Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
335
ar vakabéed.

c’hémennaz d’ar ré a iéa er-méaz eûz ar vrô, kéméroud ann tân, ével ma eo merket, ha kémennet d’ar ré a iéa d’ann dizougadur.

2. Hag hén̄ a rôaz d’ézhô da lézen na an̄kounac’hajen̄t két kélennou ann Aotrou, ha na gouézchen̄t két é diboell ar spéred, pa wélchen̄t ann idolou aour hag arc’han̄t, hag hô braven̄tésiou.

3. Hag ô lavarout traou all enn doaré-zé, éc’h erbédé anézhô na bellachen̄t két al lézen diouc’h hô c’haloun.

4. Merket é oa ivé enn hévélep skrid, pénaoz en doa gourc’hémennet ar profed, dré eunn urs en doa bét digan̄d Doué, ma vijé kaset gan̄t-han̄ ann tabernakl hag ann arc’h, kén na vijé deûet d’ar ménez war béhini é piñaz Moizes, hag é welaz digwéz ann Aotrou.

5. Ha Jérémias ô véza deuet énô, a gavaz eur c’héô, é péhini é lékéaz ann tabernakl, ann arc’h, hag aoter ann ézan̄sérézou, hag é stan̄kaz ann digor anézhan̄.

6. Hiniennou eûz ar ré a oa deûet gan̄t-han̄ ô véza tôstéet évid arvesti al léac’h, na helchon̄t két hé gavout.

7. Pa glevaz Jérémias ann dra-zé, é tamallaz anézhô, hag é lavaraz pénaoz é vijé kuzet al léac’h-zé, kén na strollfé Doué hé bobl, hag é rafé trugarez enn hé gén̄ver ;

8. Ha pénaoz neûzé é tiskouézché ann Aotrou ann traou-zé, é vijé gwélet adarré meûrdez ann Aotrou, é vijé eur goabren, ével ma oa bét gwélet gan̄t Moizes, hag ével ma en em ziskouézaz pa c’houlennaz Salomon é vijé san̄télet ann templ évid ann Doué brâz.

9. Râg enn eunn doaré souézuz é tiskouézé hé furnez ; hag ével eunn dén leûn a furnez, é kennigaz sakrifiz gwestlérez ha peûr-ôbéridigez ann templ.

10. Ével ma pédaz Moizes ann Aotrou, hag é tiskennaz ann tân eûz ann én̄v, hag é tevaz loen ar sakrifiz, ével-sé é pédaz Salomon, hag é tiskennaz ann tân eûz ann én̄v, hag é tevaz loen al sakrifiz.

11. Ha Moizes a lavaraz, pénaoz né oa két bét debret ar péz a oa kenniget évid ar péc’hed, hôgen ma oa bét devet.

12. Salomon ivé a lidaz ar gwéstlérez a-zoug eiz dervez.

13. Ann hévélep traou-zé en em gav ivé é skridou hag é rollou Néhémias ; é péré é wéleur pénaoz évid ôber eunn dastum lévriou, é strollaz eûz a veûr a vrô levriou ar broféded, ré David, lizéri ar rouéed, ha roll ar rôou.

14. Judas en deûz ivé dastumet kémen̄d a ioa bét kollet é-pâd ar brézel hon eûz bét ; hag ann dastum-zé a zô étré hon daouarn.

15. Mar c’hoan̄tait kaout ar skridou-zé, kasit eur ré bennag évid hô digas d’é-hoc’h.

16. Skrivet hon eûz d’é-hoc’h pa oamp daré da lida ar glanérez : ervâd a réot, mar lidit ivé ann deisiou-zé.

17. Ni a c’héd éta pénaoz Doué, péhini en deûz dieûbet hé bobl, hag en deûz asrôet da bép-hini ann digwéz, ar rouan̄télez, ar vélégiez, hag al léac’h san̄tel,

18. Ével ma en doa hé ziouganet el lézen ; en dévézô abarz némeûr truez ouz-omp, hag é strollô ac’hanomp a bép tû eûz a zindân ann én̄v enn hé léac’h san̄tel.

19. Râg eûz a wallou brâz en deûz hon dieûbet, hag hé léac’h san̄tel en deûz glanet.

20. Diwar-benn Judas Makabéad, hag hé vreûdeûr, diwar-benn glanérez ann templ brâz, ha gwéstlérez ann aoter.

21. Diwar-benn ar stourmou dindân Antiokus ar brudet-brâz, ha dindân hé vâb Eupator ;

22. Diwar-benn ann trugarézou skéduz a zô deûet eûz ann én̄v war ar ré hô deûz stourmet gan̄t kaloun évid ar Iuzevien, enn hévélep doaré, pétrâ-bennâg ma oan̄t nébeûd a dûd, ma hô deûz trec’het ann holl vro, ha ma hô deûz lékéat da dec’hout eul lôd brâz a dûd-fallagr ;

23. Ma eo deûet d’ézhô adarré ann templ ar vrudéta eûz ar béd holl, ma hô deûz dieûbet kéar, ma hô deûz digaset a-nevez al lézennou a ioa bét