Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/39

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
levr ar profed isaias.

skuîz két, na labour két, ha na rô két da anaout hé furnez ?

29. Hén eo a rô ners d’ar ré skuîz ; hag hén̄ eo a gresk ann ners hag ar c’hréfder d’ar ré a zô gwân.

30. Ann dûd-iaouan̄k a skuîz, hag a falla ; ar baotred-iaouan̄k a zeû da fata.

31. Hôgen ar ré a laka hô géd enn Aotrou, a névézô hô ners, hag a gémérô diou-askel ével ann er ; hî a rédô, ha na skuizin̄t két ; hî a gerzô, ha na fallain̄t két.


————


XLI. PENNAD.


Dieûb Israel. Disman̄tr Babilon.


1. Ra davô dira-z-oun ann énézi, ra névézô ar brôadou hô ners ; ra dôstain̄t, ha ra gômzin̄t ; déomp kévret d’ar varn.

2. Piou en deûz lékéat ann dén reiz da zével eûz ar sâv-héol, hag hé c’halvet da von̄t war hé lerc’h ? Lékéat en deûz ar brôadou da bléga dira-z-han̄, hag ar rouéed en deûz lékéat dindân hé véli ; hô lakaad a rai da bléga dindân hé glézé ével poultr ; hô lakaad a rai da déc’hout dirag hé warek ével ar c’hôlô a ia gan̄d ann avel.

3. Mon̄d a rai war hô lerc’h, é péoc’h é tréménô, ha na vézô két gwélet roudou hé dreid.

4. Piou en deûz doaréet ha gréat kémen̄t-sé, ha galvet ar brôadou adaleg ar penn-ken̄ta ? Mé eo ann Aotrou, me eo ar c’hen̄ta hag ann divéza.

5. Ann énézi hô deûz gwélet, hag a zô bét spoun̄tet ; harzou ann douar a zô bét saouzanet ; tôstéet eo ar boblou, en em strollet in̄t.

6. Pép-hini a gen-nerzô hé nésa, hag a lavarô d’hé vreûr : Kréva.

7. Néb a labour gan̄d ann arem a skô gan̄d ar morzol, hag a framm goudé-zé, hag a lavar : Frammet-mâd é vézô ; neûzé é starta gan̄t tachou évit na horellô két.

8. Hôgen té, Israel, va servicher, té, Jakob, péhini em eûz dilennet, gwenn Abraham va miñoun ;

9. Té péhini em eûz kéméret eûz a benn ann douar, hag em eûz galvet eûz a eur vrô bell, ha da béhini em eûz lavaret : Va zervicher oud ; da zilennet em eûz, ha n’em eûz két da zilézet.

10. N’az péz két a aoun, râg ganéz émounn ; na zistrô két eûz da hen̄t, râk mé eo da Zoué ; da grévéet em eûz, da gen-nerzet em eûz ; ha dourn va dén-reiz en deûz da zigéméret.

11. Chétu é vézô mézékéet ha lékéat da rusia, ar ré holl péré a stourmé ouz-id. Ar ré a énébé ouz-id, a zeûi-da-gét, hag a vézô dispennet.

12. Klaskout a rî ar ré a zô en em zavet enn da énep (T), ha n’hô c’havi két : ar ré a vrézélékai ouz-id, a zeûi-da-gét ha da-nétrâ.

13. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, a gémer da zourn, hag a lavar d’id : N’az péz kéd a aoun, râk da skoazellet em eûz.

14. N’az péz kéd a aoun, prév Jakob, na té, Israel, a zô ével maro : mé eo em eûz da gen-nerzet, émé ann Aotrou, ha san̄t Israel eo da zaspréner.

15. Da lakaad a rinn da véza ével eur c’harr névez évit mac’ha ann éd, gan̄t bégou ha den̄t houarn ; mac’ha ha brévi a ri ar ménésiou ; hag é poultr é likii ar c’hrec’hiennou.

16. Hô niza a rî, hag ann avel hô c’hasô gan̄t-han̄, hag ar gouven̄ten hô skiñô ; hôgen té a drido enn Aotrou, té en em laouénai é san̄t Israel.

17. Ann dûd diének hag ar ré baour a glask dour, ha na gavont két ; hô zéôd a zizec’h gan̄d ar sec’hed. Hôgen mé eo ann Aotrou, hag é klevinn out-hô ; mé eo Doué Israel, ha n’hô dilézinn két.

18. Lakaad a rinn stériou da zével war lein ar c’hrec’hiennou, ha feun̄teûniou é-kreiz ar mésiou ; trei a rinn ann distrô é lennou dour, hag ann douar dihen̄t é gouériou réd.

19. Lakaad a rinn da greski enn distrô ar sedr, ar spern, ar mirt, hag ann olivézen. Lakaad a rinn da zével kévret enn distrô ar sapr, ann évlec’h, hag ar beûz ;

20. Évit ma wélin̄t, ha ma wézin̄t, ha ma vennin̄t, ha ma poellin̄t pénaoz