Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/389

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
387
hervez san̄t vazé.

d’ézhan̄ : Hag aotréed eo da eunn ozac’h kuitaat hé c’hrég dré eunn abek bennâg ?

4. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûs-hu két lennet pénaoz ann hini en deûz gréad ann dén adaleg ann derou, en deûz hô gréat pâr ha parez ? Hag en deûz lavaret :

5. Dré-zé ann ozac’h a zilezô hé dâd hag hé vamm, hag en em stagô oud hé c’hrég : hag é vézin̄t daou enn eur c’hîk hép-kén.

6. Ével-sé néd-in̄t mui daou, hôgen eur c’hîk hép-kén. Arabad eo eta d’ann dén ranna ar péz a zô bét frammet gan̄d Doué.

7. Hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éta Moizez en deuz-hén̄ gourc’hémennet rei d’ar c’hrég eur skrid-rann, hag hé c’hâs-kuît ?

8. Hén̄ a lavaraz d’ézhô : Moizez ô wélout kaléder hô kaloun a gavaz-mâd é kaséc’h-kuîd hô kragez ; hôgen enn derou ann dra-zé né oa kéd ével-sé.

9. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hreg, néméd avoultr é vé hî, hag a zimézô gan̄d eunn all, a gouézô enn avoultriez : ha néb a zimézô gan̄d eur c’hreg kazet-kuît gan̄d eunn all, a gouézô ivé enn avoultriez.

10. Hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-eo ével-sé doaré eunn ozac’h gan̄d hé c’hrég, né két talvouduz dimizi.

11. Hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ann holl na boell két kémen̄t-sé, hôgen ar ré hép-kén da béré eo bét rôed hé boella.

12. Râk béz’ éz eûz spazeien, péré a zô ganed ével-sé a gôv hô mamm : spazeien zô, peré a zô bét spazet gan̄d ann dûd : spazeien zô, péré hô deûz en em spazed hô-unan enn abek da rouan̄télez ann én̄vou. Néb a hell poella, ra boellô kémen̄t-man̄.

13. Neûzé é oé kased d’ézhan̄ bugaligou, évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô, ha ma pédjé évit-hô. Hôgen hé ziskibled a grôzé anézhô.

14. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : List ar vugaligou-zé, ha na virit kéd out-hô na zeûjen̄d d’am c’havout ; râk rouan̄télez ann én̄vou a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.

15. Ha goudé béza astenned hé zaouarn war-n-ézhô, éz éaz-kuîd ac’hanô.

16. Ha chétu eunn dén a zeûaz, hag a lavaraz d’ézhan : Aotrou mâd, pétrâ a dléann-mé da ôber a vâd évit kaoud ar vuez peûr-baduz ?

17. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg am galvez-té mâd ? Doué hép-kén a zô mâd. Hôgen mar fell d’îd mon̄d er vuez, mîr ar gourc’hémennou.

18. Péré, éme-z-han̄ ? Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Na lazi két : na avoultri két : na laéri két : na zougi kéd a fals testéni.

19. Énor da dâd ha da vamm, ha kâr da nésa ével-d-oud da-unan.

20. Ann dén-iaouan̄k a lavaraz d’ézhan̄ : Mired em eûs ann holl draou-zé adalek va iouan̄kiz, a bétrâ em eûz-mé c’hoaz ézomm ?

21. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mar fell d’îd béza klôk, kéa, gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô-hén̄ d’ar béorien ; hag éz pézô eunn tenzor enn en̄v : ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.

22. Hôgen pa glevaz ann dén-iaouan̄k ar geriou-zé, éz éaz-kuît gwall c’hlac’haret : râk madou brâz en doa.

23. Hôgen Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz eo diez da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez ann én̄vou.

24. Hel lavaroud a rann c’hoaz d’é-hoc’h : Easoc’h eo da eur c’han̄val tréménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn den pinvidik mond é rouan̄télez ann én̄vou.

25. Hé ziskibied ô klevout-sé, a oé souézet brâz hag a lavaraz : Piou éta a hellô béza savet ?

26. Hôgen Jézuz ô selloud out-hô, a lavaraz d’ézhô : Ann dra-zé a zô er-méaz a c’halloud ann dûd, hôgen pép trâ zô é galloud Doué.

27. Neûzé Per a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : chétu nî hon eûz da heûliet ; pétrâ ’ta a vezô évid-omp ?