Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
levr ar profed isaias.

5. Gloar ann Aotrou en em ziskouézô, ha pép kîg a wélô ivé pénaoz eo génou ann Aotrou en deûz komzet.

6. Eur vouéz é deûz lavaret : Garm. Ha mé ém eûz lavaret : Pétrâ a c’harminn-mé ? Pép kîk a zô géot, ha pép gloar ével bleun̄ ar parkou.

7. Gwévet eo ar géot, hag ar bleûn̄ a zô kouézet, râk spéred ann Aotrou en deûz c’houézet war-n-ézhan̄. Evit-gwîr ar bobl a zô géot.

8. Gwévet eo ar géot, hag ar bleûn̄ a zô kouézet ; hôgen gér hon Aotrou a choum da-vikenn.

9. Piñ war eur ménez uc’hel, té péhini a brézég ann aviel da Zion. Sâv da vouéz gan̄t ners, té péhini a brézég ann aviel da Jéruzalem ; sâv-hi, ha n’az péz két a aoun. Lavar da gériou Juda : Chétu hô Toué :

10. Chétu ann Aotrou Doué a zeûi enn hé c’halloud, hag hé vréac’h a drec’hô ; chétu hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé labour dira-z-han̄.

11. Ével eur mésaer é kasô hé zén̄ved da beûri ; gan̄t ners hé vréac’h é strollô hé ein, hag hén̄ hô savô oud hé askré hag a zougô ann dan̄vadézed leûn.

12. Piou en deûz men̄tet ann douréier enn hé vôz, hag en deûz poézet ann én̄vou gan̄d hé balf ? Piou en deûz dalc’het tolzen ann douar gan̄t tri biz, ha poézét ar ménésiou gan̄t poésiou, hag ar c’hrec’hiennou gan̄d eur valan̄s ?

13. Piou en deuz skoazellet spéred ann Aotrou ? Pé piou a zô bét da alier d’ézhan̄, hag en deûz diskouézet eunn dra d’ézhan̄ ?

14. Piou en deûz hé guzuliet, hag hé zesket, ha diskouézet d’ézhan̄ raven̄t ar reizded, ha desket d’ézhan̄ ar wiziégez, ha diskouézet d’ézhan̄ hen̄t ar furnez ?

15. Chétu ar brôadou a zô ével eur banné dour a gouéz euz ar zâḻ, hag ével eur c’hreunennik enn eur valan̄s ; chétu ann énézi a zô ével eur boultrennik.

16. Hag al Liban na vézô két a-walc’h évit lakaad ann tân, hag hé lôéned na vézin̄t két a-walc’h évid ôber eur sakrifiz.

17. Ann holl vrôadou a zô dira-z-han̄ ével pa na ven̄t két, hag hén̄ a zell anézho ével nétrâ, ével ar goullô.

18. Out piou éta é réot-hu Doué hén̄vel ? Ha pé skeûden a zavot-hu d’ézhan̄.

19. Ar gôf hag hén̄ na rai két d’ézhan̄ eur skeûden deûz ? Ann orféber-aour hag hén̄ n’hen doaréô két enn aour, hag ann orféber arc’han̄t é taolennou arc’han̄t ?

20. Ar méchérour fûr a zilenn eur c’hoat kré ha divreinuz ; lakaad a râ hé skeûden enn hévélep doaré na horellô két.

21. Ha n’hoc’h eûs-hu két gwézet ? Ha n’hoc’h eûs-hu két klévet ? Ha n’eo két bét rôed da anaoud d’é-hoc’h adaleg ar penn-ken̄ta ? Ha n’hoc’h eûs-hu két poellet pénaoz eo bét diazézet ann douar ?

22. Hén̄ eo a azez war voul ann douar, hag a zell ével kiḻeien-raden ar ré a choum war-n-ézhan̄ ; hén̄ eo en deûz lédet ann én̄vou ével nétrâ, hag en deûz hô steñet ével eunn telt évit choum dindan-han̄.

23. Hén̄ eo a gâs-da-nétra ar ré a en̄klask ann traou kuzet, hag a laka da nétrâ barnérien ann douar.

24. Hag ivé hô c’héf né két bét plan̄tet, né két bét hadet, n’en deûz két taolet hé c’hrisiou enn douar ; enn-eunn-taol en deûz c’houézet war-n-ézhô, hag hî a zô bét dizec’het, hag eur gourven̄ten é deûz hé skiñet ével kôlô.

25. Out piou hoc’h eûs-hu va hévélébékéet, ha va c’heidet, émé ar san̄t ?

26. Savit hô taoulagad d’ann néac’h, hag arvestit piou en deûz krouet ann traou-zé ; hag a gâs hô armé enn hen̄t dré niver, hag hô galv holl dré hô hanô, hép ma choum hini war-lerc’h, ker brâz eo hé veûrded, hé ners, hag hé c’halloud.

27. Pérâg é lévérez, ô Jakob, pérâg é lévérez, ô Israel : Kuzet eo va hen̄t ouz ann Aotrou, ha va barn a ia ébiou d’am Doué ?

28. Ha na ouzoud-dé két, ha n’éc’h eûs-té ket klévet pénaoz Doué eo ann Aotrou peûr-baduz, péhini en deûz krouet harzou ann douar ; péhini na