Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/28

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
levr ar profed isaias.

ché al léstr d’ann hini en deûz hé zoaréet : N’éc’h eûz kéd a boell.

17. Ha na vézô két trôet abarz némeûr al Liban enn eur gompézen, hag ar gompezen enn eur c’hoat ?

18. Enn deiz-zé ar ré vouzar a glevô geriou al levr-man̄, ha daoulagad ar ré zall a wélô é-kreiz ann amc’houlou hag ann dévalien.

19. Ar ré gûn̄ en em laouénai mui-oc’h-vui enn Aotrou, hag ar ré baour a dridô é san̄t Israel :

20. O véza ma eo bét dispennet ann hini a waské war-n-ézhô, ma eo bét kaset-da-nétra ar goapaer, ha ma eo bét skéjet ar ré holl peré a véḻé évid ôber fallagreiz :

21. Ar ré a lékéa ann dûd da béc’hi gan̄d hô geriou, a aozé spiou d’ar ré a damallé anézhô é-tâl ar porz, hag a belléé enn aner diouc’h ar ré reiz.

22. Râk-sé ann Aotrou, péhini en deuz dasprénet Abraham, a lavar da dî Jakob : Na vézô mui mézékéet Jakob, hag hé zremm na rusiô mui :

23. Hôgen pa wélô hé vugalé, labour va daouarn, ô veûli va hanô enn hé greiz, é veûlô ivé san̄t Jakob, hag éc’h énorô Doué Israel :

24. Hag ar ré a oa faziet hô spéred a vézô skleréet, hag ar grôzerien a zeskô al lézen.


————


XXX. PENNAD.


Dispennadur énébourien Juda.


1. Gwâ c’houi, bugalé argiluz, émé ann Aotrou, péré a râ ratosiou hép-z-oun ; péré a aoz steûennou, ha né két dré va spéred ; péré a laka péc’hed war béc’hed :

2. Péré a ia da ziskenni enn Éjipt hép goulenni kuzul digan-én̄ ; ô lakaad hô kéd é skoazel Faraon, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt.

3. Ha skoazel Faraon a vézô da véz d’é-hoc’h, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt da zismégan̄s d’é-hoc’h.

4. Rak da brin̄sed a zô bét éat da Danis, ha da gannaded bétég Hanez.

5. Hôgen saouzanet-brâz in̄t bét pa hô deûz gwélet ar bobl-zé, péhini na hellé két hô skoazella ; péhini na hellé rei d’ézhô na ners na ken-ners, ha na oa d’ézhô néméd da véz ha da zismégan̄s.

6. Sammet eo hô loéned évid mon̄d étrézég ar c’hresteiz. Enn eunn douar a c’hlac’har hag a an̄ken éz éon̄t, a béhini é teû al léon hag al léonez, ann aer-viber hag ar bazilik-nîch ; hî a zoug hô madou war gein kézek, hag hô zen̄zoriou war gein kan̄valed, évid eur bobl ha na hellô két hô skoazella.

7. Râk skoazel ann Éjipt a vézô gwân ha didalvez ; dré-zé em eûz garmet diwar-benn kémen̄t-sé : Balc’hder hép-kén a gavi énô ; éhan.

8. Bréma éta skrîv war ar beûz, ha laka-hén̄ buan enn eul levr, évit ma vézô enn deiz divéza da desténi peûr-baduz.

9. Râg eur bobl eo hag a hég ac’hanoun ; bugalé gaouiad in̄t, bugalé ha na fell két d’ézhô sélaoui lézen Doué ;

10. Péré a lavar d’ar ré a wél : Na wélit két ; ha d’ar ré a zell : Na zellit két évid-omp oud ar péz a zô reiz ; livirit traou hétuz d’é-omp, gwélit faziou évid-omp.

11. Pellait diouz-omp ann hen̄t ; distrôit diouz-omp ar raven̄t ; ra éhano san̄t Israel d’en em ziskouéza d’éomp.

12. Râk-sé chétu pétrâ a lavar san̄t Israel : O véza ma hoc’h eûz distolet ar gér-zé ; ma hoc’h eûz lékéat hô kéd war ann drouk-komz ha war ar safar, ha ma oc’h en em harpet war-n-ézhô :

13. Râk-sé ar fallagriez-zé a gouézô war-n-hoc’h ével eur vôger uc’hel, pébini ô véza skarret, hag ô tiougani diskar, a gouéz enn-eunn-taol, pa na grédet két é oa daré da gouéza.

14. Ha brévet eo, ével eul léstr prî a dorreur gan̄d strif, hép ma choum anézhan̄ eunn darbôd hép-kén hag a vé mâd da gémérout tân eûz ann oaled, pé da bun̄sa eur banné dour eûz a eur poull.

15. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué, san̄t Israel : Mar tistroit ha mar choumit é péoc’h, é viot salvet : enn tâv hag er géd é vézô hô ners. Ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui anézhan̄.