Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/378

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376
aviel san̄tel jézuz-krist

kalz a vurzudou, ô véza n’hô doa két gréat pinijen.

21. Gwâz d’îd Korozain, gwâz d’îd Betsaida ; râk ma vijé gréat é Tîr hag é Sidon ar burzudou a zô bét gréad enn-hoc’h, pell zô hô divijé gréat pinijen er sac’h-reûn hag el ludu.

22. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h : Ken̄toc’h é vézô distaoled da Dîr ha da Zidon, é deiz ar varn, égéd d’é-hoc’h.

23. Ha té, Kafarnaom, ha sével a rî-dé bétég enn én̄v ? Diskenni a rî bétég enn ifern : râk ma vijé bét gréat é Sodom ar burzudou a zô bét gréad enn da greiz, choumed é vijen̄t martézé bété vréma.

24. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é vézô ken̄toc’h distaoled da zouar Sodom, é deiz ar varn, éged d’é-hoc’h.

25. Enn amzer-zé Jézuz a lavaraz : Da an̄savout (G) a rann, va Zâd, Aotrou ann én̄v hag ann douar, dré ma éc’h eûz kuzed ann traou-zé oud ar ré fur, oud ar ré boellek, ha dré ma éc’h eûz hô diskleried d’ar ré viban.

26. Ia, va Zâd : râk ma eo héted ann dra-zé d’îd.

27. Pép trâ a zô bét lékéad étré va daouarn gan̄t va Zâd. Ha dén na anavez ar Mâb néméd ann Tâd : ha dén na anavez ann Tâd néméd ar Mâb, hag ann hini da béhini é vézô fellet gan̄d ar Mâb hé ziskleria.

28. Deûd d’am c’havout, c’houi holl péré a zô skuized ha bec’hiet, ha mé hô tiboaniô.

29. Kémérit va iéô war-n-hoc’h, ha deskit gan-én pénaoz ounn habask, ha vuel a galoun : hag é kafot ar paouez eûz hoc’h énéou.

30. Râk va iéô a zô kûn̄, ha va béac’h a zô skân̄.


————


XII. PENNAD.


1. Enn amzer-zé Jézuz a dréméné dré eur park éd é deiz ar sabbat : hôgen hé zisbibled péré hô doa naoun en em lékéaz da gutuḻa tamoezennou ha d’hô dibri.

2. Hôgen ar Farizianed pa weljon̄t kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu da ziskibled a ra ar péz a zô berzet é deisiou ar sabbat.

3. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûs-hu két lennet pétrâ a réaz David, pa en dévoé naoun, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?

4. Pénaoz éz éaz é tî Doué, hag é tebraz baraou ar c’hennig, péré na oa aotréed hô dibri na d’ézhan̄, na d’ar ré a ioa gan̄t-han̄, hôgen d’ar véleien hép-kén ?

5. Pé n’hoc’h eûs-hu két lenned el lézen, pénaoz é deisiou ar sabbat ar véleien a dorr ar sabbat enn templ, hag in̄d dinam ?

6. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz éz eûz ama unan hag a zô brasoc’h égéd ann templ.

7. Hôgen ma oufac’h pétrâ eo ann dra-man̄ : Ann drugarez a fell d’in, ha né kéd al lazérez, n’hô pijé két barnet tûd dian̄tek.

8. Râk Mâb ann dén a zô ann Aotrou eûz ar sabbat hé-unan.

9. Hag ô véza éat-kuîd ac’hanô, é teuaz enn hô sinagog.

10. Ha chétu e oa énô eunn dén péhini en doa eunn dourn dizec’het. Hag é c’houlenjon̄d digan̄t-han̄, hag éz oa mâd rei ar iéc’hed é deisiou ar sabbat ; évit ma tamaljen̄d anézhan̄.

11. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pé zén ac’hanoc’h, mar en défé eunn dan̄vad, hag a vé kouézed enn eur poull é deiz ar sabbat, na zeufé kéd d’hé denna ha d’hé zével ?

12. Pégémen̄d eo gwelloc’h eunn dén égéd eunn dan̄vad ? Dré-zé é helleur ôber-vâd é deisiou ar sabbat.

13. Neûzé é lavaraz d’ann dén : Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag é teûaz iac’h ével égilé,

14. Hôgen ar Farizianed ô véza éat-kuît, en em guzuliaz enn hé énep, évit gouzout pénaoz é koljen̄t anézhan̄.

15. Hôgen Jézuz ô c’houzout kémen̄t-sé en em dennaz ac’hanô : ha kalz a dûd ô véza éat war hé lerc’h, hô iac’héaz holl.

16. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô na vrudjen̄t két kémen̄t-sé.