Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
391
hervez san̄t vazé.

37. Enn divéz é kasaz d’ézhô hé vâb hé-unan, ô lavarout : Douja a rain̄t va mâb.

38. Hôgen al labourerien pa wéljon̄d ar mâb, a lavaraz étré-z-hô : Hé-man̄ eo ann her, deûit, lazomp-hén̄, hag hor bézô hé zigwéz.

39. Hag ô véza kroged enn-han̄, é taoljon̄d anézhan̄ enn tu all d’ar winien, hag hen lazjon̄t.

40. Pa zeûi éta aotrou ar winien, pétrâ a rai-hén̄ d’al labourerien ?

41. Lavaroud a réjon̄d d’ézhan̄ : Ann dud drouk-zé a gollô enn eunn doaré reûzeûdik ; hag é rôi hé winien é gôbr da labourerien all, péré a rôi d’ézhan̄ hé frouézou enn hô amzer.

42. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eus-hu két biskoaz lennet er Skrituriou : Ar méan hô deûz distaolet ann ôbérourien-tiez a zô bét lékéad é penn ar c’horn ? Gan̄d ann Aotrou eo bét gréat kémen̄t-sé, hag eunn dra eo hag a zô souézuz d’hon daou-lagad.

43. Dré-zé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz rouan̄télez Doué a vézô lamet digan-é-hoc’h hag a vézô rôed da eur bobl péhini hel lakai da rei frouez (G).

44. Ha piou-bennâg a gouézô war ar méan-zé, a vézô torret ; ha war biou-bennâg é kouézô-hén, hen-nez a vézô brévet.

45. Ha pa glevaz Prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed hé barabolennou, éc’h anavézchon̄t pénaoz é komzé anézhô.

46. C’hoan̄t hô doa da gregi enn-han̄, hôgen aoun hô doa râg ar bobl ; râk hé géméroud a réan̄t ével eur profed.


————


XXII. PENNAD.


1. Ha Jézuz ô komza c’hoaz gan̄t parabolennou, a lavaraz d’ézhô :

2. Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud eur roué, péhini a réaz eûreûd hé vâb.

3. Hag é kasaz hé vévellou da c’hervel ar ré a ioa bét pédet d’ann eûreûd, ha na felle két d’ézhô don̄t.

4. Kâs a réaz adarré mévellou all, ô lavarout : Livirid d’ar ré a zô pédet : Chétu va lein em eûz aozet ; lazéd em eûz va éjéned ha kémen̄d em boa lékéad da larda ; daré eo pép-trâ : deûid d’ann eûreûd.

5. Hôgen hî na zalc’hjon̄t stâd é-béd euz a gémen̄t-sé : hag éz éjon̄t, unan d’hé dî war ar méaz, hag eunn all d’hé werzidigez :

6. Hag ar ré all a grogaz enn hé vévellou, ha goudé beza hô gwall-gaset, a lazaz anézhô.

7. Hôgen ar Roué ô véza klevet kémen̄t-sé, a zavaz droug enn-han̄ : hag ô véza kased hé arméou, é gwastaz al lazerien-zé, hag é loskaz hô c’héar.

8. Neûzé é lavaraz d’hé vévellou : Ann eûreûd évit-gwîr a zô daré, hôgen ar ré a ioa bét pédet n’in̄t két bét dellézek.

9. Id éta er groaz-hen̄chou, ha galvid d’ann eûreûd kémen̄d hini a géfot.

10. Hag ar mévellou ô véza éad dré ann hen̄chou, a zastumaz kémen̄d a gavchon̄d a dûd, mâd ha fall, ha sâl ann eûreûd a oé leûn a dûd ouc’h taol.

11. Hôgen ar roué a iéaz dî évit gwélout ar ré a ioa ouc’h taol, hag é wélaz énô eunn dén péhini n’en doa két gwisket ar zaé eûreûd.

12. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Va miñoun, pénaoz oud-dé deûed aman hép kaoud ar zaé eûreûd ? Hag hén a choumaz mûd.

13. Neuzé ar roué a lavaraz d’hé dûd : Éréid hé zaouarn hag hé dreid, ha taolit-hén̄ enn dévalien a ziavéaz : énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.

14. Râk kalz a zô galvet, hôgen nébeûd a zô dilennet.

15. Neûzé ar Farizianed ô véza éat-kuît, en em guzuliaz évid hé géméroud enn hé gomsiou.

16. Hag é kaschon̄d d’ézhan̄ hô diskibled gan̄d ann Hérodianed, péré a lavaraz : Mestr, gouzoud a réomp pénaoz oud gwirion, ha pénaoz é teskez hen̄d Doué er wirionez, ha pénaoz n’ec’h eûz azaouez é-béd évit dén : râk na zellez kéd ouc’h ann dén é-touez ann dûd :