Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/390

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
aviel san̄tel jézuz-krist

28. Hôgen Jézuz a lavaras d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz c’houi péré a zô deûed war va lerc’h, pa teûi ann eil-c’hinivélez, ha pa vézô azézet Mâb ann dén war gador hé veûrdez, é viod ivé azezet war zaouzék kador, hag é parnot ann daouzék brôad Israel.

29. Ha piou-bennâg a zilézô hé dî, pé hé vreûdeûr, pé hé c’hoarézed, pé é dâd, pé hé vamm, pé hé c’hrég, pé hé vugalé, pé hé barkou, enn abek d’am hanô, en dévézo kan̄t evid unan, hag en dévézô ar vuez peûr-baduz.

30. Hôgen kalz eûz ar ré gen̄ta a vezô ar re zivéza, ha kalz eûz ar ré zivéza a vézô a ré-gen̄ta.


————


XX. PENNAD.


1. Rouan̄télez ann én̄vou a zô hen̄vel oud eunn dén penn-tiégez, péhini a iéaz er-méaz min̄tin mâd évit kâs gôpraérien enn hé winien.

2. Hag ô véza gréat marc’had gan̄d hé c’hôpraerien euz a eunn diner diouc’h ann dervez, é kasaz anézhô enn hé winien.

3. Hag ô véza éad er-méaz war-drô ann drédé heur, é wélaz ré all péré a ioa dibréder war leûr-ger.

4. Hag é lavaraz d’ézhô : Id ivé c’houi em gwinien, hag é rôinn d’é-hoc’h ar péz a vézô reiz.

5. Hag hî a iéaz dî. Hôgen mon̄d a réaz adaré er-méaz é-trô ar c’houec’hved hag ann naved heur ; hag é réaz enn hévélep doaré.

6. Hôgen é-trô ann unnékved heur éz éaz er-méaz, hag é kavaz ré all péré a choumé dibreder, hag é lavaraz d’ézhô : Pérâg é choumit-hu azé dibréder héd ann deiz ?

7. Hag hî a lavaraz : Dré n’en deûz dén é-béd hor c’héméred é gôbr. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id ivé c’houi em gwinien.

8. Hôgen pa oé deûed ar pardaez, mestr ar winien a lavaraz d’hé vérer : Galv ar c’hôpraerien, ha rô d’ézhô hô gôpr, ô téraoui gan̄d ar ré zivéza bétég ar ré gen̄ta.

9. Ar ré ’ta péré a ioa deûet e-trô ann unnékved heur, hô doé péb a ziner.

10. Hôgen pa teûaz ar ré gen̄ta, é venjon̄d pénaoz é vijé rôed d’ézhô ouc’h-penn : hôgen peb a ziner n’hô doé kén.

11. Hag ô kémérout kémen̄t-sé, é c’hrôsmôlen̄t oud ar penn-tiégez,

12. O lavarout : Ar ré zivéza-zé n’hô deûz labouret néméd héd eunn heur, hag éc’h eûz hô lékéat kévatal d’é-omp, ni péré hon eûz douget poéz ann deiz hag ar grouez.

13. Hag hén̄ ô respoun̄ta oud unan anézhô, a lavaraz : Va miñoun, na rann kéd a c’haou ouz-id ; ha n’éc’h euz-dé két gréat marc’had gan-én̄ évid eunn diner ?

14. Kémer ar péz a zô d’id, ha kéa-kuît : hôgen mé a fell d’in rei d’ann divéza-man̄ kémen̄d ha d’îd.

15. Ha na hellann-mé kéd ôber ar péz a garann ? Pérâg da lagad-de ef-hén̄ drouk, dré ma ounn-mé mâd ?

16. Ével-sé ar ré zivéza a vézô ar ré gen̄ta, hag ar ré gen̄ta ar ré zivéza : râk kalz a vézô galvet, hôgen nébeûd a vézô dilennet.

17. Ha Jézuz ô véza éad da Jéruzalem, a géméraz a dû hé zaouzék diskibl, hag a lavaraz d’ézhô :

18. Chétu éz éomp da Jéruzalem, ha Mâb ann dén a vézô lékéad étré daouarn Prin̄sed ar véleien, hag ar Skribed, péré hé varnô d’ar maro.

19. Hag é lakain̄d anézhan̄ étré daouarn ar Jen̄tiled évid ôber goab anézhan̄, évid hé skourjéza, hag évid hé staga ouc’h ar groaz ; hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

20. Neûzé mamm bugalé Zébedé a dôstaaz out-han̄ gan̄d hé mipien, oc’h hé azeûli ha gan̄d doare da c’houlenni eunn dra-bennâg digan̄t-han̄.

21. Hag hén̄ a lavaraz d’ezhi : Pétrâ a fell d’id ? Hag hî a lavaraz dézhan̄ : Lavar ma vézô azézed ann daou vab-man̄ d’in, unan war da zourn déou, égilé war da zourn kleiz, enn da rouan̄telez.

22. Hôgen Jezuz a respoun̄taz hag a lavaraz : Na ouzoc’h két pétrâ a c’houlennit. Ha c’houi a hell éva ar