Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
levr ken̄ta

évit pédi, ha goulenni truez ha trugarez ann Aotrou.

45. Jéruzalem a oa didud neûzé, hag é doaré eunn distrô : na wélet hini eûz hé bugalé ô von̄d ébarz hag ô ton̄d er-méaz anézhi : ar san̄tuar a oa mac’het gan̄d ann treid : mipien ann diavésidi a oa er c’hré ; râg énô é choumô ar brôadou : lévénez Jakob a oé kaset-kuît ; na glevet mui ar zutel nag ann télen.

46. En em strolla a réjon̄t hag é teûjon̄t da Vasfa râg-énep da Jéruzalem : ô véza ma oa bét ken̄t é Masfa eul léac’h a béden évid Israel.

47. Hag hî a iunaz enn deiz zé, hag a wiskaz saéou-reûn, hag a lékéaz ludu war hô fenn, hag a rogaz hô diḻad.

48. Hag hî a zigoraz levriou al lézen, é péré é c’houilié ar brôadou évit klaskout ann hévélédigez eûz hô idolou.

49. Hag hî a zigasaz ar gwiskou a vélek, hag ar préveûdiou, hag ann déogou : hag é c’halvchon̄t ann Nazaréed péré hô doa sévénet hô deisou.

50. Hag hî a c’harmaz étrézég ann énv gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Pétrâ a raimp-ni d’ar ré-man̄, ha péléac’h hô c’hasimp-ni ?

51. Da zan̄tuar a zô bét mac’het ha saotret, ha da véleien a zô bét kaset d’ar c’han̄v ha d’ar vuelded :

52. Ha chétu ar brôadou a zô en em strollet enn hon énep évit hon dispenna : té a oar pétrâ a vennon̄t enn hon énep.

53. Pénaoz é hellimp-ni harza dira-z-hô, ma na gen-nerzez ac’hanomp, ô Doué ?

54. Hag hî a lékéaz da zéni kré gan̄d ar c’horniou-boud.

55. Goudé-zé Judas a lékéaz vérérien war ar bobl, duged évit mil dén, ha duged évit kan̄t dén, ha duged évid han̄ter-kan̄ dén, ha duged évid dék dén.

56. Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a zavé tiez, d’ar ré a zimézé, d’ar ré a blan̄té gwiniennou, ha d’ar ré a oa aounik, ma tistrôjé pép-hini d’hé dî hé-unan hervez al lézen.

57. Hag ann armé en em lékéaz enn hen̄t, hag hî a ziazézaz hô c’hamp war-zû ar c’hrésteiz eûz a Emmaus.

58. Ha Judas a lavaraz : En em c’hourizit, ha bézit tûd a galoun : bézit daré diouc’h ar mintin, évit ma en em gannot oud ar broadou-zé, a zô en em strollet enn hon énep, évid hon dispenna, nî hag hon traou san̄tel.

59. Râg gwell eo d’é-omp mervel er brézel, égét gwélout drougou hor pobl, hag hon traou san̄tel.

60. Hôgen hervez ioul Aotrou ann én̄v ra vézô gréat.


————


IV. PENNAD


Judas a gémer Jéruzalem, hag a gréva ménez Sion.


1. Neûzé Gorgias a géméraz gan̄t-han̄ pemp mil dén war droad, ha mil den war varc’h eûz ar ré zilennet ; hag hî a zavaz ar c’hamp a-zoug ann nôz,

2. Évit stourmi out kamp ar Iuzevien, ha kouéza war-n-ézhô enn-unan-taol : hag ar ré a oa er c’hré, a oa da vlénerien d’ézhô.

3. Pa glevaz Judas kémen̄t-sé, é savaz, hen̄ hag hé vrézélidi ar ré galouneka, évit stourmi oud al lôd brasa eûz a armé ar roué, a oa é Emmaus :

4. Râk lôd eûz ann armé a oa c’hoaz skiñet er-méaz eûz ar c’hamp.

5. Gorgias ô véza deûet a-zoug ann nôz da gamp Judas, na gavaz dén, hag hén̄ a glaské anézhô war ar ménésiou ; râg, émé-z-han̄, ar ré-zé a zô tec’het dira-z-omp.

6. Pa oé deûet ann deiz, en em gavaz Judas er gompézen, gan̄t tri mil dén hép-kén : ha n’hô doa-hî na tirennou, na klézeier.

7. Hag hî a wélaz pénaoz kamp ar brôadou a oa kré, ha pénaoz éz oa war hé drô hobrégonerien ha marc’heien, hag hî gwiziek-brâz é-kén̄ver ar brézel.

8. Ha Judas a lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : Na spoun̄tit két râg al lôd