Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/386

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
aviel san̄tel jézuz-krist

ivé éréed enn én̄vou : ha kémen̄t- bennâg a ziéréi war ann douar, a vézô ivé diéréed enn én̄vou.

20. Neûzé é c’hourc’hémennaz d’hé ziskibled na lavarjen̄d da zén pénaoz é oa hén̄ Jézuz-Krist.

21. A-neûzé é téraouaz Jézuz diskouéza d’hé ziskibled pénaoz e oa réd d’ézhan̄ mon̄d da Jéruzalem, ha gouzan̄vi kalz a berz ann Hénaoured, hag ar Skribed, hag ar pennou eûz ar véleien, béza lazet, ha distrei da véô ann trédé deiz.

22. Ha Per oc’h hé géméroud a dû, a zéraouaz hé grôza ô lavarout : Aotrou, Doué ra virô ! Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé gan-éz.

23. Hag hén̄ a zistroaz hag a lavaraz da Ber : Pella diouz-in, Satan, gwall-skouér oud d’in, ô véza na gavez két mâd ar péz a zeû digan̄d Doué, hôgen ar péz a zeû digan̄d ann dûd.

24. Neûzé Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : Mar fell da unan-bennâg don̄t war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan, ha ra zougô hé groaz, ha ra heûliô ac’hanoun.

25. Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô : ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in, hé c’havô.

26. Râk pé dâl d’ann dén gounid ar béd holl, ha kolla hé éné ? Pé pétrâ a rôi ann dén enn eskemm évid hé éné ?

27. Râk Mâb ann dén a zeûi é gloar hé Dâd gan̄d hé Éled : ha neûzé é tistaolô da bép-unan hervez hé ôbériou.

28. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, béz’ éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na c’houzanvin̄t kéd ar marô, kén n’hô dévézô gwélet Mâb ann dén ô ton̄d enn hé rouan̄télez.


————


XVII. PENNAD.


1. Ha c’houéac’h dervez goudé, Jézuz a géméraz gan̄than̄ Per, ha Jakez, ha Iann hé vreûr, hag hô c’hasaz a dû war eur ménez huel.

2. Hag é kemmaz a zoaré dira-z-hô. Hé zremm a luc’haz ével ann héol : hag hé ziḻad a zeûaz gwenn ével ann erc’h.

3. Ha chétu é wéljon̄t Moizez hag Éliaz péré a gomzé gan̄t-han.

4. Hôgen Per a lavaraz da Jézuz : Aotrou, mâd é vé d’é-omp choum aman̄ : mar fell d’îd, é raimb aman̄ trî zelt, unan évid-od, unan évit Moizez, hag unan évid Éliaz.

5. Pa gomzé c’hoaz, chétu eur goabren c’houlaouek a dévalaaz anézhô. Ha chétu eur vouéz a zeûaz eûz ar goabren, hag a lavaraz : Héman̄ eo va Mâb kér, é péhini em euz lékéat va holl garan̄tez : sélaouit-hén̄.

6. Hag ann diskibled ô véza klevet kémen̄t-sé en em daolaz war hô génou, hag hô dévoé aoun vrâz.

7. Ha Jézuz a dôstaaz, hag a stokaz out-hô ; hag é lavaraz d’ézhô : Savit, ha n’hô pézet kéd a aoun.

8. Hôgen pa zafchon̄d hô daoulagad, na wéljon̄t mui némét Jézuz.

9. Ha pa ziskenjon̄d eûz ar ménez, Jézuz a réaz d’ézhô ar gourc’hémenn-man̄, ô lavarout : Na livirid da zén ar péz hoc’h eûz gwélet, kén oa vézô savet Mâb ann dén eûz a douez ar ré varô.

10. Hag hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éta é lavar ar Skribed pénaoz Éliaz a dlé don̄d a-raok ?

11. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Ia, Éliaz a dlé don̄t, hag é lakai pép trâ er stâd ken̄ta.

12. Hôgen hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz Éliaz a zô deûet abars bréma, ha n’hô deûz kéd hé anavézet, hôgen gréad hô deûz enn hé gén̄ver ével m’hô deûz karet ober. Ével-se eo é gwall-gasin̄t Mâb ann dén.

13. Neûzé hé ziskibled a boellaz pénaoz eûz a Iann Vadézour oa en doa komzed out-hô.

14. Ha pa oé deûed étrézég ar bobl, é tôstaaz out-han̄ eunn dén péhini en em daolaz d’ann daoulin dira-z-han̄ ô lavarout : Aotrou, as péz truez out va mâb, péhini a zô loarek, ha gwall en̄krézet : râg aliez é kouéz enn tân, hag aliez enn dour.

15. Hé zigaset em eûz d’az diski-