Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
aviel san̄tel jézuz-krist


VI. PENNAD.


1. Na varnit két, évit na viot két barnet.

2. Râk diouc’h m’hô pézô barnet, é vioc’h barnet : ha diouc’h m’hô pezô men̄tet, é vioc’h men̄tet :

3. Pérâg é wélez-té eur blouzen é lagad da vreûr, ha na wélez-té kéd eunn treûst enn da hini ?

4. Pé pénaoz é lévérez-té d’as preûr : Va lez da denna eur blouzen eûz da lagad, té péhini éc’h eûz eunn treust enn da hini ?

5. Pilpouz, tenn da-gen̄ta ann treûst eûz da lagad, ha neuzé é wéli pénaoz é helli tenna ar blouzen eûz a lagad da vreûr.

6. Na rôit kéd ann traou san̄tel d’ar châs, ha na daolit kéd ar perlez dirâg ar moc’h ; gan̄d aoun n’hô flastren̄d dindân hô zreid, ha na zistrôjen̄d ouz- hoc’h évid hô tiskolpa.

7. Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h : klaskit, hag é kéfot : stokit, hag é vézô digored d’é-hoc’h.

8. Râk néb a c’houlenn, a véz rôed d’ézhan̄ : néb a glask, a gâv : ha da néb a stok é vézô digoret.

9. Nag éz eûz hini ac’hanoc’h, ma choulenfé hé vâb bara digan̄t-han̄, a rôjé d’ézhan̄ eur méan ?

10. Pé ma c’houlenfé eur pésk, hag eunn aer a rôjé-hen̄ d’ézhan̄ ?

11. Mar gouzoc’h éta, ha c’houi drouk, rei traou mâd d’hô pugalé : gan̄t péger braz préder hô Tâd péhini a zô enn én̄vou na rôi-hén̄ két traou mâd d’ar ré a c’houlenn digan̄t-han̄ ?

12. Grîd éta d’ann dûd ar péz a garrac’h a raen̄d d’é-hoc’h. Rag énô ema al lézen hag ar Broféded.

13. Id dré ann ôr en̄k ; râk lédan eo ann ôr, hag éc’hon eo ann hen̄d a gâs d’ar gollidigez, ha kalz a dûd a drémen dré énô.

14. Nâg eo en̄k ann ôr, nâg eo striz ann hen̄d a gâs d’ar vuez : nâg éz eûz nébeûd a dûd hag a drémen dré énô !

15. En em virid oud ar fals Broféded, péré a zeû d’hô kavout gôlôet gan̄t krec’hin dén̄ved : ha péré né d-in̄t enn diabars némét bleizi skrapuz.

16. Hô anaoud a reod dioud hô frouez. Ha kutuḻa a helleur rézin war spern, pé fiez war zréz ?

17. Ével-sé pép gwézen vâd a rô frôuez mâd ; ha pép gwézen fall a rô frouez fall.

18. Eur wézen vâd na hell két rei frouez fall : hag eur wézen fall na hell két rei frouez mâd.

19. Pép gwézen ha na rô kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het, ha taoled enn tân.

20. Hô anaoud a réod éta dioud hô frouez.

21. Kémen̄d hini a lavar d’in : Aotrou, Aotrou, n’az ai kéd é rouan̄télez ann én̄vou : hôgen ann hini a ra ioul va Zâd, péhini a zô enn én̄vou, hennez a iélô é rouan̄télez ann én̄vou.

22. Meûr a hini a lavarô d’in enn deiz-zé : Aotrou, Aotrou, ha n’hon eûz-ni kéd diouganed enn da hanô ? Ha n’hon euz-ni két kaset-kuîd ann diaouled enn da hanô ? Ha n’hon eûz-ni két gréat kalz a vurzudou enn da hanô ?

23. Ha neûzé é livirinn d’ézhô : Biskoaz n’em eûz hoc’h anavézet : tec’hid diouz-in, tûd disléal.

24. Piou-bennâg éta a glev ar geriou-man̄ d’in, hag a ra diout-hô, a vézô hévélébékéed oud eunn dén fûr, péhini en deûz saved hé dî war ar méan.

25. Hag ar glaô a zo kouézet, hag ar steriou a zô dic’hlannet, hag ann avel en deûz c’houézet, hag en em voun̄tet war ann tî-zé, ha n’eo két kouézet, dré ma’z oa saved war ar méan.

26. Hôgen piou-bennâg a glev ar geriou-man̄ d’in, ha na ra kéd diout-hô, a vézô hén̄vel oud eunn dén foll, péhini en deûz saved hé dî war ann tréaz :

27. Hag ar glaô a zô kouézet, hag ar steriou a zô dic’hlannet, hag ann avel en deûz c’houézet, hag en em voun̄tet war ann tî-zé, hag eo bed diskaret, ha brâz eo béd hé zisman̄t.

28. Ha pa en dévoé Jézuz peûr-lavared ar geriou-zé, ann dûd a ioa souézet gan̄d hé gélenn.

29. Râk hô deski a réa ével ann hini