Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/334

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
levr ken̄ta ar vakabéed.

péz en doa gréat Sendébéus é-kén̄ver hô fobl.

2. Ha Simon a c’halvaz hé zaou vap héna, Judas ha Iann, hag a lavaraz d’ézhô : Mé, ha va breûdeûr, ha tî va zâd, hon eûz stourmet oud énébourien Israel adaleg hor iaouan̄kiz bété vréma : ha dré eûr-vâd hon eûz aliez dieûbet Israel.

3. Hôgen chétu mé a zô deûet da véza kôz ; kémérit éta va léac’h, hag hini va breûdeûr, hag ît da stourmi évid hor pobl : ra zeûi d’é-hoc’h skoazel diouc’h ann én̄v.

4. Hag hén̄ a zilennaz er vrô ugen̄t mil dén war droad, ha marc’heien : hag hî a gerzaz a-énep Sendébéus, hag a arzaôaz é Modin.

5. Hag hî a zavaz diouc’h ar min̄tin, hag a iéaz d’ar mesiou : ha chétu é oé gwélet dira-z-hô eunn armé vrâz a dûd war droad hag a varc’heien, hag eur froud a ioa étré-z-hô.

6. Iann hag hé vrézélidi a valéaz enn hô énep : hôgen ô wélout pénaoz hé dûd hô doa aoun ô treûzi ar froud, é treûzaz anézhan̄ ar c’hen̄ta : pa wélaz hé dud kémen̄t-sé, é treûc’hon̄t ar froud war hé lerc’h.

7. É diou lôden é rannaz hé armé, hag é lékéaz hé varc’heien é kreiz : hôgen é niver brâz é oa marc’heien ann énébourien.

8. Pa zonaz ar c’horniou sakr, Sendébéus hag hé armé a dec’haz : kalz anézhô a oé lazet pé glazet ; hag ann dilerc’h anézhô a dec’haz er c’hré.

9. Énô é oé glazet Judas breûr Iann : hôgen Iann a iéaz war-lerc’h ann énébourien kén na zeûaz da Zédron, en doa savet.

10. Hag hî a dec’haz bétég ann touriou a oa é mésiou Azot ; ha Iann hô devaz. Daou vil anézhô a oé lazet ; hag hén̄ a zistrôaz é péoc’h d’ar Judéa.

11. Ptoléméus, mâb Abobus, a ioa bét lékéat da zûg é kompézen Jériko ; hag hén̄ en doa kalz a arc’han̄t hag a aour :

12. Râg hén̄ a ioa mâb-kaer d’ar Bélek-brâz.

13. Ar rogoni a zavaz enn hé galoun, hag é teûaz c’hoan̄t d’ézhan̄ da aotrounia war ar vrô : hag hén̄ a glaské ann tû da gémérout Simon hag hé vipien dré drubardérez.

14. Simon neûzé a gerzé dré geriou ar Judéa, hag a reizé gan̄t préder pép-trâ enn-hô ; hag é teûaz da Jériko, hén̄ hag hé vipien Matatias ha Judas, er seitékved bloaz hag eiz-ugen̄t, enn unnékved mîz, hanvet mîz sabat.

15. Mâb Abobus a zigéméraz anézhô gan̄t touellérez enn eur c’hréik hanvet Doc’h, en doa savet : hag hén̄ a réaz d’ézhô eur banvez brâz, goudé béza kuzet tûd énô.

16. Ha goudé m’hô doa Simon hag hé vipien debret hag évet hô gwalc’h, Ptoléméus a zavaz gan̄d hé dûd ; hag ô véza kéméret hô armou, é teûjon̄t é kampr ar banvez, hag é lazchon̄t Simon hag hé zaou vâb, hag hiniennou eûz hé zervicherien.

17. Ével-sé é réaz eunn trubardérez brâz enn Israel, hag é tistaolaz ann droug évid ar mâd.

18. Ptoléméus a skrivaz kémen̄t-sé d’ar roué Antiokuz ; hag é c’houlennaz digan̄t-han̄ eunn armé da skoazel, hag é rôjé d’ézhan̄ ar vrô hag hé c’heriou, hag ann tellou.

19. Ré all a gasaz da C’hazara évit laza Iann : hag é kasaz lizéri da zuged ann armé, évit ma teûjen̄t d’hé gavout, hag é rôjé d’ézhô arc’han̄t hag aour, ha traou all.

20. Ré all a gasaz évit krapa Jéruzalem, ha ménez ann templ.

21. Hôgen unan-bennâg ô véza éat enn hô raok, a iéaz da gavout Iann é Gazara, hag a rôaz da anaout d’ézhan̄ pénaoz en doa Ptoléméus lazet hé dâd hag hé vreûdeur, hag en doa ivé kaset tûd évid hé laza hé-unan.

22. Pa glevaz kémen̄t-sé, é oé saouzanet-brâz : krapa a réaz ar ré a ioa deûet évid hé golla, hag é lékéaz hô laza ; râg anavézet en doa pénaoz é klasken̄t hé laza hé-unan.

23. Buez Iann pelloc’h, hag hé vrézéliou, hag ann ôberiou a réaz gan̄t kémen̄d a galoun, hag ar préder gan̄t péhini é assavaz muriou Jéruzalem, hag hé ôberiou all,

24. A zô skrivet é levr-bloasiek hé vélégiez, abaoé ma oé lékéat da Vélek-brâz goudé hé dâd.