Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR AGGÉUS.


————


I. PENNAD


Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô lézirégez a vir out-hô na assavon̄t hé dempl.



1. Enn eil vloaz eûz ar roué Darius, er c’houec’hved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, da Zôrobabel, mâb Salatiel, dûk Juda, ha da Jésus, mâb Josédek, bélek-brâz, ô lavarout :

2. Ével-henn é komz Aotrou ann arméou, ô lavarout : Ar bobl-zé a lavar : Né két deûet c’hoaz ann amzer da zével tî ann Aotrou.

3. Neûzé é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout :

4. Ha né két deûet ann amzer d’é-hoc’h da choum é tiez aozet-kaer, hag ann ti-zé d’in a zô didud ?

5. Bréman̄ éta ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Likiid hô ménosiou war hoc’h hen̄chou.

6. Kalz hoc’h eûz hadet, ha nébeût hoc’h eûz dastumet : débret hoc’h eûz, ha n’oc’h két bét gwalc’het : évet hoc’h eûz, ha né két bét torret hô séc’hed : en em c’hôlôet oc’h, ha né két bét tomm d’é-hoc’h : hag ann hini en deûz dastumet madou, en deûz hô lékéat enn eur sac’h toull.

7. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Likiid ho ménosiou war hoc’h hen̄chou.

8. Piñit war ar ménez : digasit koat, ha savit ann ti : hag hén̄ a vézô hétuz d’in, hag é tiskouézinn va gloar enn-han̄, émé ann Aotrou.

9. Sellet hoc’h eûz out madou brâz, ha chétu in̄t deûet da zistéraat : hô douget hoc’h eûz enn hô tî, ha mé em eûz c’houézet war-n-ézhô : pérâk-sé, émé Aotrou ann arméou ? ô véza ma eo didud va zî, ha ma hast pép-hini ac’hanoc’h da aoza hé dî hé-unan.

10. Râk-sé em eûz miret oud ann én̄vou na rôjen̄t gliz d’é-hoc’h, hag em eûz miret oud ann douar na rôjé hé frouez d’é-hoc’h.

11. Ha galvet em eûz ar sec’hder war ann douar, ha war ar ménésiou, ha war ann éd, ha war ar gwîn, ha war ann éôl, ha war gémen̄t a zoug ann douar, ha war ann dûd, ha war al loéned, ha war holl labour ann daouarn.

12. Neûzé Zorobabel mâb Salatiel, ha Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag holl zilerc’h ar bobl a glevaz mouéz ann Aotrou hô Doué, ha geriou Aggéus ar profed, en doa ann Aotrou hô Doué kaset étrézég enn-hô : hag ar bobl a oé spoun̄tet dirâg ann Aotrou.

13. Neûzé Aggéus kannad ann Aotrou a gomzaz oud ar bobl a berz ann Aotrou, ô lavarout : Emounn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lékéaz da zével spéred Zorobabel mâb Salatiel,