Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
levr ar profed isaias.

râk klévet en dôa pénaoz é oa éat-kuît eûz a Lac’his.

9. Hag hén̄ a glévaz pénaoz Taraka, roué Étiopia, a oa eo em lékéat enn hen̄t évit stourmi out-han̄ ; pa glévaz kémen̄t-sé, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout :

10. Chétu pétrâ a leverrot da Ézéc’hias, roué Juda : Na douellet két ac’hanod da Zoué, é péhini é lékéez da fisian̄s, na lavar két : Na gouézô két Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.

11. Chétu té éc’h eûz klévet pétrâ hô deûz gréat rouéed ann Assiried d’ann holl vrôiou hô deûz dispennet ; ha té a helfé béza dieûbet ?

12. Douéed ar brôadou hag hî hô deûz dieûbet ar boblou a zô bét dispennet gan̄t va zadou, Gozam, hag Haram, ha Résef, ha mipien Éden, péré a oa é Talassar ?

13. Péléac’h éma roué Émat, ha roué Arfad, ha roué kéar Séfarvaim, Ana hag Ava ?

14. Hag Ézéc’hias a géméraz al lizer eûz a zourn ar gannaded, hag hé lennaz ; hag hén̄ a biñaz da dî ann Aotrou, hag a astennaz anézhi dirâg ann Aotrou.

15. Hag Ézéchiaza bédaz ann Aotrou, ô lavarout :

16. Aotrou ann arméou, Doué Israel, té péhini a zô azézet war ar Gérubined ; té hép-kén eo Doué holl rouan̄télésiou ann douar ; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar.

17. Dinaou, Aotrou, da skouarn, ha sélaou : digor, Aotrou, da zaoulagad, ha gwél, ha sélaou ann holl c’hériou en deûz digaset Sennachérib évid drouk-prézégi oud ann Doué béô.

18. Gwir eo, Aotrou, pénaoz rouéed ann Assiried hô deûz gwastet ar boblou hag hô douarou,

19. Ha ma hô deûz taolet hô douéed enn tân ; râk né oan̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, koat ha méan ; hag hî hô deûz hô brévet.

20. Bréma éta, Aotrou, hon Doué, dieûb ac’hanomp eûz hé zourn, évit ma anavézô holl rouan̄télésiou ann douar, pénaoz n’eûz Aotrou all é-béd néméd-od.

21. Neûzé Isaias, mab Amos a gasaz étrézég Ézéc’hias, évit lavaroud d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : O véza ma éc’h euz pédet ac’hanoun diwar-benn Sennachérib, roué ann Assiried ;

22. Chétu aman̄ ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hé benn : Ar werc’hez merc’h Sion é deûz va zisprizet ha da c’hoapéet ; merc’h Jéruzalem é deûz héjet hé fenn adré d’id.

23. Piou éc’h eûs-té goapéet ? Out piou éc’h eûs-té drouk-prézéget ? A-énep piou éc’h eûs-té savet da vouéz, ha savet da zaoulagad balc’h ? A-énep san̄t Israel.

24. Dré zourn da zervicherien éc’h eûz goapéet ann Aotrou, hag éc’h eûz lavaret : Gan̄d al lôd brâz eûz va c’hirri ounn piñet war lein ar ménésiou, war gribel al Liban ; trouc’het em eûz hé wéz-sedr uc’hel, hag hé wéz-sapr kaer ; éad ounn bétég ar penn uc’héla eûz hé gribel, ha koajou hé vésiou strujuz.

25. Kleûzet em eûz, hag em eûz évet dour, hag em eûz dizec’het gan̄t roudou va zreid ann holl c’houériou dalc’het gan̄t saviou-douar.

26. Ha n’éc’h eûs-té két klévet pénaoz eo mé em eûz gréat ann traou-zé pell-zô ? Aozet in̄t bét gan-én̄ enn deisiou kôz ; ha bréma hô c’hasann da benn, ô tiskara ar c’hrec’hiennou a stourm ann eil oud ébén, hag ar c’hériou-kré.

27. Tûd ar c’hériou-zé a zô bét spoun̄tet ha mézékéet, ével pa ven̄t bét dizourn ; deûet in̄t ével ar founn a lékéeur war ar parkou, ével ar géot-peûri, hag ével al louzou a zâv war ann toennou, péhini a zec’h abarz ma eo daré.

28. Gwézet em eûz péléac’h é choumez, a béléac’h é teûez, ha péléac’h éz éez ; anavézet em eûz da frouden em énep.

29. Pa eo savet da frouden em énep, eo piñet da rogen̄tez bété va diskouarn ; lakaad a rinn éta eur minouer war da frî, hag eur wesken enn da c’hénou ; hag e kasinn ac’hanod dré ann hévéleb hen̄t dré béhini oud deûet.

30. Hôgen chétu ann arouéz d’id : Debr hevléné ann traou a zavô anézhô