Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR


AR PROFED ISAIAS.


————


I. PENNAD.


Tamallou ha gourdrouzou a-énep Jéruzalem.


1. Gwélidigez Isaias, mâb Amos, en deûz gwélet diwar-benn Juda ha Jéruzalem, é deisiou Ozias, Joatan, Ac’haz, hag Ézéc’hias, rouéed Juda.

2. Sélaouit, én̄vou, ha klev, douar, râg ann Aotrou en deûz komzet. Bugalé em eûz maget, hag em eûz savet : hôgen hî hô deûz va disprizet.

3. Ann éjenn a anavez hé berc’hen, hag ann azen kraou hé vestr : Israel n’en deuz két va anavézet, ha va fobl n’en deûz két poellet.

4. Gwâ ar vrôad péc’her, ar bobl karget a fallagriez, ar wenn zrouk, ar vugalé fall : dilézet ho deûz ann Aotrou, drouk-komzet hô deûz gan̄t san̄t Israel, distrôet in̄t war hô c’hîz.

5. War béléac’h é skôinn-mé ac’hanoc’h hiviziken, c’houi péré a laka gwall war wall ? Pép penn a zô môréduz, ha pép kaloun doaniuz.

6. Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄ : glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.

7. Hô touar a zô didud, hô keriou a zô losket gan̄d ann tân : ann diavésidi a wast hô prô dira-z-hoc’h, ha disman̄tret é vézô, ével eûr vrô dispennet gan̄d ann énébourien.

8. Ha merc’h Sion a vézô dilézet ével eul lôg skourrou enn eur winiek, ével eur gôdôer enn eur park kokombrou, hag ével eur géar rôet d’ar gwastadur.

9. Ma n’en défé Aotrou ann arméou miret d’é-omp tûd eûz hor gwenn, é vijemb bét ével Sodom, é vijemp deûet da véza hén̄vel out Gomorra.

10. Sélaouit gér ann Aotrou, prin̄sed Sodom, rôit skouarn da lézen hon Doué, pobl Gomorra.

11. Da bétrâ eo d’in al lod brâz a viktimou-zé a gennigit d’in ; émé ann Aotrou ? A-walc’h em eûz : na garann két sakrifisou hô tourzed, na lard hô tropellou, na goad al leûéou, ann ein hag ar bouc’hed.

12. Pa zeûec’h dira-z-oun, piou en deûz goulennet é vé kémen̄t-sé enn hô taouarn, évit mon̄d é leûren va zempl ?

13. Na gennigit mui a zakrifiz d’in enn aner : argarzuz éo ann ézan̄s d’in. N’hellann mui gouzan̄vi hô loariou-névez, hô sabbatou, hag hô kwéliou all ; fallagr eo hô strolladou.

14. Hô lidou eûz ar c’hen̄ta eûz ar miz, hag hô kwéliou all a gasaann em éné : da véac’h in̄t d’in, na hellann mui hô c’houzan̄vi.

15. Pa astennod hô taouarn, é tistroinn va daoulagad diouz-hoc’h : ha