Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
aviel san̄tel jézuz-krist

7. Hôgen ît ha prézégit, ô lavarout : Pénaoz é tôsta rouan̄télez ann én̄vou.

8. Iac’haid ar ré glân̄, dazorc’hid ar ré varô, paréid ar ré lovr, kasit-kuîd ann diaoulou : évit nétrâ hoc’h eûz bét, rôid évit nétrâ.

9. Na biaouit nag aour, nag arc’han̄t, na moneiz enn hoc’h ilc’hier.

19. Na gasit kéd a ézef enn hen̄t, na diou zaé, na boutou, na bâz : râk ann ôbérer a zellez hé voéd.

11. Hôgen é pé kéar-bennâg, é pé bourc’h-bennâg ma’z éot, goulennit piou a zô dellézek enn-hi ; ha choumid énô bété ma ’z éot-kuît eûz ar vrô.

12. Ha pa’z éod enn tî, stouid dira-z-han̄, ô lavarout : Ra vézô ar péoc’h enn tî-man̄ !

13. Ha mar d-eo dellézuz ann tî-zé, hô péoc’h a zeûi war-n-ézhan̄ : hôgen ma né d-eo kéd dellézuz, hô péoc’h a zistrôiô d’é-hoc’h.

14. Ha pa vézô unan-bennâg ha n’hô tigémérô két, ha na zélaouô kéd hô keriou : pa’z éot-kuîd eûz ann tî-zé, pé euz ar géar-zé, hejid ar poultr eûz hô treid.

15. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Douar ar Sodomidi hag ar Gomorridi a vézô digéméret gan̄t mui a habaskded, é deiz ar varn, égéd ar géar-zé.

16. Chétu é kasann ac’hanoc’h ével dén̄ved é-kreiz ar bleizi. Bézid éta poellek ével aéred, hag eeun ével koulmed.

17. Hôgen diwallid ouc’h ann dûd. Râg hô tigas a rain̄d enn hô strolladou, hag e skourjézin̄d ac’hanoc’h enn hô sinagogou.

18. Ha kased é viod dirâg ar rénerien hag ar rouéed enn abek d’in, é testéni d’ézhô, ha d’ar vrôadou.

19. Hôgen pa viot kased dira-z-hô, n’en em likit kéd é poan pénaoz na pétrâ a lévérot : râk rôed é vézô d’é-hoc’h war ann heur pétrâ a lévérot.

20. Râk né két c’houi eo a lavar, hôgen Spéred hô Tâd, péhini a lavar enn-hoc’h.

21. Hôgen ar breûr a lâkaiô hé vreûr d’ar marô, hag ann tâd hé vâb : hag ar vugalé a zispac’hô out hô zâd hag oud hô mamm, hag hô lakain̄nd da vervel.

22. Hag é viot kaséet gan̄d ann holl enn abek din : hôgen néb a gen̄dalc’hô bétég ann divéz, hen-nez a vézô salvet.

23. Hôgen pa heskinin̄d ac’hanoc’h enn eur géar, tec’hid enn eun all. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’hô pézô két peûr-c’hréat keriou Israel, na zeûi Mâb ann dén.

24. Ann diskibl né kéd uc’héloc’h égéd ar mestr, nâg ar mével uc’héloc’h égéd hé aotrou.

25. A-walc’h eo d’ann diskibl beza ével hé vestr, ha d’ar mével béza ével hé aotrou. Mar hô deûz galvet penn ann tiégez Belzébud ; ken̄t-sé ha na rain̄t ked ivé hé vévellou ?

26. N’hô pézet két ’ta a aoun ra-z-hô. Rak n’eûz nétrâ a c’hôlôet, ha na vézô dizôlôet ; ha nétrâ a guzet na vézô gwézet.

27. Livirid er goulou ar péz a lavarann d’é-hoc’h enn amc’houlou : ha prézégit war ann tôennou, ar péz a glevid enn hô skouarn.

28. Ha n’hô pézet kéd a aoun râg ar ré a lâz ar c’horf, ha na hell két laza ann éné : hôgen hô pézet ken̄t aoun râg ann hini a hell kolla hag ann éné hag ar c’horf enn ifern.

29. Ha na werzeur kéd daou c’holvan eur gwennek : hag unan anézhô na gouéz két d’ann douar héb ioul hô tâd ?

30. Hôgen bleô hô penn a zô nivéred holl.

31. N’hô pézet két ’ta a aoun : muioc’h é talit égét kalz a c’holvaned.

32. Piou-bennâg éta a an̄savô ac’hanoun dirâg ann dûd, ec’h an̄savinn ivé anézhan̄ dirâk va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.

33. Hôgen piou-bennâg a zinac’hô ac’hanoun dirâg ann dûd, é tinac’hinn ivé anézhan̄ dirak va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.

34. Na vennit kéd é venn deûed da zigâs ar péoc’h war ann douar : n’ounn kéd deûd da zigas ar péoc’h hôgen da zigâs ar c’hlézé.

35. Râk deûd ounn da ranna ann dén diouc’h hé dâd, hag ar verc’h