Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/335

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL LEVR


AR VAKABÉED.


————


I. PENNAD.


Iuzevien ar Judéa a zanével dré skrid da Iuzevien ann Éjipt marô Antiokus Épifanes.


1. Ar Iuzevien a zô é Jéruzalem, hag é brô ar Judéa, d’ar Iuzevien hô breûdeûr a zô enn Éjipt, salud hag eur péoc’h mâd.

2. Ra rai Doué vâd d’é-hoc’h, ha ra zeûi koun d’ézhan̄ eûz ar gévrédigez en deûz gréat gan̄d Abraham, ha gan̄d Isaak, ha gan̄t Jakob, hé zervicherien feal.

3. Ra rôi d’é-hoc’h holl eur galoun unvan, évit ma azeûlot anézhan̄, ha ma réot hé ioul gan̄d eur galoun vrâz, hag eur spéred karan̄tézuz.

4. Ra zigorô hô kaloun d’hé lézen, ha d’hé gélennou, ha ra rôi ar péoc’h d’é-hoc’h.

5. Ra zélaouô oud hé pédennou, ha r’en em unvanô gan-é-hoc’h, ha n’hô tilézet két ar gwall amzer.

6. Évid-omp-ni, émomb bréma aman̄ ô pédi évid-hoc’h.

7. Dindân rén Démétrius er bloaz naô hag eiz-ugen̄t, hon eûz skrivet d’é-hoc’h, nî Iuzevien, er glac’har hag enn én̄krez a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp er bloasiou-zé, abaoé ma oa éat-kuît Jason eûz ann douar san̄tel, hag eûz ar rouan̄télez.

8. Ann ôr a zevchon̄t, ar goad dinam a skulchon̄t : ha nî a bédaz ann Aotrou, hag hén̄ a zélaouaz ouz-omp, hag é kennigchomb ar sakrifiz, ha bleûn̄ gwiniz, hag é énaouchomb ar c’hleûzeûriou, hag é lékéjomb ar baraou dira-z-han̄.

9. Lidit éta bréma gouél ann teltou eûz a viz Kasleu.

10. Er bloaz eiz ha naô-ugen̄t, ar bobl a zô é Jéruzalem, hag er Judéa, ann hénaoured ha Judas, da Aristobolus mestr ar roué Ptoléméus, péhini a zô eûz a wenn ar véleien sakr, ha d’ar Iuzevien a zô enn Éjipt, salud ha iéc’hed mâd.

11. Goudé béza bét dieûbet gan̄d Doué eûz a wallou brâz, hon eûz hé drugarékéet-kaer, pa hon eûz gellet stourmi oud eunn hévélep roué.

12. Râg hén̄ eo en deûz lékéat da zével eûz ar Bersia, al lôd brâz a dûd a zô deûet da stourmi ouz-omp, hag oud ar géar zan̄tel.

13. Hôgen pa édo ann dûg anézhô er Bersia, gan̄d eunn armé diniver, é oé lazet é templ Nanéa, touellet gan̄t kuzul béleien Nanéa.

14. Rag Antiokus ô véza deûet gan̄d hé viñouned é templ ann douéez-zé, ével évid dimézi gan̄t-hi, hag évid digémérout kalz a arc’han̄t évid hé argourou,

15. Béleien Nanéa a ziskouézaz d’ézhan̄ ann holl arc’han̄t-zé ; ha pa oé éat gan̄t nébeûd a dûd é diabarz ann templ, é serrchon̄t dôr ann templ,

16. Kerken̄t ha ma oé éat Antiokus ébarz : hag ô véza digoret eunn ôr gûz eûz ann templ, é kémerchon̄t