Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343
ar vakabéed.

leûnder hô féc’hédou, pa vézô deûet deiz ar varn,

15. Ha na c’hortoz két ével-sé ma vézô savet hor péc’hédou bétég ar bâr, évid kastiza ac’hanomp.

16. Ével-sé na denn népréd hé drugarez diwar-n-omp : hôgen pa en̄krez hé bobl évid hé gastiza, na zilez két anézhan̄.

17. Goudé béza lavaret ar berr gomsiou-man̄ évit kélenna al lennerien, é teûomb bréma d’hon danével.

18. Éléazar unan eûz ar ré gen̄ta é-touez ar skribed, dén kôz-meurbed, kaer a zremm, a oa heskinet évid dibri kîk môc’h, hag é tigored d’ézhan̄ hé c’hénou dré ners.

19. Hôgen hén̄ ô kaout-gwell eur marô meûleûduz égéd eur vuez argarzuz, a iéa d’ar marô a-ioul-vâd.

20. Oc’h arvesti pétrâ a c’houzan̄vché enn darvoud-zé, hag oc’h en em gen̄derc’hel enn habaskded, é lékéaz enn hé benn na rajé nétrâ a-éneb al lézen évit miroud hé vuez.

21. Hôgen ar ré a oa enn-drô d’ézhan̄, ténéréet gan̄d eunn truez direiz, enn abek d’ar garan̄tez gôz hô doa évit-han̄, ô kémérout anézhan̄ a dû, hé bédaz da lézel digas kig a oa aotréet d’ézhan̄ dibri, évit ma vijé gréat vân en dévijé debret eûz a gîg ar sakrifiz, ével m’en doa gourc’hemennet ar roué,

22. Évit ma hellchen̄t enn doaré-zé hé zieûbi eûz ar marô : hag hi a ziskouézé ann hégaradded-zé enn hé géñver, enn abek d’ar garan̄tez gôz a gen̄dalchen̄t évit-han̄.

23. Hôgen hen̄ a zéraouaz arvesti dellid hé hir-hoal, ar meûrded a luc’hé enn hé vléô gwenn  ; ar vuez dinam en doa rénet adaleg hé vugalérez : hag é respoun̄taz râk-tâl, hervez kélennou al lézen zan̄tel rôet gan̄d Doué, pénaoz é oa gwell gan̄t-han̄ diskenni er béz.

24. Râk né két déréad enn oad hon eûz ôber ann neûz-zé, émé-z-han̄ ; gan̄d aoun na zeûjé kalz a dûd-iaouan̄k da venna pénaoz Éléazar d’ann oad a zék vloaz ha pévar-ugen̄t a vijé tréménet eûz a vuez ar Iuzevien, da vuez ann diavesidi :

25. Hag hî a vijé touellet hô-unan gan̄d ann neûz em bijé gréat, évit ken̄derc’hel eunn nébeûdig a vuez brein : hag ével-sé é tenchenn eunn namm war-n-oun : hag argarzidigez ann dûd war va c’hôzni.

26. Râg ha pa hellfenn enn amzer-man̄ en em zieûbi eûz a gastizou ann dûd, na hellinn bikenn tec’hout diouc’h dourn ann holl-c’halloudek, nag a-zoug va buez na goudé va marô.

27. Dré-zé ô kuitaad ar vuez gan̄t kaloun, en em ziskouézinn dellézek eûz va c’hôzni :

28. Hag é lézinn d’ann dûd-iaouan̄k eur skouér a ners, ô c’houzan̄vi gan̄t kaloun ha gan̄t lévénez eur marô énoruz évit kéélidigez hol lézennou san̄tel meûrbéd.

29. Ar ré a gasé anézhan̄, péré a oa bét ken hégarad ken̄t enn hé gén̄ver, a zeûaz enn eunn-taol leûn a frouden, enn abek d’ar geriou en doa lavaret, péré a daolen̄t war ar rogen̄tez.

30. Hôgen hen̄ pa oa brévet gan̄d ann taoliou, a c’harmaz, hag a lavaraz : Aotrou, té péhini éc’h eûz eur wiziégez zan̄tel, é c’houzoud anat pénaoz pa em eûz gellet en em zieûbi eûz ar marô, é c’houzan̄vann gloasiou brâz em c’horf ; hôgen pénaoz em éné hô c’houzan̄vann a galoun-vâd gan̄d ann doujan̄s ac’hanod.

31. Ével-sé é varvaz, ô lézel, nann hép-kén d’ann dûd-iaouan̄k, hôgen ivé d’hé holl vrôad eur skouér a ners hag a galoun é én̄vor eûz hé varô.


————


VII. PENNAD.


Merzérin̄ti ar seiz beûr Makabéad hag hô mamm.


1. C’hoarvézout a réaz ivé pénaoz é oé keméret seiz breûr hag hô mamm ; hag é fellaz d’ar roué hô rédia da zibri kik môc’h, a-éneb al lézen, ô skei gan̄t-hô gan̄t skourjézou ha gan̄t kalkennou éjenn.

2. Hôgen unan anézhô, péhini é ioa ann héna, a lavaraz ével-henn : Pétra a glaskez, ha pétrâ a fell d’id da zeski