Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
levr zac’harias.

Kémer c’hoaz holl arwésiou eur meser foll.

16. Râk chétu é likiinn da zével war ann douar eur meser, péhini na emwelô két ann dan̄vad dilézet, na glaskô két ann hini dian̄ket, na iac’hai két ann hini klan̄v, na vagô két ann hini a vézô enn hé zâ, a zebro kîg ar ré-lard, hag a dorrô hô ivinou.

17. O méser, ô idol, a zilez ann tropel : ar c’hlézé a gouézô war hé vréac’h, ha war hé lagad déou : hé vréac’h a zizéc’hô hag a wévô, hag hé lagad déou a gouézô enn dévalien hag enn amc’houlou.


————


XII. PENNAD


Spéred a drugarez skiñet war di David ha war dud Jéruzalem.


1. Béac’h gér ann Aotrou war Israel. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz lédet ann én̄v, péhini en deûz diazézet ann douar, ha péhini en deûz doaréet enn dén, spéred ann dén.

2. Chétu mé a lakai Jéruzalem, évid ann holl boblou trô-war-drô, ével dôr eunn davarn : Juda hé-unan a c’hrounnô Jéruzalem.

3. Hôgen chétu pétra a c’hoarvézô : Enn deiz-zé é likiinn Jéruzalem da véza eur méan pounner brâz évid ann holl boblou : kémen̄d-hini a fellô d’ézhan̄ hé zével a vézô blon̄set ha roget ; hag holl vrôadou ann douar en em strollô enn hé énep.

4. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é skôinn gan̄d bâd ann holl gézek, ha gan̄d diboell ar varc’heien : war di Juda é tigorinn va daoulagad, hag holl gézeg ar boblou a skôinn gan̄d dallen̄tez.

5. Ha duged Juda a lavarô enn hô c’haloun : Ra vézô da ners d’in tûd Jéruzalem é Aotrou ann arméou hô Doué.

6. Enn deiz-zé é likiinn duged Juda ével eur c’héf tân enn eur c’hoad, hag ével eur c’houlaouen er c’hôlô : hag hî a loun̄kô a zéou hag a gleiz ann holl boblou trô-war-drô : ha Jéruzalem a vézô leûn a dûd c’hoaz enn hé léac’h ken̄t, é Jéruzalem.

7. Hag ann Aotrou a zieûbo teltou Juda, ével er penn-ken̄ta ; évit na fougéô két tî David gan̄t rogoni, ha na zavô két tud Jéruzalem a-énep Juda.

8. Enn deiz-zé ann Aotrou a warézô tûd Jéruzalem, hag ann toc’hora anézhô enn deiz-zé a vézô ével David : ha tî David a vézô ével Doué, ével éal ann Aotroû dirâg hô daoulagad.

9. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé : dispenna a rinn ann holl vrôadou a zeûi a-énep Jéruzalem.

10. Ha mé a skiño war di David, ha war dud Jéruzalem, eur spéred a drugarez hag a béden : hag hî a zellô ouz-in, mé péhini hô dévézô toullet : gwéla a rain̄t dourek, ével ma wéleur war eur penn-her : keinvani a rain̄t, ével ma keinvaneur war varô eur c’hen̄ta-ganet.

ll. Enn deiz-zé é vézô eur c’han̄v braz é Jéruzalem, é doaré kan̄v Adadremmou é kompézen Mageddon.

12. Hag ar vrô a vézô é kan̄v : ann tiadou hag ann tiadou enn hô zû : tiadou tî David enn hô zû, hag hô gragez enn hô zû :

13. Tiadou tî Natan enn hô zû, hag hô gragez enn hô zû : tiadou tî Lévi enn hô zu, hag hô gragez enn hô zû : tiadou tî Sémei enn hô zu, hag hô gragez enn hô zû :

14. Ann holl diadou all, ann tiadou hag ann tiadou enn hô zû, hag hô gragez enn hô zû.


————


XIII. PENNAD


Méser skôet. Den̄ved skiñet.


1. Enn deiz-zé é vézô eur feun̄teun digor da dî David, ha da dûd Jéruzalem, évit gwalc’hi saotr ar péc’her hag ar c’hrég enn hé misiou.

2. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou : Lémel a rinn hanvou ann idolou di-