Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/340

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
eil levr

c’houlenché digan̄t ann Uc’hel-meûrbéd ma rôjé ar vuez d’ann hini a oa daré da vervel.

32. Ar Bélek-brâz ô venna pénaoz ar roué martézé a arvarché en dévijé unan-bennâg eûz ar Iuzevien gréat gwall oud Héliodorus, a gennigaz eunn hostiv iéc’héduz évit-han̄.

33. Ha pa réa ar Bélek-brâz hé béden, ann hévélep tûd-iaouan̄k, gwisket gan̄d ann hévélep saéou, a zeûaz é-kichen Héliodorus, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Trugaréka Onias ar bélek-brâz : râg enn abek d’ézhan̄ eo en deûz ann Aotrou rôet ar vuez d’id.

34. Hôgen té, goudé béza bét skourjézet gan̄d Doué, danével d’ann holl hé vurzudou hag hé c’halloud : ha goudé béza lavaret kémen̄t-sé, na oen̄t gwélet mui.

35. Héliodorus goudé béza kenniget eunn hostiv da Zoué, ha gréat gwéstlou brâz d’ann hini en doa aotréet ma vévché, a drugarékéaz Onias, a iéaz da gavout hé vrézélidi, hag a zistrôaz étrézég ar roué.

36. Testéni a zougé dirâg ann holl eûz a ôberiou ann Doué brâz en doa gwélet gan̄t hé zaoulagad.

37. Ha pa c’houlennaz ar roué digan̄t-han̄ piou a vijé mâd da véza kaset c’hoaz da Jéruzalem, é lavaraz :

38. Ma éc’h eûz eunn énébour-bennâg, pé unan a vijé en em zavet a-énep da rouan̄télez, kâs hén̄ dî ; hag é tistrôi skourjézet, mar tistrô koulskoudé : râk ners Doué évit-gwîr a zô enn templ-zé.

39. Râg ann hini a choum enn én̄v, a emwél hag a warez al léac’h-zé ; hag hén̄ a skô hag a goll ar ré a zeû dî évit gwall-ôber.

40. Chétu éta pétrâ a c’hoarvézaz é-kén̄ver Héliodorus, ha mirérez ann ten̄zor.


————


IV. PENNAD.


Jason a zô lékéat da Vélek-brâs é-léac’h hé vreûr Onias. Onias a zô lazet gan̄d Andronik.


1. Hôgen Simon péhini, ével ma eo bét lavaret ken̄t, en doa gréat hé ziskuḻ diwar-benn ann arc’han̄t, hag a-eneb hé vrô, a wall-gomzé diwar-benn Onias, ével pa vé bét hén̄ en dévijé aliet Héliodorus, hag é vijé bét ann abek eûz ann holl zrouk :

2. Hag hén̄ a grédé rei ével énébour ar rouan̄télez, gwarézer kéar, diwaller hé bobl, ha mirer lézen Doué.

3. Hôgen ével ma savaz ann drougiez-zé ker brâz, ma oé gréat lazérézou gan̄d hiniennou eûz a viñouned Simon.

4. Onias, oc’h évésaad ar gwall eûz ar ren̄dael-zé, hag ô venna pénaoz Apollonius, péhini a oa da zûg war ar Sélésiria hag ar Fénisia, a greské c’hoaz drougiez Simon, a iéaz da gaout ar roué,

5. Nann évit tamallout hé genvrôiz, hôgen hép-kén évit ken̄derc’hel talvoudegez hé bobl.

6. Hag hén̄ a wélé ervâd pénaoz na hellé két ann traou béza péoc’héet héb galloud ar roué, nag éhana follen̄tésiou Simon.

7. Hôgen goudé ma oé marô Séléukus, ha pa oé éat ar rouan̄télez da Antiokus, les-hanvet ar brudet-brâz, Jason breûr Onias en doé c’hoan̄t da gaout ar vélégiez-vrâz.

8. O véza éat da gaout ar roué, hag ô véza kenniget d’ézhan̄ triouec’h-ugen̄t talan̄t arc’han̄t, ha pévar-ugen̄t talan̄t eûz hé zalc’hiou all,

9. Hag ouc’h-penn, kan̄t hag han̄ter-kan̄t talan̄t all, mar bé aotréet d’ézhan̄ sével eur skôl brâz évid ann dud-iaouan̄k, ha skriva hanvou tûd Jéruzalem gan̄d hanvou tûd Antiokia.

10. Kerken̄t ha ma oé aotréet kémen̄t-sé d’ézhan̄ gan̄d ar roué, ha ma oé deûet ar brin̄sélez d’ézhan̄, é téraouaz rei d’hé genvrôiz kisiou ar Jen̄tiled :

11. Hag ô véza torret ar gwiriou a oa bét aotréet d’ar Iuzévien dré han̄térourez Iann tâd Eupolémeus, péhini a oa bét kaset é kannadur étrézég ar Romaned, évit névézi unvaniez ha kévrédigez ar Iuzevien gan̄t-hô ; é kasaz-da-nétra lézennou reiz hé genvrôiz, évit lakaad enn hô léac’h lézennou direiz ha saotr :