Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR KENTA


AR VAKABÉED.


————


I. PENNAD.


Aleksan̄dr a rann hé rouan̄télez étré duged hé armé, hag a varv.


1. Goudé ma oé Aleksan̄dr, mâb Filip roué Masédonia, péhini a rénaz da gen̄ta ar C’hrésia, goudé ma oé deûet er-méaz eûz a vrô Sétim, ha m’en doé trec’het Darius roué ar Bersied hag ar Védied :

2. É rôaz kalz emgannou, é kéméraz keriou-kré ann holl vrôadou, hag é lazaz rouéed ar vrô :

3. Treûzi a réaz bété penn ar béd ; kéméroud a réaz diwiskou eul lôd brâz a vrôadou : hag ann douar a davaz dira-z-han̄.

4. Hag hén̄ a strollaz kalz brézélidi, hag eunn armé gré meûrbéd : hé galoun a c’houézaz hag a stambouc’haz.

5. Hag hén̄ a géméraz ar brôadou hag ar rouéed ; hag hô rédiaz da baéa gwiriou.

6. Ha goudé-zé é kouézaz klan̄v enn hé wélé, hag éc’h anavézaz pénaoz é oa daré da vervel.

7. Hag hén̄ a c’halvaz hé zuged, péré a oa bét maget gan̄t-han̄ adaleg hé iaouan̄ktiz : hag é rannaz gan̄t-hô hé rouan̄télez pa oa béô c’hoaz.

8. Hag Aleksan̄dr a rénaz a-zoug daouzék vloaz, hag a varvaz.

9. Hag hé zuged a zeûaz da rouéed, pép-hini enn hé léac’h hé-unan.

10. Pép-hini anézhô a géméraz ar gurunen goudé hé varô, hag hô mipien hô-goudé a-zoug meûr a vloaz : hag ann drougou a baottaz war ann douar.

11. Eûz ar ré-zé é teûaz ar c’hrisien a béc’hed, Antiokus ar brudet-brâz, mâb ar roué Antiokos, péhini a oa bét kaset é gwéstl da Rom : hag hén̄ a rénaz, er seitékved bloaz ha c’houec’h ugen̄t eûz a rén ar C’hrésied.

12. Enn deisiou-zé ez éaz er-méaz eûz a Israel mipien fallagr, péré a aliaz eul lôd brâz, ô lavarout : Déomp, ha gréomp kévrédigez gan̄d ar brôadou a zô enn-drô d’é-omp ; râg abaoé ma omp pelléet diout-hô, eo bét kouézet war-n-omp kalz drougou.

13. Al lavar-zé a oé kavet mâd dira-z-hô.

14. Hag hiniennou eûz ar bobl a oé dileûret évit mon̄d da gavout ar roué : hag hén̄ a rôaz dézhô ar galloud da véva hervez reiz ar brôadou.

15. Hag hi a zavaz eunn ti-skôl é Jéruzalem hervez lézennou ar brôadou :

16. Hag hî a aozaz hô fôd-mézen, hag a bellaaz diouc’h ar gévrédigez zan̄tel, hag en em-unanaz gan̄d ar brôadou, hag en em werzaz évid ôber ann drouk.

17. Ar rouan̄télez a zeûaz da Antiokus, hag hén̄ a zéraouaz ivé réna é