Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301
ar vakabéed.

20. Hî a zeû ouz-omp gan̄d eul lôd brâz a dûd rôg ha balc’h, évid hor c’holla, ni, hag hor gragez, hag hor bugalé, hag évit hon dibourc’ha :

21. Hôgen nî en em gannô évid hor buez, hag évid hol lézénnou :

22. Hag ann Aotrou hé-unan hô brévô dira-z-omp : hôgen c’houi n’hô pézô két a aoun ra-z-hô.

23. Pa éhanaz da gomza, en em daolaz râk-tâl war-n-ézhô : ha Séron, hag hé armé a oé dispennet dira-z-han̄.

21. Ha Judas a iéaz war hé lerc’h é dinaou Bétoron bétég ar gompézenn : hag eiz kan̄t anézhô a oé lazet, hag ann dilerc’h anézhô a dec’haz é brô ar Filistined.

25. Hag ar spoun̄t râk Judas ha râg hé vreûdeur en em skiñaz trô-war-drô é-touez ar brôadou.

26. Ar vrûd anézhan̄ a iéaz bétég ar roué hé-unan, hag ann holl vrôadou a gomzé eûz a stourmou Judas.

27. Kerken̄t ha ma klevaz ar roué Antiokus kémen̄t-sé, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄ : hag hén̄ a lékéaz da zastumi eul lôd brâz a vrézélidi, hag a zavaz eunn armé gré.

28. Hag hen̄ a zigoraz hé denzor, hag a baéaz hé armé évid eur bloaz, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhô ma vijen̄t daré da bép trâ.

20. Hôgen̄ é wélaz pénaoz né oa két kalz a arc’han̄t enn hé denzor, ha pénaoz tellou ar vrô a oa dister enn abek d’ar reûstlou ha d’ann drougou en doa gréat énô, ô lémel digan̄t-hô al lézen hô doa a béb amzer :

30. En doé aoun n’en dévijé két péadrâ ével ken̄t évit basta d’ar mizou ha d’ar rôou a skuḻé gan̄d eunn dourn lark : râg hén̄ a oa bét larkoc’h égéd ar rouéed enn hé raok.

31. Saouzanet brâz é oa, hag é vennaz mon̄t d’ar Bersia, évit sével tellou ar boblou, ha dastumi kalz a arc’han̄t.

32. Lézel a réaz Lisias prin̄s eûz a wenn ar roué, da benn war géfridiou ar rouan̄télez, adaleg ar ster a Eufrates bété ster ann Éjipt :

33. Hag évit maga hé vâb Antiokus, kén na zistrôjé.

34. Rei a réaz d’ézhan̄ ann han̄ter eûz ann armé, hag eûz ann olifan̄ted : hag é rôaz hé ursiou d’ézhan̄ é-kén̄ver ar péz a fellé d’ézhan̄ da ôber, ha diwar-benn tûd Juda ha Jéruzalem :

35. Hag évit ma kasché out-hô eunn armé, évit dispenna ha kâs-da-gét armé Israel, ha dilerc’hiou Jéruzalem, ha tenna eûz al léac’h-zé ann én̄vor anézhô :

36. Hag évit ma lakajé tûd a-ziavéaz évit choum enn hô holl vrô, ha ma ranché hô douarou dré ar sort.

37. Ar roué a géméraz ann han̄ter eûz ann armé a choumé d’ézhan̄, hag a iéaz er-méaz eûz a Antiokia penn-kéar hé rouan̄télez, er seizved bloaz ha seiz-ugen̄t : ha goudé m’en doé treûzet ann Eufrates, é peûr-rédaz ar brôiou uc’héla.

38. Ha Lisias a zilennaz Ptoléméus mâb Dorimini, ha Nikanor, ha Gorgias tud c’halloudek é-touez miñouned ar roué :

39. Hag é kasaz gan̄t-hô daou-ugen̄t mil dén war droad, ha seiz mil dén war varc’h, évit m’az ajen̄t da vro Juda, ha ma disman̄trchen̄t anézhan̄ hervez gourc’hémenn ar roué.

40. Kerzout a réjon̄t éta gan̄d hô holl vrézélidi, hag é tiazézchon̄t hô c’hamp war-harz Emmaus er gompézen.

41. Marc’hadourien ar brôiou trô-war-drô a glevaz méneg anézhô : hag a hî géméraz kalz a arc’han̄t hag a aour, ha servicherien : hag é teûjon̄t d’ar c’hamp, évit préna da sklaved mipien Israel : hag armé ar Siria, hag hini brô ann diavésidi en em unanaz gan̄t-hô.

42. Judas hag hé vreûdeûr a anavézaz neûzé pénaoz é oa paottet ann drougou, hag é tôstéé armé ann énébourien oud harzou hô brô : anaoud a réjon̄t ivé ar gourc’hémenn en doa rôet ar roué évit ma vijé dispennet ha kaset-da-gét hô fobl :

43. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : assavomp disman̄trou hor pobl, ha stourmomp évit-han̄, hag évid hon traou san̄tel.

44. En em strolla a réjon̄t éta, évid en em aoza évid ann emgann ; hag