Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
eil levr

é venné d’ézhan̄ é hellché en em ven̄ji war ar Iuzevien eûz ar vézégez en doa bét pa oé lékéat da dec’hi : râk-sé é c’hourc’hémennaz lakaad hé garr da von̄t buan ha da ôber hen̄t héb éhana, ô véza heskinet hé-unan gan̄t barn ann én̄v, dré m’en doa lavaret gan̄t balc’hder pénaoz éz ajé da Jéruzalem, hag é rajé anézhi béz ar Iuzevien.

5. Hôgen ann Aotrou Doué Israel péhini a wél pép-trâ, a lékéaz da zével enn-han̄ eur gouli dibaréuz ha diwéluz. Râk kerken̄t ha m’en doé éhanet da gomza, eur gwall boan a grogaz enn hé vouzellou, ha gwen̄trou brâz a vourréviaz anézhan̄.

6. Gan̄t kalz a reizded é oé, pa en doa hé-unan diroget bouzellou ar ré all, gan̄t kalz a c’hloasiou nevez, ha n’én doa két abaoé dilézet hé zrougiez é nép doaré.

7. Enn-énep, leun a va1c’hder, hag ô tana enn hé galoun oud ar Iuzevien, é c’hourc’hémennaz ma vijé c’hoaz hastet hé ergerz : hôgen p’az éa ken téar, é kouézaz eûz hé garr, hag hé gorf a oé brévet, hag hé izili a oé blon̄set holl.

8. Ével-sé ann hini a oa bét savet gan̄d hé valc’hder dreist ann dén, hag a venné d’ézhan̄ é hellché gourc’hémenni da goummou ar môr, ha poéza enn eur valan̄s ar ménésiou ar ré huéla, vuéléet bréma bétég ann douar, a oa douget war eur gador, ô testénia anat galloud Doué enn-han̄ hé-unan :

9. Kon̄tron a zirédé eûz a gorf ar fallagr, hag enn eur véva é-kreiz ar gloasiou-zé, hé gig a gouézé a dammou, gan̄d eur c’houés kér fleriuz, ha na hellé két hé armé hé gouzan̄vi :

10. Hag ann hini péhini nébeûd araog a venné d’ézhan̄ pénaoz é hellché tizout bété stéréd ann én̄v, na hellé mui dén hé zougen, enn abek d’ar fléar a zeûé anézhan̄.

11. Déraoui a réaz éta a-neûzé en em vuéla eûz hé valc’hder, hag en em anaoud hé-unan, ô véza kélennet gan̄d ar gouli a oa deûet d’ézhan̄ eûz ann én̄v, ha gan̄d hé c’hloasiou a greské bépréd.

12. Ével-sé pa na hellé mui hé unan gouzan̄vi ar fléar a zeûé anézhan̄, é lavaraz : Reiz eo ma toujô pép-hini da Zoué, ha na zeûi két ann dén marvuz d’en em geida ouc’h Doué peûr-baduz.

13. Hôgen ar gwall zén-zé a bédé ann Aotrou, péhini na dlié két kaout truez out-han̄.

14. Hag ann hini péhini nébeûd araog en em hasté da von̄d da Jéruzalem évid hé divarra, hag ôber anézhi eur béz a gorfiou berniet ann eil war égilé, a c’hoan̄téé neûzé hé lakaad da véza dieûb.

15. Hag ar Iuzevien-zé péré a venné dizellézek da véza lékéat é bésiou, hag en doa lavaret da rei é preiz d’ann évned ha d’al loéned ferô, ha da véza dispennet bétég ar bihana, a fellé d’ézhan̄ neûzé hévélébékaad oud ann Aténésiad.

16. En em wéstla a réaz ivé da gaéraat gan̄t rôou talvouduz ann templ san̄tel en doa preizet ken̄t, ha da greski ann niver eûz al listri sakr, ha da géméroud war hé lévé mizou ar sakrifisou :

17. Hag ouc’h-penn-zé d’en em ôber Iuzéô, ha da beûr-rédeg ann douar holl, évid embanna galloud Doué.

18. Hôgen ével na éhané két hé c’hloasiou, râk barn reiz Doué a oa kouézet war-n-ézhan̄, é kollaz pép géd, hag é skrivaz ével-henn d’ar Iuzevien eul lizer é doaré eur béden vuel :

19. D’ar Iuzevien hé dud vâd, salud, ha iéc’hed, hag eûr-vâd, digan̄d ar roué ha prin̄s An̄tiokus.

20. Mar d-oc’h iac’h, c’houi hag hô pugale, ha mar d-éma ann doaré gan-é-hoc’h ével ma c’hoan̄tait, é trugarékaomp kaer ann Aotrou.

21. O véza bréma kôuézet er fillidigez, hag ô kaout koun ac’hanoc’h gan̄d madélez, eur gwall glén̄ved ô véza kroget enn-oun pa zistrôenn eûz ar Bersia, em eûz kavet é oa réd sellout gan̄t préder holl géfridiou va rouan̄télez.

22. Né két é tic’hédchenn diwar-benn va iéc’hed ; enn-énep fisian̄s brâz em eûz éz ai-kuît va c’hlén̄ved.

23. Hôgen oc’h arvesti pénaoz va