Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
levr ar profed isaias.

hô-unan, hag enn eil vloaz en em vag gan̄t frouez ; hôgen enn trédé bloaz, hadit, ha médit, ha plantit gwiniennou, ha debrit ar frouez anézhô.

31. Hag ar pez a vézô tec’het ha choumet euz a dî Juda, a daolô hé c’hrisiou d’ann-traoun̄, hag a rôi hé frouez ouc’h-kréac’h.

32. Râk lôd a dec’hô eûz a Jéruzalem, ha lôd all a vézô dieûbet eûz a Zion ; oaz Aotrou ann arméou eo a rai kemen̄t-sé.

33. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou diwar-benn roué ann Assiried : N’az ai két er géar-zé, ha na daolô két hé zaésiou out-hi ; na stourmô két out-hi gan̄d ann diren, ha na rai két a gleûsiou war hé zrô.

34. Dré ann hen̄t dré béhini eo deûet é tistrôi, ha n’az ai két er géar-zé, émé ann Aotrou.

35. Gwarézi a rinn ar géar-zé, hag é tieûbinn anézhi enn-abek d’in, hag enn-abek da Zavid, va zervicher.

36. Neûzé éal ann Aotrou a iéaz er-méaz, hag a skôaz war bemp mii dén ha naô-ugen̄t é kamp ann Assiried. Hag ar ré a zavaz min̄tin-mâd a wélaz ar c’horfou-marô.

37. Goudé-zé Sennachérib a zilec’haz, a iéaz-kuit hag a zistrôaz war hé giz ; hag hén̄ a choumaz é Niniva.

38. Hag é c’hoarvézaz pénaoz pa édô oc’h azeûli é templ Nesroc’h, hé Zoué, Adramélec’h ha Sarasar, hé vipien, a lazaz anézhan̄ gan̄d hô c’hlézéier ; hag hî a dec’haz étrezé brô Ararat. Hag Asarhaddon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XXXVIII. PENNAD.


Klén̄ved Ézéc’hias. Hé ganaouen.


1. Enn deisiou-zé Ézéc’hias a oé klan̄v ha daré da vervel ; hag Isaias ar profed, mâb Amos, a iéaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Laka reiz enn da dî, râk té a varvô, ha na vévi mui.

2. Hag Ézéc’hias a drôaz hé zaoulagad oud ar vôger, hag a bédaz ann Aotrou,

3. O lavarout : Az pez koun, Aotrou, mé az péd, pénaoz em eûz kerzet dira-z-od er wirionez, ha gan̄d eur galoun c’houék, ha pénaoz em eûz gréat kémen̄d a zô mâd dirâk da zaoulagad. Hag Ézéc’hias a skuḻaz daélou druz.

4. Hag ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, ô lavarout :

5. Kéa, ha lavar da Ézéc’hias : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David da dâd : Klévet em eûz da béden, ha gwélet em eûz da zaélou : pemzék vloaz a likiinn c’hoaz war da zeisiou.

6. Da denna a rinn eûz a zaouarn roué ann Assiried ; dieûbi a rinn ivé ar géar-zé, hag é warézinn anézhi.

7. Hôgen hou-man̄ eo ann arouéz a rô ann Aotrou d’id pénaoz é sévénô ar gér en deûz rôet d’id.

8. Lakaad a rinn skeûd ann héol, péhini a zô diskennet eûz a zék daez war gadran Ac’haz, da zistrei kémen̄d all war hé gîz. Hag ann héol a biñaz a-névez eûz a zék daez dré béré é oa diskennet.

9. Skrîd Ézéc’hias, roué Juda, goudé ma oa bét klan̄v, ha ma oa bet paréet eûz hé glen̄ved.

10. Lavaret em eûz : É-kreiz va deisiou éz ann étrézé dôriou ar béz : klasket em euz dilerc’h va bloavésiou.

11. Lavaret em eûz : Na wélinn két ann Aotrou Doué é douar ar ré véô. Na wélinn mui dén é-touez ar ré a choum er béd.

12. Va choumadur a zô éat ébiou ; rodellet eo a zira-z-oun ével telt eur mesaer. Trouc’het eo va buez ével neûd ar gwiader ; pa édô c’hoaz enn hé dérou, eo bét trouc’het ; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.

13. Bétég ar min̄tin é c’hédenn ; râg ével eul léon en deûz brévet va holl eskern ; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.

14. Ével ar wennélien vihan é c’harminn, ével ar goulm éc’h hirvoudinn : skuizet eo bét va daoulagad ô sellout ouc’h-kréac’h. Aotrou, gwall c’hlac’haret ounn, respoun̄t évid-oun.

15. Pétrâ a livirinn-mé, pé pétrâ a