Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
levr ar profed isaias.

a rédô énô enn eur c’han lédan hag éc’hon ; al listri roén̄vek na dréménin̄t két dré énô, hag ar galé brâz na vézô két gwélet énô.

22. Râg ann Aotrou a zô hor barner, ann Aotrôu a zô hol lézenner, ann Aotrou a zô hor roué ; hén̄ eo a zavétai ac’hanomp.

23. Da gerdin en em laoskô, ha na hellin̄t két reûdi ; da wern a vézô enn eunn hevélep doaré, na helli mui steña da wéliou. Neûzé é vézô rannet ann dibourc’hou brâz a vézô bét gréat ; ar ré gamm hô dévézô hô lôd eûz ann dibourc’hou.

21. Ann hini a vézô tôst na lavarô két : Klan̄v ounn ; ar bobl a choumô enn-hi en dévézô ann diskarg eûz hé fallagriez.


————


XXXIV. PENNAD.


Disman̄tr ann Iduméa.


1. Tôstait, brôadou, ha sélaouit ; ha c’houi poblou, likid-évez ; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.

2. Râk buanégez ann Aotrou a gouézô war ann holl vrôadou, hag hé frouden war hô holl arméou, hô dispenna a rai, lakaad a rai hô laza.

3. Hô ré-lazet a vézô taolet-kuît, hag é savô fléar euz hô c’horfou marô : ar ménésiou a zeûi da danavaat gan̄d hô goad.

4. Hag holl stéred ann én̄vou a wén̄vô, hag ann én̄vou en em rodellô ével eul levr ; hag hî holl a gouézo, ével ma kouéz déliou ar winien hag ar fiézen.

5. Râk va c’hlezé a zô en em vezviet enn en̄v ; chétu é tiskennô war ann Iduméa, ha war eur bobl a lazinn, évid diskouéza va barnédigez.

6. Klézé ann Aotrou a zô leûn a c’hoad : lardet eo gan̄t goad ann ein hag ar bouc’hed, gan̄t goad ann tourzed ar ré larta ; râg ann Aotrou en deûz aozet eur sakrifiz é Bosra, hag eul lazérez brâz é douar Édom.

7. Ann unikorned a ziskenno gan̄t-hô, hag ann tirvi gan̄d ar ré c’halloudéka anézhô ; ann douar en em vezviô gan̄d hô goad, hag ar parkou en em lardô gan̄d hô lard.

8. Rak deûet eo deiz ven̄jan̄s ann Aotrou, hag ar bloaz a varnédigez évit Sion.

9. Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr ; hag hé douar é pég leskédik.

10. Na varvô két hé dân na nôz na deiz, hé môged a biñô da-vikenn ; a-rumm-é-rumm é vézô glac’haret, na dréménô dén dré-z-hi a-héd ar c’han̄tvédou.

11. Ar bon̄gors hag ann heûreûchin a zalc’hô anézhi ; ann ibis hag ar vrân a choumô enn-hi. Ann Aotrou a astennô hé linen war-n-ézhi évid hé c’has-da-nétra hag ar c’hompézer évid hé dispenna.

12. Hé zud-nobl na choumin̄t mui énô ; hôgen hî a c’halvô eur roué, hag hé holl brin̄sed a iélô-da-nétra.

13. Ar spern hag al linad a zavô enn hé ziéz, hag ann askol enn hé c’hréou ; da wélé é vézô d’ann aéred, ha da beûrvann d’ann otruzed.

14. Ann diaouled hag ann azéned-tirvi en em gavô énô, al loéned-vlévek a c’harmô ann eil oud égilé ; énô é c’hourvézô ar môr-c’hrég, hag é kavô hé éc’hoaz.

15. Enô e rai ann heûreûc’hin hé doull, hag é vagô hé heûreûc’hined biban ; kleûza a rai war hô zrô, hag é tommô anézhô dindan-han̄ ; énô en em strollô ar skouled, hag en em barin̄t.

16. Klaskit gan̄d évez é levr ann Aotrou, ha lennit ; na fallô hini eûz ar ré-man̄, na choumô két unan héb en em gavout ; râg ar péz a zô deûet er-méaz euz va génou a zô bét gourc’hémennet gan̄t-han̄, hag hé spéred eo en deûz hô strollet.

17. Hén̄ eo a rai hô lôd dézhô, hag hé zourn a rannô ar vrô étré-z-hô gan̄t men̄t ; da-vikenn é piaouin̄t anézhi, a-rumm-é-rumm é choumin̄t enn-hi.


————