Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336
eil levr

lamet, ann Aotrou ô véza digaset d’ézhô pép-trâ da vâd ha da béoc’huz :

24. Enn divez hon eûz poelladet da lavarout enn eul levr hép-kén ar péz a zô bét skrivet é pemp levr gan̄t Jason ar Sirénéad.

25. Râg ô véza arvestet pénaoz al lôd brâz a levriou a laka ann histor da véza diez d’ar ré a fell d’ézhô hé deski, enn abek d’al lôd traou-zé a ziskouézeur d’ézhô.

26. Hon eûz poelladet skriva hou-man̄, enn hévélep doaré ma vijé kavet mâd gan̄t ar ré a felfé d’ézhô hé lenna ; ma helfé gwelloc’h choum enn én̄vor évid ar ré akétuz ; ha ma vijé talvouduz d’ar ré holl hé lennché.

27. Hôgen oc’h en em wéstla da ôber ann diverradur-man̄, n’omp két en em rôet da eul labour éaz, hôgen da eunn dra a c’houlenn kalz a striv hag a boan.

28. Hén̄vel oud ar ré a aoz eur banvez, hag a râ pép-trâ diouc’h ioul ar ré all ; ével-sé hon eûz gréat al labour-zé a galoun vâd é gounid kalz a dûd.

29. É-kén̄ver ar wirionez é fisiomp war ar ré hô deûz skrivet ; évid-omp-ni a lakai hor strîv da verraad anézhé hervez hon dézô.

30. Râg ével ma eo préder eur saver-tî, pa râ eunn ti nevez, lakaad évez oud al labour holl, ha ma klask hep-kén ar pen̄ter ar péz a dlé hé gaéraat ; ével-sé é tléeur menna diwar hor penn.

31. Râk déréout a râ d’ann hini a skrîv eunn histor, dastumi ann danvez évid hé ôber, reiza al lavar, hag en̄klaskout gan̄t préder brâz ann holl zarvoudou.

32. Hôgen d’ann hini a râ eunn diverradur é tléeur aotréa ma vézô berr enn hé skrîd, ha na zanévellô két ann holl zarvoudou.

33. Aman̄ éta é téraouimp hon danével : hîr a-walc’h eo ar c’hen̄t-skrid ével-sé : follen̄tez é vé béza hîr a-raog ann histor, ha béza berr enn histor hé-unan.


————


III. PENNAD.


Héliodorus ô véza deûet évit preiza ann templ, a zô skourjézet gan̄d élez.


1. Ar géar zan̄tel ô véza éta enn eur péoc’h brâz, hag al lézennou ô véza sévénet mad, enn abek da zouj-Doué ar bélek-brâz Onias, ha d’ar c’hâs en doa enn hé galoun oc’h ann drouk.

2. É c’hoarvézé ac’hanô pénaoz ar rouéed hô-unan hag ar brin̄sed a zougé kalz a enor évid al léac’h san̄tel, hag a réa rôou kaer d’ann templ :

3. Enn hévélep doaré ma lékéa Séleukus, roué ann Asia, rei eûz hé zalc’hiou ann holl vizou a zelle out karg ar sakrifisou.

4. Hôgen Simon eûz a vreûriez Ben̄jamin, péhini a oa karget eûz a ziwall ann templ, a lékéa hé striv évid ôber eur fallagriez-bennâg é kéar, daoust da brin̄s ar véleien.

5. Hôgen ével na hellé két trec’hi Onias, éz éaz da gavout Apollonius mâb Tarséa, péhini a ioa da zûg enn amzer-zé war ar Sélésiria ha war ar Fénisia ;

6. Hag é rôaz da anaout d’ézhan̄ pénaoz ten̄zor Jéruzalem a oa leûn a arc’han̄t, ha pénaoz ann holl arc’han̄t-zé a oa lékéat a dû évid ar géfridiou hollek, ha nann évit mizou ar sakrifisou : ha pénaoz é vijé gellet hé lakaad holl da gouéza é dourn ar roué.

7. Apollonius ô véza kémennet d’ar roué ar péz en doa klevet diwar-benn ann arc’han̄t-zé, ar roué a c’halvaz Héliodorus, péhini a oa hé gen̄ta ministr ; hag é kasaz anézhan̄ gan̄d ursiou, évid digas ann arc’han̄t-zé.

8. Héliodorus en em lékéaz râk-tâl enn hen̄t, war zigarez emwélout keriou ar Sélésiria hag ar Fénisia, hôgen évit-gwîr gan̄d ann dézô da ôber kéfridi ar roué.

9. O véza deûet é kéar Jéruzalem, hag ô véza bét digéméret gan̄d ar Bélek-brâz gan̄t kalz a azaouez, é tanévellaz d’ézhan̄ ar péz a ioa bét lavaret d’ar roué diwar-benn ann arc’han̄t, hag é tiskleriaz d’ézhan̄ ar gwir abek eûz hé ergerz : hag é c’houlennaz hag ez oa gwîr kémen̄t-sé.