Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/357

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355
ar vakabéed.

eo éta pédi évid ar ré-varô, évit ma vézin̄t dieûbet eûz hô féc’héjou.


————


XIII. PENNAD.


Judas goudé béza tréménet tri dervez er iuniou hag er pédennou, a drec’h Antiokus Eupator.


1. Er bloaz naô ha seiz-ugen̄t, Judas a glevaz pénaoz Antiokus Eupator a zeûe gan̄d eunn armé vrâz a-éneb ar Judéa,

2. Ha gan̄t-han̄ Lisias réner ha mérer ar rouan̄télez ; ha pénaoz en doa gan̄t-han̄ dék mil dén ha kan̄t mil war droad, ha pemp mil dén war varc’h, ha daou olifan̄t war-n-ugen̄t, ha tri c’han̄t karr gan̄t filc’hier.

3. Ménélaus en em veskaz ivé gan̄t-hô : hag hen̄ a bédé Antiokus gan̄d eunn touellérez brâz, nann évid dieûb hé vrô, hôgen gan̄d ar géd ma vijé rôet d’ézhan̄ ar brin̄sélez.

4. Hôgen roué ar rouéed a lékéaz da zével kaloun Antiokus a-éneb ar fallagr : ha Lisias ô véza lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa hen-nez ann abek eûz ann holl zrougou, é c’hourc’hémennaz (ével ma eo ar c’hîz enn hô zouez) ma vijé kroget enn-hañ, ha ma vijé lazet enn hévélep léac’h.

5. Hôgen el léac’h-zé éz oa eunn tour eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, enn-drô da béhini éz oa eur bern brâz a ludu, ha na wéled anézhi néméd eunn torrod.

6. Gourc’hémenni a réaz ma vijé taolet ac’hanô ar fallagr el ludu ; hag ann holl a rôaz hô aotré d’hé varô.

7. Hervez al lézen-zé é varvaz Ménélaus, péhini en doa torret al lézen ; ha na oé két lékéat hé gorf enn douar.

8. Ha reiz-brâz é oa kémen̄t-sé : râg ével m’en doa gréat kalz gwallou a-eneb aoter Doué, tân ha ludu péhini a oa san̄tel, é oé barnet da vervel el ludu.

9. Koulskoudé ar roué a zeûé leûn a frouden, gan̄d ann dézô da véza c’hoaz gwasoc’h égéd hé dâd é-kén̄ver ar Iuzevien,

10. Pa glevaz Judas kémen̄t-sé, é c’hourc’hémennaz d’ar bobl pédi ann Aotrou nôz deiz, évit ma skoazelché anézhô, ével m’en doa gréat bépréd :

11. Gan̄d ann aoun hô doa da golla hô lézen, hô brô, hag hé dempl san̄tel : ha na lezché két hé bobl, péhini a arzaôé a-véac’h a nevez a oa, da gouéza adarré dindân galloud ar broadou a villigé hé hanô san̄tel.

12. Goudé m’hô doé gréat kévret kémen̄t-sé : m’hô doé goulennet trugarez digan̄d ann Aotrou, gan̄d daérou ha gan̄t iuniou, oc’h en em zerc’hel stouet a-héd tri dervez, Judas a erbédaz anézhô d’en em aoza.

13. Derc’hel a réaz kuzul gan̄d ann hénaoured, hag é vennaz pénaoz, abarz ma teujé ar roué gan̄t hé armé er Judéa, ha ma kémerché kéar, éz ajé d’hé ziarbenna, hag é lezché da varn ann Aotrou ann darvoud eûz ar géfridi.

14. O lakaad éta pép-tra é galloud Doué, krouer ar béd, ha goudé béza erbédet hé dûd da stourmi a galoun ha bétég ar marô, évid hô lézennou, hô zempl, hô c’héar, hô brô, hag hô brôiz, é tiazézaz hé armé war-harz Modin.

15. Hag ô véza rôet da arouez d’hé dûd tréac’h Doué, ha kéméret gan̄t-han̄ ann dud-iaouan̄k ar ré galounéka, é tilammaz a-zoug ann nôz war bann ar roué, hag é lazaz enn hé gamp pevar mil dén, hag ann darn-vuia eûz ann olifan̄ted, hag ar ré a oa war-n-ézhô.

16. Goudé béza leûniet a spoun̄t hag a zaouzan kamp ann énébourien, goudé eunn darvoud ker mad, éz éjon̄t-kuît.

17. Kémen̄t sé a c’hoarvézaz diouc’h goulou-deiz, gan̄t gwarez ha skoazel ann Aotrou.

18. Hôgen ar roué péhini en doa bét ann tan̄va eûz a herder ar Iuzevien, a glaské ann doaré da drec’hi dré ijin harzou al lec’hiou.

19. Diazéza a réaz hé gamp dirâk Betsura a oa unan eûz a geriou kré ar Iuzevien : hôgen hé dûd a oé bannet, a oé diskaret, a oé dislébéret.

20. Koulskoudé Judas a gasé d’ar