Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
levr zac’harias.

Hadrac’h, hag é holl breûriézou Israel a zô trôet oud ann Aotrou.

2. Émat ivé enn hé harzou, ha Tir, ha Sidon : ô véza ma hô deûz fougéet gan̄t hô furnez.

3. Tir é deûz savet kréou évit-hi : berniet é deûz ann arc’han̄t ével poultr, hag ann aour ével fan̄k ar ruou.

4. Chétu ann Aotrou a biaouô anézhî, hag a vrévô hé ners er môr ; hag hî a vézô loun̄ket gan̄d ann tân.

5. Askalon a wélô kémen̄t-sé, hag hî é dévézô aoun ; ha Gaza ivé, hag hî é dévézô doan ; hag Akkaron ivé, hag hî é deûz kollet hé géd : ha Gaza a vézô diroué, hag Askalon didud.

6. Ann diavésiad a azézô é Azot, ha mé a ziskarô rogoni ar Filistined.

7. Ha mé a dennô hé wâd eûz hé c’hénou, hag hé argarzidigésiou eûz a greiz hé zen̄t ; hag hén̄ a vézô dilézet d’hon Doué : ével dûg é vézô é Juda, hag Akkaron ével eur Jébuséad.

8. Ha mé a lakai enn-drô d’am zî va brézélidi, péré a iélô hag a zeûi ; hag ar preizer na dréménô mui enn hô c’hreiz, ô véza ma émin̄t bréman̄ dirâk va daoulagad.

9. Trîd-kaer, merc’h Sion, en em laouéna, merc’h Jéruzalem : chétu da roué a zeû d’az kavout, hag hén reiz, ha salver : paour eo, ha piñet war eunn azénez, ha war ébeul ann azénez.

10. Dispenna a rinn kirri Éfraim, ha kézek Jéruzalem, hag ar gwarégou brézel a vézô torret : ar péoc’h a embannô é-touez ar brôadou, hag hé c’halloud a iélô eûz a eûr môr bétég ar môr all, eûz ar ster bétég harzou ann douar.

11. Té ivé dré wâd da gévrédigez éc’h eûz tennet da sklaved er-meaz eûz al lenn dizour.

12. Distrôit d’hô kréou, c’houi sklaved leûn a c’héd ; daou-gémen̄t a rôinn d’id ével m’en diouganann hiriô.

13. Steñet em eûz Juda ével eur warek, hag em eûz leûniet Éfraim : lakaad a rinn da zével da vipien, ô Sion, a-énep da vipien, ô Grésia : da lakaad a rinn ével klézé ar ré gré.

14. Ann Aotrou Doué a vézô gwélet a-ziouc’h d’ézhô ; hé zaez a iélô er-méaz ével ar foeltr ; ann Aotrou Doué a zonô gan̄d ar c’horn-boud, hag a gerzô é korventennou ar c’hrésteiz.

15. Aotrou ann arméou hô gwarézô : hag hî a loun̄ko hag a drec’hô gan̄t mein hô batalm : hî a évô hag a vézvô ével gan̄t gwîn ; leûniet é vézin̄t ével kôpou, hag ével korniou ann aoter.

16. Hag ann Aotrou hô Doué a zieûbô anézhô enn deiz-zé, ével tropel hé bobl : râg ével mein san̄tel é vézin̄t savet enn hé zouar.

17. Râk pétrâ en deûz ann Aotrou a vâd hag a gaer, német gwiniz ar ré-zilennet, hag ar gwîn a laka ar gwerc’hézed da en̄géhen̄ta.


————


X. PENNAD


N’eûz némed ann Aotrou a hell rei ar péz a c’houlenneur.


1. Goulennit glaô digan̄d ann Aotrou enn diskar-amzer, hag ann Aotrou a lakai da gouéza erc’h, hag a rôi d’é-hoc’h glaveier brâz, ha géot é park pép-hini ac’hanoc’h.

2. Râg ann idolou hô deûz lavaret traou gwân, ann diouganérien hô deûz gwélet traou gaou, hag ann huvréerien hô deûz komzet enn-aner : enn-aner ivé hô deûz rôet hô dizoan : râk-sé eo bét kaset va fobl ével eunn tropel : glac’haret eo bet, ô véza n’en doa két a véser.

3. War ar véserien eo bét savet va frouden, hag é emwélinn ar vouc’hed : râg Aotrou ann arméou en deûz emwélet hé dropel, ti Juda ; hag hén̄ en deûz hô lékéat ével hé varc’h a fougé er brézel.

4. Anézhan̄ é teûi ar c’hoñ, anézhan̄ ar peûl, anézhan̄ ar wareg a vrézel ; anézhan̄ é teûi pép preizer kévret.

5. Hag hî a vézô ével tûd-kré péré a vâc’h fan̄k ann hen̄chou enn emgann : hag hî a vrézélékai, ô véza ma vézô