Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339
ar vakabéed.

12. Râg her a-walc’h é oé évit sével eunn ti-skôl dindân ar c’hré hé-unan, ha lakaad ann dûd-iaouan̄k ar ré-wella é lec’hiou hudur.

13. Ha kémen̄t-sé na oé két eunn derou hép-kén, hôgen eur c’hrésk hag eunn inraok é buez ar Jen̄tiled hag ann diavésidi, dré wall zrougiez ar fallagr Jason, alouber ar vélégiez-vrâz.

14. Ar véieien hô-unan n’en em rôen̄t mui da gargou ann aoter ; hôgen é tisprizen̄t ann templ, hag ô tilézel ar sakrifisou, é réden̄t d’ar gourennou, d’ann arvestou direiz, ha da c’hoari ar méan-pâl.

15. Na zalchen̄t stâd é-béd eûz ar péz a oa énoret enn hô brô, ha na gaven̄t nétra gwell égét ar péz a oa kavet kaer é-touez ar C’hrésied.

16. Eur gendamouez gwalluz a zavé étré-z-hô diwar-benn kémen̄t-sé ; hérez hô doa out kisiou ar Jen̄tiled ; hag hî hô doa c’hoan̄t da véza hén̄vel é pép-trâ oud ar ré a oa bét ken̄t da énébourien brâz d’ézhô.

17. Na vézeûr két fallagr digastiz é-kén̄ver lézennou Doué : kémen̄t-sé a vézô gwélet skléar divézatoc’h.

18. Eur wéach pa lided é Tir ar c’hoariou a réeur bép pemp ploaz, hag ar roué ô véza éno,

19. Ar fallagr Jason a gasaz eûz a Jéruzalem tûd eûz ar ré falla ; évit kâs tri c’han̄t dramm arc’han̄t évit sakrifisou Herkules : hôgen ar ré a zougé anézhô a c’houlennaz na vijen̄t két lékéat évid ar sakrifisou-zé, ô véza né oa két déréad, hôgen ma vijen̄t dileûret évit mizou all.

29. Hôgen kenniget é oen̄t é sakrifiz da Herkules gan̄d ann hini en doa hô c’haset : koulskoudé enn abek d’ar ré hô doa hô c’haset, é oen̄t rôet évid ôber galéou.

21. Apollonius mâb Mnestéus ô véza bét kaset d’ann Éjipt, enn abek d’ar ré-vrâz eûz a léz ar roué Ptoléméus Filométor, pa en doé anavézet Antiokus pénaoz é oa bét pelléet a-grenn eûz a géfrédiou ar rouan̄télez, ô selloud oud hé c’hounid hé-unan, éz éaz-kuît ac’hanô, évid dont da Joppé, ha goudé-zé da Jéruzalem.

22. Gan̄t fougé é oé digéméret gan̄t Jason ha gan̄t tûd kéar : mon̄d a réaz ébarz diouc’h sklerder ar goulaouennou-koar, hag é-kreiz ar meûleûdiou : hag ac’hanô é tistrôaz gan̄d hé armé er Fénisia.

23. A benn trî bloaz goudé é kasaz Jason Ménélaus breûr Simon, a béhini eo bét komzet ken̄t, évit kâs arc’han̄t d’ar roué, hag évid digas hé respoun̄t diwar-benn kéfridiou delliduz.

21. Hôgen hé-man̄ a c’hounézaz grâd vâd ar roué, ô veûli meûrbéd hé c’halloud brâz ; hag é tidennaz war-n-ézhan̄ ar vélégiez-vrâz, ô rei tri-c’han̄t talan̄t arc’han̄t dreist ar péz en doa rôet Jason.

25. Goudé béza bét gourc’hémennou ar roué, é tistrôaz, hép ma oa enn-han̄ nétrâ a zellézuz eûz ar vélégiez : na zougé némét kaloun eunn alouber kriz, ha droug eul loen ferô.

26. Ével-sé Jason péhini en doa touellet hé vreûr, a oé ivé touellet hé-unan ; ha goudé béza bét kaset-kuit eûz hé vrô, en em dennaz é brô ann Ammonited.

27. Enn doaré-zé Ménélaus en doé ar vélégiez-vrâz : hogen na vennaz két kâs ann arc’han̄t d’ar roué, ével m’en doa hé lavaret, pétra-bennâg ma hen alié kaer Sostratus, péhini a c’hourc’hémenné ar c’hré.

28. (Râg hén̄ a oa da vérer war ann tellou) : râk-sé é oen̄t galvet hô daou étrézég ar roué.

29. Tennet é oé ar vélégiez-vrâz digan̄t Ménélaus, évid hé rei da Lisimakus : ha Sostratus a oé lékéat da réner war ar Sipried.

30. En̄dra ma c’hoarvézé kémen̄t-sé, tûd Tarsis ha Mallo a zispac’haz, ô véza ma oan̄t bét rôet é gôbr da Antiokidé serc’h ar roué.

31. Ar roué a zeûaz buan dî évid hô féoc’haat, goudé béza lézet da vérer Andronik unan eûz ar ré-vrâz eûz hé léz.

32. Hôgen Ménélaus ô venna pénaoz é oa mâd ann darvoud, a laéraz enn templ listri aour-bennâg, hag a rôaz lôd anézhô da Andronik, goudé béza gwerzet lôd all é Tir, hag er c’heriou trô-war-drô.