Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360
eil levr ar vakabéed.

Holl-c’halloudek, gan̄t kémen̄d a rôgen̄tez hag a herder,

33. É c’hourc’hémennaz ma vijé ivé trouc’het a dammouigou téôd ar fallagr Nikanor, ha ma vijé rôet d’ann evned ; ha ma vijé lékéat dourn ann dén diboell-zé a-zispiḻ é-tâl ann templ.

34. Holl é vennigchon̄t Aotrou ann én̄v, ô lâvarout : Benniget ra vézô ann hini en deûz miret dizaotr hé dempl.

35. Penn Nikanor a lékéaz é lein ar c’hré, évit ma vijé da arouéz anat eûz a skoazel Doué.

36. Eul lézen a oé gréat gan̄t grâd-vâd ann holl, évit na vijé két tréménet ann deiz-zé hép lîd ;

37. Hôgen ma vijé lidet enn trizékved eûz ar mîz hanvet Adar é iéz ar Siria, derc’hen̄t deiz Mardokéus.

38. Chétu éta divez Nikanor, goudé marô péhini ann Hébréed a berc’hennaz ar géar zan̄tel. Ha dré-zé é rôinn penn ivé d’am danével.

39. Mar d-eo mâd, hag ével ma téré oud ann histor, eo ével ma karann : hôgen ma né két delliduz a-walc’h, war-n-oun eo é tléeur hé deûrel.

40. Râg ével na gaveur két mâd éva bépréd gwîn, pé éva bépréd dour, hôgen ma kaveur gwelloc’h éva eûz anézhô péb eil trô : ével-se eul lavar na vijé két hétuz da eul lenner, ma vijé bépréd reiz. Aman̄ éta é vézô va feûr-brézeg.




DIVEZ.