Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
levr zac’harias.

Zatan : Ra gélenno ann Aotrou ac’hanod, Satan ; ra gélennô ann Aotrou ac’hanod, hen̄ péhini en deûz dilennet Jéruzalem, ha né két hennez ann étéô a zô bét tennet eûz ann tân ?

3. Ha Jésus a oa gwisket gand diḻad louz, hag a oa enn hé zâ dirag ann éal.

4. Hag ann éal a gomzaz oud ar ré a oa enn hô zâ dira-z-han̄, ô lavarout : Tennit d’ézhan̄ hé ziḻad louz. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu mé em eûz tennet da fallagriez diouz-id, hag em eûz gwisket d’id diḻad nevez.

5. Hag hén̄ a lavaraz ivé : Likiid eur mitr kaer war hé benn. Hag hî a lékéaz eur mitr kaer war hé benn, hag a wiskaz d’ézhan̄ diḻad nevez : hag éal ann Aotrou a oa enn hé zâ.

6. Hag éal ann Aotrou a rôaz ann desténi-man̄ da Jésus, ô lavarout :

7. Ével-henn é lavar Aotrou ann armeou : Mar baléez em hen̄chou, ha mar mirez va gourc’hémennou, té a varnô ivé va zî, hag a virô va forchédou : ha mé a rôi did lôd eûz ar ré a zô aman̄ enn hô zâ évit baléa gan-éz.

8. Sélaou, Jésus ar bélek-brâz, té ha da viñouned, a zô aman̄ dira-z-od, ô véza ma in̄t tûd a ziougan : râk chétu mé a zigasô va zervicher ar sav-héol.

9. Rak chétu ar méan em eûz lékéat dirak Jésus : war eur méan hép-kén éz eûz seiz lagad : chétu mé hé gizellô va-unan ; hag é laminn fallagriez ann douar-zé enn eunn dervez.

10. Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, pép-hini a c’halvô hé viñoun dindân hé winien, ha dindân hé wézen-fiez.


————


IV. PENNAD


Ar profed a wél eur c’han̄toler aour gan̄t seiz kleûzeûr.


1. Hag ann éal a gomzé enn-oun a zistroaz, hag a zihunaz ac’hanoun, ével eunn dén a zihuneur eûz hé gousk.

2. Hag hén a lavaraz d’in : Pétrâ a wélez ? Ha mé a lavaraz : Chétu mé a wél eur c’han̄toler aour holl, hag eur c’hleûzeûr war hé benn, ha seiz kleûzeûr war hé vran̄kou, ha seiz kan évid ar c’hleûzeûriou a zô war ar c’han̄toler.

3. Ha diou wézen-olived dreist-hen̄, unan a zéou d’ar c’hleûzeûr, hag eunn all a gleiz d’ézhan̄.

4. Ha mé a gomzaz oud ann éal a gomzé enn-oun, ô lavarout : Pétrâ eo ar ré-zé, va aotrou ?

5. Hag ann éal a gomzé enn-oun a respoun̄taz, hag a lavaraz din : Ha na ouzoud-dé két pétrâ eo ar ré-zé ? Ha mé a lavaraz : Na ouzoun két, va aotrou.

6. Hag hén̄ a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Hé-man̄ eo gér ann Aotrou da Zorobabel, ô lavarout : Na dré eunn armé, na dré ann ners, hogen dré va spéred, émé Aotrou ann arméou.

7. Piou oud-hé, ménez brâz, dirâk Zorobabel ? Kompézet é vézi : hag hén̄ a dennô ar penn méan, hag a geido ar c’haerded oud ar c’haerded.

8. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

9. Daouarn Zorobabel hô deûz diazézet ann ti-man̄, hag hé zaouarn hé beûr-c’hrai : ha c’houi a wézô pénaoz aotrou ann arméou en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h.

10. Râk piou a zispriz ann deisiou bihan ? hî en em laouénai, hag a wélô ar méan stéan é dourn Zorobabel. Ar seiz-zé eo seiz lagad ann Aotrou, péré a réd dré ann douar holl.

11. Ha mé a gomzaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ann diou wézen-olived-zé, a zô enn tu déou d’ar c’han̄toler, hag enn tu kleiz d’ézhan̄ ?

12. Ha mé a gomzaz eunn eil wéach, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ann diou vôden gwéz-olived, a zô oud ann daou vég aour, é péré éma ar c’haniou aour dré béré é réd ann éôl ?

13. Hag hén̄ a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Ha na ouzoud-dé két pétrâ eo ar ré-zé ? Ha mé a lavaraz : Na ouzoun két, va aotrou.

14. Hag hén̄ a lavaraz din : Ar ré-zé eo ann daou vab éôliet a zô savet dirâk trec’her ann douar holl.


————