Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
324
levr ken̄ta

ann dilerc’h eûz a bobl ar Iuzevien, d’ar Spartiated hô breûdeur, salud.

7. Pell zô é oa bét kaset lizéri da Onias ar bélek-brâz gan̄d Arius a réné enn hô prô, a ziskouézé pénaoz oc’h breûdeûr d’é-omp, ével ma eo anat dré ann diskriv en em gav aman̄.

8. Hag Onias a zigémeraz gan̄d eunn énor brâz ann dén a oa bét kaset d’ézh»n̄, hag al lizéri é péré é oa méneg eûz hon unvaniez hag eûz hor c’hévrédigez.

9. Évid-omp ni, pétrâ-bennâg n’hor bé ézomm é-béd eûz ar ré-zé, pa hon eûz da fréalzidigez al lévriou san̄tel a zô étré hon daouarn,

10. Koulskoudé eo bét gwell gan-é-omp kâs étrézég enn-hoc’h évit névézi ann unvaniez a vreûr hag ar gévrédigez, gan̄d aoun na zeûjemp ével diavésidi enn hô kén̄ver : râk kalz a amzer a zô tréménet abaoé ma hoc’h eûz kaset étrézég enn-omp.

11. Hôgen nî hon eûz bét koun ac’hanoc’h é péb amzer hag héb ébana, er gouéliou lîd, hag enn deisiou all é péré eo dléet kémen̄t-sé, hag er sakrifisou a gennigomp, hag el lidiou all ével ma téré kaout koun eûz hé vreûdeûr.

12. En em laouénaad a réomb éta eûz hô kloar.

13. Hôgen nî hon eûz gouzan̄vet kalz en̄krézou, ha kalz brézeliou, hag ar rouéed a zô enn-drô d’é-omp hô deûz stourmet ouz-omp.

14. Hôgen né két bét fellet d’éomp bec’hia ac’hanoc’h, nag hon eiled, nag hor miñouned all er brézéliou-zé :

15. Râk skoazel a zô bét deûet d’é-omp eûz ann en̄v, hag hon énébourien a zô bét mézékéet.

16. Dilennet hon eûz éta Numénius mâb Antiokus, hag Antipater mâb Jason, hag hon eûz hô c’haset étrézég ar Romaned évit névézi gan̄t-hô ann unvaniez hag ar gévrédigez.

17. Gourc’hémennet hon eûz ivé d’ézhô m’az afent ivé étrézég enn-hoc’h évid hô saludi, hag évit rei d’é-hoc’h hol lizéri diwar-benn névézadurez hon unvaniez a vreûr.

18. Bréma éta é réot ervâd ma respoun̄tit d’é-omp diwar-benn kémen̄t-sé.

19. Chétu ann diskriv eûz al lizéri en doa kaset Arius da Onias :

20. Arius roué ar Spartiated da Onias ar bélek-brâz, salud.

21. Kavet éo bét enn eur skrid diwar-benn ar Spartiated hag ar Iuzevien, pénaoz in̄t breûdeûr, hag in̄t eûz a wenn Abraham.

22. Bréma éta pa hon eûz gwézet kémen̄t-sé, é réot ervâd skriva d’é-omp mar d-émoc’h é péoc’h.

23. Ha chétu pétrâ hon eûz diskrivet d’é-hoc’h : hol loéned, hag hor madou a zô d’é-hoc’h ; hag hô ré a zô d’é-omp : gourc’hémennet hon eûz diskléria kémen̄t-sé d’é-hoc’h.

24. Koulskoudé Jonatas a glevaz pénaoz prin̄sed Démétrius a oa distrôet da stourmi out-han̄ gan̄d eunn armé kalz vrasoc’h égét ken̄t.

25. Neûzé ô veza éat er-méaz eûz a Jéruzalem, é tiaraogaz anézhô é brô Amalit ; râk na felle két d’ézhan̄ rei d’ézhô ann amzer da zon̄d enn hé vrô hé-unan.

26. Spierien a gasaz enn hô c’hamp ; ha pa oen̄t distrôet é léverchon̄t pénaoz ann énébourien hô doa ann dezô d’en em deûrel war-n-ézhô a-zoug ann nôz.

27. Pa oé éta kuzet ann héol, é c’hourc’hémennaz Jonatas d’hé dûd beḻa, da choum héd ann nôz dindân ann armou ha daré d’ann emgann ; hag é lékéaz gwardou war-drô d’ar c’hamp.

28. Ann énébourien ô klevout pénaoz é oa Jonatas hag hé dûd daré d’ann emgann hô doé aoun, hag hô c’halounou a oé spoun̄tet-brâz : hag hi a énaouaz taniou enn hô c’hamp.

29. Hôgen Jonatas hag ar ré a ioa gant-han̄ na anavézchon̄t két ar wirionez kén na oé deûet ar mintin : râg hi a wélé goulaouennou béô.

30. Neûzé Jonatas a iéaz war hô lerc’h, ha na dizaz két anézhô : râk treûzet é oa bét gan̄t-hô ar ster Eleûter.

31. Ac’hanô é trôaz war-zû ann Arabed, a c’halveur Zabadéed ; hô dispenna a réaz, hag é kasaz gan̄t-han̄ hô dibourc’hou.

32. Goudé-zé é strollaz hé armé, hag é teûaz da Zamas ; hag é peûr-rédé ar vrô holl.