Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
levr zac’harias.

Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Eunn oaz brâz em eûz évit Jéruzalem hag évit Sion.

15. Hag eunn drouk brâz a zô savet enn-oun a-éneb ar brôadou galloudek ; râk pa na oa savet néméd eunn drouk bihan enn-oun, hî hô deûz gréat kalz a zrouk dézhô.

16. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Distrei a rinn da Jéruzalem gan̄t trugarézou : va zî a vézô savet enn-hi, émé Aotrou ann arméou, hag al linen a vézô astennet war Jéruzalem.

17. Garm c’hoaz, ô lavarout : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Va c’heriou a vézô c’hoaz leûn a vadou : hag ann Aotrou a fréalzô c’hoaz Sion, hag a zilennô c’hoaz Jéruzalem.

18. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a wélaz : ha chétu pevar c’horn.

19. Ha mé a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun : Pétrâ eo ar ré-zé ? Hag hen̄ a lavaraz d’in : Ar ré-zé eo ar c’herniel hô deûz gwen̄tet Juda, hag Israel, ha Jéruzalem.

20. Hag ann Aotrou a ziskouézaz d’in pevar ôberour.

21. Ha mé a lavaraz : Pétrâ a zeû ar ré-man̄ da ôber ? Hag hen̄ a gomzaz, ô lavarout : Ar ré-zé eo ar c’herniel hô deûz gwen̄tet holl dûd Juda, hag hini anézhô na zâv hé benn : hag ar ré-man̄ a zô deûet évid hô spoun̄ta, hag évid diskara kerniel ar brôadou, péré hô deûz savet hô c’herniel war vrô Juda évid hé skiña.


————


II. PENNAD


Ar brôadou a zeûi da Zion évid azeûli ann Aotrou.


1. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a wélaz : ha chétu eunn dén, hag enn hé zourn eul linen ven̄t.

2. Ha mé a lavaraz : M’az éz-té ? Hag hén̄ a lavaraz d’in : Da ven̄ta Jéruzalem, évit gwélout a bé héd eo, hag a bé léd eo.

3. Ha chétu ann éal a gomzé enn-oun a iéaz er-méaz, hag eunn éal all a iéaz er-méaz évid hé ziambrouga.

4. Hag hen a lavaraz d’ézhan̄ : Réd ha komz oud ar paotr-iaouan̄k-zé, ô lavarout : Divur é choumô Jéruzalem, enn abek d’al lôd brâz a dûd hag a loéned a vézô enn-hi.

5. Ha mé a vézô évit-hi eur vur a dân war hé zrô ; hag é vézinn da c’hloar enn hé c’hreiz.

6. O, ô ! didec’hit eûz a vrô ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou : ô véza m’am boa hô skiñet war-zû péder avel ann én̄v, émé ann Aotrou.

7. O Sion, tec’h, té péhini a choum gan̄t merc’h Babilon.

8. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Goudé ar c’hloar, en deûz va c’haset étrézég ar brôadou péré hô deûz hô tibourc’het : râk piou-bennâg a stok ouz-hoc’h, a stok out mâb hé lagad.

9. Râk chétu mé a zavô va dourn war-n-ézhô, hag hî a vézô da breiz d’ar ré a oa da sklaved d’ézhô : ha c’houi a anavézô pénaoz Aotrou ann arméou en deûz va c’haset.

10. Kân, hag en em laouéna, merc’h Sion : râk chétu é teuann, hag é chouminn enn da greiz, émé ann Aotrou.

11. Enn deiz-zé kalz brôadou en em stagô oud ann Aotrou, hag a vézô da bobl d’in ; ha mé a choumô enn da greiz ; hag é wézi pénaoz Aotrou ann arméou en deûz va c’haset étrézég enn-od.

12. Hag ann Aotrou a berc’hennô Juda ével hé lôd enn douar san̄télet : hag hen̄ a zilennô c’hoaz Jéruzalem.

13. Ra davô pép kîk dirâg ann Aotrou : râk savet eo eûz hé di san̄tel.


————


III. PENNAD


Jésus ar belek-brâz tamallet gan̄t Satan.


1. Hag ann Aotrou a zizkouézaz d’in Jésus ar bélek-brâz a oa enn hé zâ dirâg éal ann Aotrou : ha Satan a oa enn hé zâ enn tu déou d’ézhan̄ évid énébi out-han̄.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz da