Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR ZAC’HARIAS.


————


I. PENNAD


Ar profed a erbéd ar Iuzevien da zistrei oud ann Aotrou.



1. Enn eizved mîz, enn eil vloaz eûz ar roué Darius, é teûaz gér ann Aotrou da Zac’harias mâb Barac’hias, mâb Addo, ar profed, ô lavarout :

2. Drouk brâz a zo bét savet enn Aotrou oud hô tadou.

3. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Distrôit ouz-in, émé Aotrou ann arméou, ha mé a zistrôi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou.

4. Na vézit két ével hô tadou, out péré é c’harmé ar broféded kén̄t, ô lavarout : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Distrôit diouc’h hô kwall hen̄chou, ha diouc’h hô ménosiou drouk : hôgen n’hô deûz két va zélaouet, ha n’hô deûz két lékéat évez ouz-in, émé ann Aotrou.

5. Péléac’h éma hô tadou ? ar broféded, hag hî a vévô bépréd ?

6. Koulskoudé hô tadou, ha n’hô deûs-hi két anavézet ar wirionez eûz va geriou hag eûz va c’hélennou, em boa gourc’hemennet d’ézhô dré va zervicherien ar broféded ; ha n’in̄t-hi két distrôet, ha n’hô deûs-hi két lavaret : Ével ma en deûz mennet Aotrou ann arméou é rajé d’é-omp hervez hon hen̄chou, hag hervez hon ôberiou, en deûz gréat d’é-omp ?

7. Er pévaré war-n-ugen̄t eûz ann unnékved mîz, hanvet mîz sabat, é eil vloaz Darius, é teûaz gér ann Aotrou da Zac’harias mâb Barac’hias, mâb Addo, ar profed, ô lavarout :

8. Ha mé am boé eur wélédigez a-zoug ann nôz : ha chétu eunn dén piñet war eur marc’h gell, hag hén̄ a oa arzaôet é-touez ar gwéz mirta, a oa enn eul léac’h doun : ha war hé lerc’h éz oa kézég gell, ha brîz, ha gwenn.

9. Ha mé a lavaraz : Va aotrou, pétrâ eo ar ré-man̄ ? Hag ann éal péhini a gomzé enn-oun, a lavaraz d’in : Mé a ziskouézô d’id pétrâ eo ar ré-zé.

10. Hag ann hini a oa enn hé zâ é-touez ar gwéz mirta, a gomzaz, hag a lavaraz : Ar ré-zé eo ar ré en deûz kaset ann Aotrou évit kerzout dré ann douar holl.

11. Hag hî a gomzaz oud éal ann Aotrou, a oa enn hé zâ é-touez ar gwéz mirta, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kerzet hon eûz dré ann douar holl ; ha chétu ann douar holl a zô gôlôet a dûd, hag é péoc’h.

12. Hag éal ann Aotrou a gomzaz, hag a lavaraz : Aotrou ann arméou, bété pégeit n’az pézô két a druez out Jéruzalem, hag out keriou Juda, out péré eo savet da zrouk ? Hé-man̄ eo dijâ ann dékved bloaz ha tri-ugen̄t.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ann éal a gomzé enn-oun, geriou mâd, geriou fréalzuz.

14. Hag ann éal a gomzé enn-oun, a lavaraz d’in : Garm, ô lavarout :