Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
ar vakabéed.

d’ézho enn hévéleb amzer trubardérez ar brôadou, ha terrdigez hô léou.

11. Pép-hini anézhô a armaz, nann gan̄t tirennou ha darédou, hôgen gan̄t lavariou mâd, ha gan̄t erbédennou ; hag é rôaz da anaout d’ézhô eur wélédigez kréduz en doa bét enn huvré, hag hô laouénaaz holl.

12. Ha chétu ar wélédigez-zé : Hén̄ a venné d’ézhan̄ ma wélé Onias, péhini a oa bét bélek-brâz, dén mâd ha kûn̄, poellek enn hé zell, ha poellek enn hé vuézégez, dudiuz enn hé lavar, douget d’ar furnez adaleg hé vugaléac’h, péhini a astenné hé zaouarn, hag a bédé évid holl bobl ar Iuzevien :

13. Ha ma wélaz goudé-zé eunn dén all, énoruz gan̄d hé oad ha gan̄d hé c’hloar, ha war hé drô eur meûrded brâz :

14. Ha pénaoz Onias a lavaraz : Hé-man̄ eo miñoun hé vreûdeûr ha pobl Israel ; hé-man̄ eo Jérémias profed Doué, péhini a béd kalz évid ar bobl-zé, hag évid ann holl géar zan̄tel :

15. Pénaoz en doa Jérémias astennet hé zourn, hag en doa rôet da Judas eur c’hlézé aour, ô lavarout :

16. Kémer ar c’hlézé san̄tel-man̄ ével eur rô digan̄t Doué, gan̄t péhini é tiskari énébourien va fobl a Israel.

17. Ken̄traouet éta gan̄t lavariou Judas, péré a oa mâd évit sevel ann ners, hag évid tomma kaloun ann dûd-iaouan̄k, é kémerchon̄t ann dézô da stourmi ha da vrézélékaat stard, évit ma teûjé hô ners da rei penn d’ar brézel ; ô véza ma oa ar géar zan̄tel hag ann templ enn eur gwall brâz.

18. Râk distéroc’h é oa hô en̄krez évid hô gragez hag hô bugalé, hag hô breûdeûr, hag hô c’héren̄t ; hôgen hô c’hen̄ta hag hô brasa préder a oa évit san̄télez ann templ.

19. Ar ré a choumé er géar a oa ivé néc’het-brâz enn abek d’ar ré a dlié mon̄d d’ann emgann.

20. Ha pa édo ann holl war c’héd eûz ar péz a hellé da c’hoarvézout, ma édo ann énébourien dira-z-hô, ann armé daré da stourmi, ann olifan̄ted hag ar varc’heien ren̄ket el léac’h déréata,

21. Makabéus oc’h arvesti al lôd brâz a dûd a zeûé d’hé diarbenna, ar skéd eûz a gémen̄t a armou dishen̄ve], ha fervder al loéned, a astennaz hé zaouarn étrézég ann én̄v, hag a bédaz ann Aotrou, péhini a râ burzudou, péhini a rô ar gounid d’ar ré zellézéka, nann diouc’h galloud ann armou, hôgen ével ma kar.

22. Ével-henn éta é lavaraz enn hé bédenn : Té eo, Aotrou, éc’h eûz kaset da éal dindân Ézékias roué Juda, hag éc’h eûz lazet pemp mil ha naô-ugen̄t mil dén eûz a armé Sennachérib.

23. Kâs ivé éta bréma enn hor raok da éal mâd, ô Aotrou ann én̄vou, évit ma tiskouézo ar spoun̄t hag ar zaouzan eûz a ners da vréac’h.

24. Évit ma vézô spoun̄tet ar ré a zeû gan̄t gwall gomsiou da stourmi oud da hanô san̄tel. Ével-sé é peûr-bédaz.

25. Koulskoudé Nikanor hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a dôstéé diouc’h son ar c’horniou ha trouz ar c’hanaouennou.

26. Hôgen Judas hag ar ré a oa gan̄t-han̄, goudé béza galvet skoazel Doué, a stourmé gan̄d hô fédennou.

27. Enn eur stourmi gan̄d hô dourn, é péden̄t ann Aotrou enn hô c’haloun ; hag é lazchon̄t pemp mil dén ha trégon̄t, leûn a lévénez eûz a vézan̄s Doué.

28. Pa oé éhanet ann emgann, ha pa zistrôen̄t gan̄t lévénez, éc’h anavézchon̄t pénaoz Nikanor a oa kouézet marô dindân hé armou.

29. Neûzé gan̄d eur garm brâz, hag é-kreiz kemmesk ar mouésiou, é veûlchon̄t ann Aotrou Holl-c’halloudek é iéz hô brô.

30. Judas péhini a oa daré bépréd a gorf hag a spéred da rei hé vuez évid hé genvrôiz, a c’hourc’hémennaz ma vijé trouc’het penn Nikanor, hag hé zourn gan̄d hé skoaz, ha ma vijen̄t kaset da Jéruzalem.

31. Pa oé deûet dî, é strollaz war-harz ann aoter hé genvrôiz hag ar véleien, hag é c’halvaz ivé ar ré a oa er c’hré.

32. Ha goudé béza diskouézet d’ézhô penn Nikanor, hag ar gwall zourn en doa astennet a-énep tî san̄tel Doué