar bobl, hag oud hé ziskibled,

2. O lavarout : Ar Skribed hag ar