Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
eil levr

névellet d’ar roué kémen̄d em boa da ziskleria d’ézhan̄, en deûz aotréet ar péz a hellé da ôber diouc’h hé géfridiou.

19. Mar mirit éta ar féalded enn hô kéfridiou, é poelladinn da zigas pép-trâ da vad d’é-hoc’h.

20. É-kén̄ver ann traou all, em eûz karget ar ré hoc’h eûz kaset d’in, hag ar ré a gasann d’é-hoc’h, da komza kévret gan-é-hoc’h.

21. Iéc’hed mâd d’é-hoc’h. Er bloaz eiz ha seiz-ugen̄t, er pevaré deiz war-n-ugen̄t eûz a viz Dioskor.

22. Ha lizer ar roué a oa skrivet enn doaré-man̄ : ar roué Antiokus da Lisias hé vreûr, salud.

23. Hon tâd ô véza bét dizouget é-touez ann doueed, ha nî ô fellout d’é-omp ma vévô digéflusk ar ré a zô enn hor rouan̄télez, évit digas hô holl bréder war hô c’héfridiou,

24. Hon eûz klevet penaoz ar Iuzevien n’hô deûz két aotréet ar c’hoan̄t en doa va zâd d’hô lakaad da heûlia lidou ar C’hrésied, hôgen ma eo bét fellet d’ézho derc’hel d’hô c’hisiou, ha dré-zé ma c’houlennon̄t béva diouc’h hô lézennou.

25. O felloud éta ma vévô ar bobl-zé é péoc’h ével ar ré all, hon eûz mennet pénaoz é vézô asrôet dézhô hô zempl, évit ma vévin̄t diouc’h lézennou hô zadou.

26. Ervâd é rî éta, mar kasez étrézég enn-hô, ha ma rôez ann dourn d’ézhô ; évit, pa anavézin̄t va ioul, ma en em galounékain̄t, ha ma lakain̄t hô fréder enn hô c’héfridiou hô-unan.

27. Hag al lizer a skrivaz ar roué d’ar Iuzevien a oa ével-henn : Ar roué Antiokus da hénaouriez ar Iuzevien, ha d’ar Iuzevien all, salud.

28. Mar d-oc’h iac’h, émoc’h ével ma c’hoan̄taomp : ha nî ivé a zô iac’h.

29. Ménélaus en deûz rôet da anaout d’é-omp pénaoz hô poa c’hoan̄t da ziskenni da wélout hô tûd a zô gan-é-omp.

30. Rei a réomp éta eunn trémen-hen̄t évid ar ré a fellô d’ézhô don̄t bétég ann trégon̄tvez deiz eûz a vîz Ksantik.

31. Aotréa a réomp ma tebrô ar Iuzevien eûz hô c’higou, ha ma vévin̄t hervez hô lézennou ével ken̄t : ha na vézô kastizet hini anézhô é nép doaré évid ar gwallou a zô bét gréat dré ziwiziégez.

32. Kaset hon eûz ivé Ménélaus, évit ma komzô gan-é-hoc’h.

33. Iéc’hed d’é-hoc’h. Er bloas eiz ha seiz-ugen̄t, er pemzekved deiz eûz a vîz Ksan̄tik.

34. Ar Romaned a gasaz ivé eul lizer skrivet enn doaré-man̄ : Kuin̄tus Memmius ha Titus Manilius, kannaded ar Romaned, da bobl ar Iuzevien, salud.

35. Aotréa a réomp d’é-hoc’h ann hévélep traou en deûz aotréet d’é-hoc’h Lisias kâr d’a roué.

36. É-kén̄ver ar ré en deûz mennet a oa mâd da lakaad dirâk daoulagad ar roué, digasit eur ré hép-dalé, goudé béza en em guzuliet étré-z-hoc’h, évit ma kemennimp ar péz a vézô ar gwella évid-hoc’h : rak da Antiokia éz eomp.

37. Râk-sé hastit skriva d’é-omp, évit ma wézimp petrâ a c’hoan̄tait.

38. Iéc’hed mâd d’é-hoc’h. Er bloaz eiz ha seiz-ugen̄t, er pemzékved deiz eûz a viz Ksantik.


————


XII. PENNAD.


Judas a gâs kalz a arc’han̄t da Jéruzalem évit kenniga sakrifisou évid ar ré-varô.


1. Goudé ma oé gréat ar gévrédigez-zé, Lisias a zistrôaz étrézég ar roué, hag ar Iuzevien en em rôaz da labourat ann douar.

2. Hôgen ar ré a oa choumet er vrô, Timotéus, hag Apollonius mâb Gennéus, hag ivé Hiéronimus, ha Démofon, ha Nikanor rénerien ar Sipria, n’hô lezé két da véva é péoc’h hag enn éhan.

3. Hôgen tûd Joppé a réaz neûzé eunn trubardérez brâz : pédi a réjon̄t ar Iuzevien gan̄t péré é choumen̄t, da biña, gan̄d hô gragez hag hô bugalé, war vagou hô doa aozet, ével pa na vijé kasoni ébéd étré-z-hô,